Enezeg Stockholm (Stockholms skärgård e svedeg) zo un enezeg en aod reter Sveden, e-kichen Stockholm. Unan eus brasañ enezegi ar Mor Baltel eo.

Kartenn eus enezeg Stokholm

En em astenn a ra an enezeg tost da 80 km diouzh Stokholm war-zu ar reter, hag a-hed 150 km pe war-dro eus Björkö en hanternoz da Öja er c'hreisteiz, a-hed arvor Uppland. En holl ez eus war-dro 30 000 enezenn hag enezennig.

War-dro 10 000 a annezidi zo o vevañ en enezeg. Lod eus an inizi a c'haller mont dezho dre bontoù ha lod all a ranker kaout ur vag da vont betek enno. Kalz tud eus Stockholm o deus un ti-hañv en enezeg.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.