20 Gwengolo
deiziad
(Adkaset eus 20 a viz Gwengolo)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 451 : hervez skridoù zo ez eo amzeriad Emgann Chalon etre Attila ha Flavius Aetius.
- 1187 : Saladin a grog gant Seziz Jeruzalem.
- 1519 : Fernan Magalhaes a loc’h kuit diouzh Sanlúcar de Barrameda gant un 270 den bennak, evit ober tro ar bed.
- 1759 : emgann war vor er C'hardinaled e-tal ar Groazig (Liger-Atlantel).
- 1792 : Emgann Valmy gounezet gant ar C'hallaoued.
- 1854 : Emgann an Alma (brezel Krimea).
- 1944 : dieubet eo Gwaien, Kraozon.
- 1992 : referendom e Bro-C'hall war feur-emglev Maastricht : gounit a ra ar YA gant nebeut lañs (51%).
- 1996 : ar Pab Yann-Baol II deuet da Santez-Anna-Wened (Mor-Bihan).
- 2000 : Séverine Vandenhende, judoka c'hall, a ya da gampionez olimpek e Sydney (Aostralia).
Ganedigezhioù
kemmañ- -356 : Aleksandr Veur.
- 1486 : Arthur Tudor, priñs Kembre.
- 1787 : Alexandre Le Jumeau de Kergaradec, mezeg.
- 1869 : Marsel Kachin, politikour breizhat, rener ar gazetenn komunour L'Humanité e-pad un hanter-kantved, dilennet d'ar Vodadeg Vroadel c'hall.
- 1896 : Friedrich Sämisch, mestrc'hoarier echedoù alaman.
- 1882 : Ossip Bernstein, Doktor war ar Gwir ha mestr-c'hoarier echedoù rusian-ukrainat.
- 1906 : Jean Dréville, filmaozer gall.
- 1923 : Jack Pinoteau, aktour, filmaozer ha saver senario gall.
- 1927 : Alfoñs Arzel, maer Gwitalmeze da vare peñse an eoullestr Amoco Cadiz.
- 1934 : Sophia Loren, aktourez italian.
- 1935 : Orlando Peçanha, melldroader etrebroadel brazilian.
- 1940 : Daniel Rodighiero, melldroader gall.
- 1946 : Jean-Michel Caradec, kanour gall.
Marvioù
kemmañ- 1597 : Willem Barentsz, moraer hag ergerzher izelvroat.
- 1803 : Robert Emmet, brogarour iwerzhonat.
- 1863 : Jacob Grimm, skrivagner alamanek.
- 1884 : Leopold Fitzinger, loenoniour aostrian.
- 1946 : Raimu, aktour gall.
- 1957 : Jean Sibelius, sonaozer finnat.
- 1971 : Yorgos Seferis, skrivagner gresianek, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh.
- 1975 : Saint-John Perse, skrivagner gallek, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh e 1960.
- 2005 : Simon Wiesenthal a glaskas war-lerc’h torfedourien nazi.
Lidoù
kemmañSant an deiz : Santez Gwenlaouen