Tchekoslovakia (e tchekeg: Československo, e slovakeg: Československo; goude 1990 Česko-Slovensko) a oa ur vro hag ur Stad eus Kreiz Europa.

Krouet e voe e 1918 diwar dispenn Impalaeriezh Aostria-Hungaria. Mont a reas da get e 1993. D'ar 1añ a viz Genver 1993 e voe divodet Tchekoslovakia etre Tchekia ha Slovakia.

Lec'hiadur Tchekoslovakia en Europa.