François Villon
François Villon (a oa e anv gwir François de Montcorbier pe François des Loges, moarvat, 1431 - war-dro 1463) a oa ur barzh gallek hag a veve er XVvet kantved.
Ganet e voe e 1431 ha n'eur ket sur eus bloavezh e varv. La balade des pendus eo e oberenn anavezetañ, skrivet gantañ pa oa bac'het hag o c'hortoz bezañ krouget. Ne ouzer ket kalz a dra diwar-benn e vuhez. Lavaret a reer e oa ul lampon hag a voe toullbac'het meur a wech.
Buhez
kemmañGanet e voe e 1431, moarvat, e Pariz. Dre m'en doa kollet e dad, e voe fiziet gant e vamm baour en ur beleg anvet Guillaume de Villon, chapalan en iliz Saint-Benoît-le-Bétourné, e Pariz. Gant hennezh e voe kaset ar paotr d'ober studioù da vezañ kloareg. Tapout a reas ur vestroniezh e kevrenn an arzoù e skol-veur Pariz. Tamallet e voe dezhañ bezañ lazhet ur beleg en un tabut, e 1455. Kuitaat a reas Pariz neuze ha bevañ dindan guzh e-pad ur pennad. Er bloaz war-lerc'h e voe pardonet dezhañ, pa oa bet erbedet evitañ gant Guillaume de Villon. Diouzhtu war-lerc'h avat e voe tamallet dezhañ bezañ kemeret perzh en ul laeroñsi e Skolaj Navarra e Pariz. Mont a reas da guzh adarre ha bevañ etre 1456 ha 1461 e traoñienn al Liger.
E 1461 e voe toullbac'het c'hoazh, met lezet e voe da vont un nebeud mizioù diwezhatoc'h. Distroet da Bariz e skrivas Le Testament, met harzet e voe ur wech ouzhpenn e 1462. Jahinet e voe ha kondaonet d'ar marv. Da neuze eo e voe skrivet La balade des pendus gantañ. Hogen torret e voe ar varnadenn gentañ e miz Genver 1463, distaolet e voe ar c'hastiz ha cheñchet e dek bloavezh forbannerezh diouzh Pariz. Kuitaat a reas Pariz e miz Genver 1463, moarvat. Ha goude ne gaver mui roud ebet eus Villon.
Oberenn
kemmañN’eo ket kement-se stumm ar varzhoniezh a voe cheñchet gant Villon, met an danvez anezhi. Dilezel a reas ar garantez c’hwek ha seven ha kanañ meuleudi d’ar gorked, d’an druanted ha d’ar bailhardiezh. Met abalamour d’ar vuhez a renas, e kaver ivez tristidigezh ha keuz en e werzennoù.
Skridoù
kemmañ- Ballade des contre vérités (1455 ?–1456 ?, Pariz)
- Le Lais (1457, Pariz)
- Épître à Marie d'Orléans (deroù 1458, Bleaz)
- Double ballade (deroù 1458, Bleaz)
- Ballade des contradictions (deroù 1458, Bleaz)
- Ballade franco-latine (deroù 1458, Bleaz)
- Ballade des proverbes (Here-Du 1458, Vendôme ?)
- Ballade des menus propos (Here-Du 1458, Vendôme ?)
- Épître à ses amis (hañv 1461, Meung-sur-Loire)
- Débat du cuer et du corps de Villon (hañv 1461, Meung-sur-Loire)
- Ballade contre les ennemis de la France (dibenn 1461, Meung-sur-Loire)
- Requeste au prince (dibenn 1461, Meung-sur-Loire)
- Le Testament (1461), ennañ Ballade des dames du temps jadis (1458-9)
- Ballade des seigneurs du temps jadis
- Ballade en vieux langage françois
- Les regrets de la belle Heaulmière
- Ballade de la Belle Heaulmière aux filles de joie
- Double ballade sur le mesme propos
- Ballade pour prier Nostre Dame
- Ballade à s'amie
- Lay ou rondeau
- Ballade pour Jean Cotart
- Ballade pour Robert d'Estouteville
- Ballade des langues ennuieuses
- Les Contredits de Franc Gontier
- Ballade des femmes de Paris
- Ballade de la Grosse Margot
- Belle leçon aux enfants perdus
- Ballade de bonne doctrine
- Rondeau ou bergeronnette
- Épitaphe
- Rondeau
- Ballade de conclusion
- Ballade de bon conseil (1462, Pariz)
- Ballade de Fortune (1462, Pariz)
- Le jargon et jobellin dudit Villon (titl roet gant Levet, 1489, Pariz)
- Cinq autres ballades jargonnesques (dornskrid Stockholm, goude 1477)
- Ballade des pendus (dibenn 1462, Pariz)
- Quatrain (dibenn 1462, Pariz)
- Louanges à la cour (Genver 1463, Pariz)
- Question au clerc du guichet (Genver 1463, Pariz)
Troidigezh e brezhoneg
kemmañ- Gwerz ar re grouget, troidigezh gant Yann Blerger, Al Liamm niv. 16, 1949