Viborg
Viborg (distaget [ˈʋibɒːˀ] e daneg zo ur gêr eus Danmark, e kreiz Jutland. Ur gumun eo ha pennlec'h ar rannvro Midtjylland eo ivez. E miz Genver 2011 e oa annezet kêr gant 35 893 a dud, hag ar gumun gant 93 498 a dud. An eil kumun vrasañ eus Danmark eo Viborg[1] ; enni emañ lez-varn uhelañ ledenez Jutland.
Unan eus kêrioù kozh Danmark eo Viborg, ha roudoù zo bet kavet eus diazezadur ar Vikinged enni, e dibenn an VIIIvet kantved[2]. En ur c'hroashent a bouez e oa Viborg, er Grennamzer, e-kreiz al ledenez. Ur voudenn-gastell a oa eno. Dont a ra an anv Viborg eus ar benrann vi a dalvez « lec'h sakr, gwenn » ha berg a dalvez « menez ».
Brudet eo iliz-veur Viborg. Savet e voe etre 1130 ha 1180. Met meur a wech eo bet distrujet hag adsavet abaoe.