Stockholm eo kêr-benn Rouantelezh Sveden hag ar gêr vrasañ en holl vroioù Skandinavia. En em astenn a ra ar gêr-benn hag ar c’hêrioù tro-war-dro etre al lenn Mälaren hag ar Mor Baltel, ha tremen ur milion a dud a zo o chom eno. Kêr Stockholm a zo bet savet war meur a enezenn, ha war an hini vrasañ anezho emañ ar gêr gozh, anvet Gamla Stan. Brudet eo an ti-kêr dre ar bed, dre m’eo eno e vez deroet ar prizioù Nobel.

Ar gêr gozh

E kumun Stockholm ent strizh (Stockholms Kommun) ez eus 829 417 annezad (e dibenn 2009), en takad kêrel a-bezh ez eus 1 252 020. Met alies, pa reer anv eus Stockholm, e komzer diwar-benn kontelezh Stockholm, a zo enni 2 019 182 a annezidi.

E Stockholm emañ sez gouarnamant Sveden hag hini ar parlamant broadel (Riksdag). Eno ivez emañ palez penn ar vro, nemet ar roue a zo bremañ, Carl XVI Gustaf, a zo o chom e-kichen Stockholm, en Ekerö.

Lec’hiadur Stockholm e Sveden
Lec’hiadur Stockholm e Sveden

Douaroniezh kemmañ

Emañ Stokholm war an harzoù etre proviñsoù Uppland ha Södermanland, el lec’h ma kej dourioù al lenn Mälaren hag ar Mor Baltel. En deroù e oa Stockholm war enez Stadsholmen hepken, el lec’h m’emañ Gamla Stan (ar gêr gozh) bremañ, met tamm ha tamm eo kresket war an inizi all tro-dro, war-zu Norrmalm, en hanternoz, Östermalm, ha Södermalm, er c’hreisteiz. En em astenn a ra ar gêr, hiziv, war 188 km2, war 14 enezenn, ha kavout a reer gwazhioù-dour e pep lec’h. Evit mont ha dont etre an holl garterioù ez eus 53 pont.

Dirak Stockholm en em led ivez un enezeg a zo enni miliadoù a enezennoù bras pe vihan ha ma plij da annezidi ar gêr-benn mont da ziskuizhañ e-pad an dibenn-sizhun.

Gant hentoù douar pe hentoù mor darempredet-stank eo liammet Stockholm ouzh kêrioù bras Skandinavia pe ar Mor Baltel, evel Göteborg, Kopenhagen, Helsinki, Turku, Sant Petersbourg, Tallin ha kêrioù all war arvorioù Alamagn, Polonia hag ar broioù balt. Un aerborzh etrebroadel a zo en Arlanda, ha daou aerborzh bihanoc’h a zo e Skavsta ha Bromma.

Istor kemmañ

 
Stockholm gwelet eus an oabl.

Ar meneg kentañ a gaver eus kêr Stockholm a sav da 1252. Ne oa anezhi, d’ar poent-se, nemet ar gêr gozh (Gamla Stan), savet war enez Stadsholmen, el lec’h ma oa ur c’hastell er c’hantved a-raok, savet d’en em zifenn ouzh tud Estonia. Darempredoù kenwerzh he doa Stockholm gant Lübeck ha gant kêrioù all tro-dro d’ar Mor Baltel. Kemer a ra perzh neuze er c’hevre kêrioù anvet Hansa. E-pad 300 vloaz e voe renet kêr gant daou vaer, ur Svedad hag un Alaman. E 1350 e c’houzañvas kêr gant ar Vosenn Zu.

E 1397 e krogas Unvaniezh Kalmar etre Sveden (gant Finland), Norvegia (gant Island) ha Danmark ; buan e voe graet e renkoù gant Danmark. Meur a emgann a voe e-pad ar XVvet kantved : e 1471 e voe gounezet Emgann Brunkeberg (e-kichen Stockholm en amzer-se hag e kêr bremañ), gant Sten Sture ar c'hozh, a-enep roue Danmark, Christian Iañ ; gant ar roue Christian II e voe lakaet ar pil hag al lazh dre gêr Stockholm e 1520, ha lakaet e voe fin evel-se da Unvaniezh Kalmar.

E 1521, Gustav Vasa, roue nevez Sveden, a yeas e-barzh Stockholm ha kroget e voe neuze gant ur mare nevez en istor ar vro. Kreskiñ a reas kêr en tu-hont da enez Stadsholmen, war inizi Södermalm ha Norrmalm. E 1600 e oa enni un daou vil annezad bennak. E 1634 e teuas Stockholm da vezañ, ent ofisiel, kêr-benn nemeti Sveden ; diagent e oa Uppsala ar gêr-benn, hag e-pad pell e voe rannet ar c’hargoù etre an div gêr (sez Iliz Sveden a zo eno c’hoazh).

 
Parlamant Sveden

Derc’hel a reas kêr da greskiñ da c’houde. En XVIIIvet kantved e voe savet palez ar roue hag an opera. En XIXvet kantved e voe kollet un tamm eus he galloud armerzhel gant Stockholm, evit mad Norrköping ha Göteborg.

En XXvet kantved, ha dreist-holl etre 1945 ha 1967, e voe kempennet kreiz kêr gant e straedoù strizh hag e savadurioù kozh. Hiziv an deiz ez eo modern ha diorroet Stockholm : ur metro a voe savet er bloavezhioù 1950, e karter Kista eo bras pouez an teknologiezhioù nevez.

Sevenadur kemmañ

 
Kastell Drottningholm.

Ul lodenn vat eus pennlec’hioù sevenadurel Sveden en em gav e Stockholm, ar gêr-benn : c’hoarivaoù, mirdioù… Daou lec’hiad a zo enskrivet war roll glad ar bed gant an UNESCO :

Kêr-benn sevenadurel Europa e oa bet Stockholm e 1998.

Gevellerezh kemmañ

Stockholm a skoulm darempredoù diardoù gant kêrioù-penn all eus ar bed, re Norzheuropa da gentañ.

Ar re da heul eo ar c'hêrioù a lavar bezañ gevellet gant Stockholm:

Daveoù kemmañ

  1. Twinning Cities: International Relations. Municipality of Tirana. www.tirana.gov.al. Retrieved on 2008-01-25.


Tud vrudet kemmañ

An dud vrudet-mañ a zo genidik a Stockholm :

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.