Ar c'hrennc'halleg, pe galleg krenn, zo ur stumm eus ar galleg a veze komzet ha skrivet etre ar XIVvet hag ar XVIvet kantved.
Ur mare tremen eo, ma teuas ar galleg da vezañ disheñvel-mat diouzh ar yezhoù oil all ha ma teuas ivez da vezañ yezh ofisiel ar rouantelezh c'hall, implijet er skridoù e-lec'h al latin hag ar yezhoù oil all. Ur mare eo ivez a brientas donedigezh ar galleg klasel komzet ha skrivet er XVIIvet ha XVIIIvet kantved.

krennc'halleg
yezh istorel, yezh varv, yezh
Iskevrennad eusgalleg Kemmañ
Rann eusYezhoù oil Kemmañ
Raklec'hiet ganthenc'halleg Kemmañ
Heuliet gantClassical French Kemmañ
Deiziad kregiñ1350 Kemmañ
Deiziad echuiñ1611 Kemmañ
Reizh yezhadurelbenel, gourel Kemmañ
LizherennegLizherenneg latin Kemmañ
Kod yezh Wikimediafrm Kemmañ

N'emañ ket a-du an holl istorourien ha yezhourien war bevennoù mare ar c'hrennc'halleg. Hervez ar geriadur Larousse ez eo ar mare etre 1340 ha 1611, met en Dictionnaire du moyen français e kaver gerioù dastumet e skridoù bet embannet etre 1330 ha 1500.

Ar c'hemm brasañ etre an henc'halleg hag ar c'hrennc'halleg eo e voe kollet an troadoù en anvioù-kadarn.

Kalzik gerioù a voe amprestet digant al latin hag ar gresianeg, tennet eus skridoù klasel. Gerioù a voe savet ivez, diwar elfennoù latin ha kemmet e voe doare-skrivañ gerioù gallek evit o tostaat d'o gerdarzh, ar pezh a lakaas an distagadur hag ar skritur da bellaat an eil diouzh egile.

E deroù mare ar c'hrennc'halleg e oa dizunvan an doare-skrivañ hervez ar skriverien met tamm-ha-tamm e voe unvanet, dreist-holl goude donedigezh ar moullañ, war-dro 1470.

E-touez ar skrivagnerien o deus skrivet e c'hrennc'halleg emañ François Villon, Clément Marot, François Rabelais, Michel de Montaigne, Pierre de Ronsard a-douez tud all. Gant Joachim du Bellay e voe embannet Défense et illustration de la langue française e 1549, ul levr a zisplege e oa ar galleg ur yezh talvoudus evit al lennegezh hag a glaske kas war-raok ur patrom yezh nevesaet ha glannaet, diwar skouer al latin.