Janed Ark
- Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Janed Ark (Jeanne d'Arc e galleg, Joan of Arc e saozneg) zo ur soudardez lorenat eus deroù ar XVvet kantved bet ganet e Domrémy (e Kontelezh Bar d'an ampoent) e 1412 ha marvet e Rouen d'an 30 a viz Mae 1431), e servij ar roue gall Charlez VII. Ur roll a bouez he deus c'hoariet e dibenn ar Brezel Kant Vloaz.
Prosez a voe graet dezhi evel sorserez gant eskob Rouen ha devet e voe en he bev. Lakaet eo bet da harozez vrasañ ar Romant Broadel gall, ha da santez katolik war un dro gant ar pab Benead XV e 1920.
Janed Ark, gant Dante Gabriel Rossetti (1882)
Medalenn da Janed Ark (2009)

Ar poltred nemetañ eus Janed Ark
Kreiz ar XVvet kantved
Centre historique des Archives nationales,
Pariz, AE II 2490
Kreiz ar XVvet kantved
Centre historique des Archives nationales,
Pariz, AE II 2490
Diwar he fennAozañ
- Janed Ark, pezh-c'hoari e pevar arvest, skrivet gant an aotrou Joanno (1857-1935), embannet e Sant-Brieg e 1909.