Christian II Danmark
Christian II (1481-1559), a oa roue Danmark ha Norvegia (1513–1523) da vare Unvaniezh Kalmar, ha roue Sveden (1520–1521), ur vro ma oa bet anvet Kristian Tyrann ("Christian an Tirant"). Ouzhpenn-se e oa Dug Schleswig ha Holstein.
Mab e oa da Hans Iañ (Kong Hans) ha da Christina von Sachsen (1461–1521).
Ren a reas goude marv e dad evel roue Danmark ha Norge en 1513.
Bugale
kemmañDimezet e oa da Elesbed Aostria (rouanez Danmark) (1501-26) ha c'hwec'h bugel o doe:
- Johann (1518 - 1532).
- daou c'hevell
- Maximiliano (4 a viz Gouhere 1519).
- Felipe (4 a viz Gouhere 1519 - 1520).
- Dorotea (10 a viz Du 1520 - 20 a viz Gwengolo 1580), dimezet da Friedrich II, dilenner Pfalz.
- Cristina (miz Du 1521 - 10 a viz Kerzu 1590), a zimezas div wech:
- Ur mab (1523).
En 1519 e voe kurunennet Christian II e Stockholm, ha setu Elesbed rouanez Sveden ivez.
Met e 1523 en em savas Svediz ouzh an Daned ha Gustav Vasa en o fenn oc'h embann e oa eñ ar gwir roue. E Danmark eo an dug Frederik, eontr d'ar roue, a emsavas a-enep Christian II. Goulenn a reas Christian hag e bried digant o c'herent rouaned gwaskañ war Frederik evit ma chomje sioul, met aner e voe. Ha setu ma voe kurunennet Frederik e Viborg e miz Meurzh.
Christian a gavas e oa kollet ar stourm ha divizout a reas ehanañ. D'an 13 a viz Ebrel e lestras ar roue hag e dud da vont da repuiñ d'an Izelvroioù.
Eno e voent degemeret gant Marc'harid Aostria. Elesbed ne zistroas biken da vro he fried ken. A-raok kuitaat Danmark e kinnigas Frederik dezhi chom er vro gant he bugale, met hi a respontas, hervez a gonter, d'ar roue nevez: "Ubi Rex meus, ibi regnum meum" ("El lec'h m'emañ ma roue emañ ma rouantelezh").