Mälaren
Al lenn Mälaren zo ul lenn e-kreiz Sveden, e rannvro Svealand. Emañ er c'hornôg da Stockholm, tost d'ar gêr-se. Gant 1 140 km² a c'horread, ez eo hi trede lenn vrasañ Sveden, goude al lennoù Vänern ha Vättern. Betek 63 metr donder eo el lec'h donañ.
Kalz enezennoù bihan a gaver el lenn. War teir anezho e kaver lec'hiennoù lakaet war roll Glad ar bed gant UNESCO : lec'hienn henoniel Birka, eus amzer ar Vikinged, hini Hovgården ma oa diazezet rouaned kentañ Sveden en XIIvet kantved, ha Kastell Drottningholm, war un enezennig all, lec'h-annez prevez roue Sveden bremañ ha bet lec'h-annez e ziaraogerien e-pad pell.