Aostria
Aostria (alamaneg: Österreich /ˈøːstɐˌʁaɪç/) a zo ur stad eus Kreiz Europa, anezhi ur Republik demokratel ha kevreadel. Vienna eo anv kêr-benn ar vro, Wien en alamaneg. Rannet eo e 9 stad kevredet, hag a zo emren war meur a dachenn. Meneziek eo al lodenn vrasañ eus Aostria: 62,8% eus ar vro a zo goloet gant menezioù an Alpoù, ha 32% hepken eus he gorread a zo izeloc'h evit 500 m. Ar Großglockner (3 797 m) eo menez uhelañ Aostria. Ezel eus Unaniezh Europa ha Kuzul Europa eo Aostria dibaoe 1995. E Takad an euro emañ.
Unaniezh Europa | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Republik Österreich | |||||||
| |||||||
![]() |
|||||||
Yezh ofisiel | Alamaneg | ||||||
Yezhoù kenofisiel | Hungareg, Kroateg, Sloveneg | ||||||
Yezhoù anavezet | Romeg, Slovakeg Tchekeg, | ||||||
Kêr-benn | Vienna | ||||||
Gorread • En holl • % dour |
83 879 km² 0,84% | ||||||
Poblañs -Hollad -Stankter ar boblañs |
8 935 112 (2021) 106/km² | ||||||
Prezidant kevredel | Alexander Van der Bellen | ||||||
Kañseller kevredel | Karl Nehammer (ÖVP) | ||||||
Gouel broadel | 26 a viz Here | ||||||
Moneiz | Euro (€) | ||||||
Kod pellgomz | 43 | ||||||
Kod Internet | .at |
En-dro da Aostria emañ ar broioù-mañ : Suis, Liechtenstein, Italia, Slovenia, Hungaria, Slovakia, ar Republik Tchek hag Alamagn.
IstorAozañ
Poblet eo bet Aostria abaoe ar Paleolitik. Gwener Willendorf, un delwennig bet kavet e Willendorf, rannvro Wachau, e Reter Aostria, a zo bet kizellet 22 000 - 24 000 vloaz zo. En Henoadvezh an Houarn (800-400 kent J.K.) e teue ar vro da vezañ pinvidik abalamour d'an houarn ha d'an holen a veze eztennet e Hallstatt hag e lec'hioù all zo. Alies e vez lesanvet an oadvezh-se Oadvezh Hallstatt. Ar c'hentañ stad anavezet war e dachenn a oa Rouantelezh Norikon, diazezet war-dro 200 kent J.K. gant meuriadoù keltieger. Goude bezañ bet aloubet gant ar Romaned e 15 kent J.K., e chome ar vro e dalc'h Impalaeriezh Roma betek ar Vvet kantved. Rannet e oa Aostria a-vremañ etre teir froviñs Roman: Retia (Raetia), Norikon (Noricum) ha Pannonia. (da vezañ kendalc'het)
PolitikerezhAozañ
Bep pevar bloaz e vez dalc'het mouezhiadegoù evit dilenn ar breujoù (Nationalrat), ha bep c'hwec'h vloaz evit dilenn ar prezidant kevredel (Bundespräsident).
Strolladoù politikel dezho kannaded er breujoù (Miz Gwengolo 2013)Aozañ
- SPÖ (Sozialdemokratische Partei Österreichs, "Strollad demokratel sokialour Aostria", sokialourien) - 40 kannad
- ÖVP (Österreichische Volkspartei, "Strollad ar bobl Aostrian", mirourien) - 71 kannad
- FPÖ (Freiheitliche Partei Österreichs, "Strollad ar Frankiz Aostrian", tu dehoù pellañ) - 31 c'hannad
- Die Grünen ("Ar Re C'hlas", ekologourien) - 26 kannad
- NEOS ("Das Neue Österreich", liberalourien) - 15 kannad
Strolladoù politikel allAozañ
- KPÖ (Kommunistische Partei Österreichs, "Strollad komunour Aostria", komunourien)
- LIF (Liberales Forum, "Forom frankizour", frankizourien)
- SLP (Sozialistische Linkspartei, "Strollad sokialour ha kleizour", trotskourien)
- BZÖ (Bündnis Zukunft Österreich, "Emglev evit dazont Aostria", populisted an tu dehoù)
YezhoùAozañ
Alamaneg eo yezh an darn vrasañ eus an dud (>90% eus ar boblañs), met sloveneg, kroateg hag hungareg a vez graet ganto e rannvroioù zo hag ur statud kenofisiel a zo ganto.
- Yezhoù anavezet Aostria hervez niveradeg 2001
- Alamaneg - 7 115 780 yezher
- Kroateg - 131 307
- Hungareg - 40 583
- Sloveneg - 24 855 (Sloveneg Karintia - 13 109)
- Kroateg Burgenland - 19 412
- Tchekeg - 17 742
- Slovakeg - 10 234
- Romeg - 6 273
- Yezhoù all (ha n'int ket anavezet gant ar stad) - 666 740 yezher en holl:
Aostrianed vrudetAozañ
|
|
C'hoarierion echedoù aostrian: |
Aozañ
- Pennad dre ar munud: Stadoù Aostria
B Burgenland, K Karintia, NÖ Aostria-Izel, OÖ Aostria-Uhel, S Salzburg, St Stiria, T Tirol, V Vorarlberg, W Vienna
# | Stad kevredet | Kêr-benn | Poblañs | Gorread (km²) |
Annezad/km² | Yezhoù rannvroel kenofisiel gt. an alamaneg |
---|---|---|---|---|---|---|
1. | Burgenland | Eisenstadt | 297 583 | 3 965 | 75 | Kroateg Burgenland, hungareg |
2. | Karintia (Kärnten) | Klagenfurt am Wörthersee | 564 513 | 9 537 | 59 | Sloveneg |
3. | Aostria-Izel (Niederösterreich) |
Sankt Pölten | 1 698 796 | 19 180 | 89 | – |
4. | Aostria-Uhel (Oberösterreich) |
Linz | 1 505 140 | 11 983 | 126 | – |
5. | Salzburg | Salzburg | 560 710 | 7 155 | 78 | – |
6. | Stiria (Steiermark) | Graz | 1 252 922 | 16 399 | 76 | – |
7. | Tirol | Innsbruck | 764 102 | 12 648 | 60 | – |
8. | Vorarlberg | Bregenz | 401 674 | 2 602 | 154 | – |
9. | Vienna (Wien) | – | 1 931 593 | 415 | 4654 | – |
Gwelet ivezAozañ
Porched Aostria – Adkavit ar pennadoù a denn da Aostria. |