24 eurvezh ar Mañs

24 eurvezh ar Mañs ("Les 24 heures du Mans" e galleg) a zo ur redadeg kirri a bad 24 eurvezh, a vez redet e miz Even diouzh boaz war un droiad hent e-kichen ar Mañs e Bro-C'hall. Redet e vez bep bloaz abaoe 1923. Ur redadeg Andur eo, o lakaat ar kirri, ar bandennoù-rod hag ar vlenierien da badout ar muiañ e vez posupl. Unan eus redadegoù-kirri brudetañ er bed eo hag unan eus kurunennoù ar Gurunenn Dripl eo, asambles gant an Indianapolis 500 ha Priz Bras Monako.

Ferrari e 1969

Aozet e vez ar redadeg gant an Automobile Club de l'Ouest (ACO) war 24 eurvezh a zo an amzer e lec'h ma rank ar perzhidi ober ar muiañ a gilometradoù a c'hellont ober. Da gentañ e oa digor ar redadeg evit kirri a c'hallfe bezañ gwerzhet da n'eus forzh piv, met bremañ e vez digor ar redadeg d'ar C'hentpatromoù (Renkad Prototype e galleg) ha d'an Touristerezh Bras (Renkad Grand Tourisme e galleg).

Awenet en deus ar redadeg redadegoù-all evel 24 eurvezh Daytona, 24 eurvezh an Nürburgring pe 24 eurvezh Spa ha kevezadegoù zo graet diwar reolennoù 24 eurvezh ar Mañs evel an ALMS pe an ELMS. E-barzh kevezadeg bed an Andur emañ ar redadeg bremañ. Alies e oa bet perzh eus Kevezadeg bed ar C'hirri Sport abaoe 1953 hag abaoe 2012 emañ perzh eus Kevezadeg bed an Andurañs.

Ar redadegAozañ

 
Linenn ar standoù

Dalc'het e vez e miz Even, pa vez an noz en he hirañ, met d'ur mare ma c'hell an amzer bezañ tomm, goude ma ra glav alies a-walc'h d'ar mare-se eus ar bloaz. Komañs a ra ar redadeg e-kreiz an endervezh d'ar Sadorn hag echuiñ a ra d'ar memes eur d'ar Sul. Bep an amzer e oa bet daleet ar redadeg, e miz Gwengolo e 1968 pe d'an hevelep miz e 2020 abalamour da Bedreuziad COVID-19 e 2019-2020.

En amzerioù modern e reder alies war-dro 5000 km, gant ar rekord bet graet e 2010 gant 5410 km, c'hwec'h gwezh hirder Indianapolis 500 ha triwec'h gwezh hirder ur Priz Bras Formulenn 1. Poaniañ a ra ar skipailhoù hag ar vlenierien evit mont ar fonnusañ posupl en ur chom hep kaout kudennoù mekanik hag en ur verañ an eoul-tan hag ar bandennoù-rod kenkoulz hag ar stardoù. Testiñ a ra ivez andurañs ar vlenierien a rank redek div eurvezh diouzh renk pe muioc'h.

Ar c'hirriAozañ

War-dro 60 karr a c'hell redek, met n'int ket holl eus ar memes rummad. Rummadoù diseurt a zo bet met bremañ n'eus nemet pevar, daou eus ar rummad Kentpatromoù (Le Mans Prototype 1 pe LMP1 ha Le Mans Prototype 2 pe LMP2), ha daou eus ar rummad Touristerezh Bras (Grand Tourisme e galleg, Grand Tourer e saozneg) (GT Endurance Pro evit ar vlenierien a vicher ha GT Endurance AM evit ar re n'int ket) a heul reolennoù ar FIA GT2. An holl a red asambles, met loreet e vez un trec'hour e pep rummad ouzhpenn an trec'hour hollek. Ar rummad pouezusañ eo an LMP1, hag alies mat e teu an trec'hour eus ar rummad-se. A-wezhioù avat e trec'h unan eus ar rummadoù all a drugarez d'ur fiziout gwelloc'h.

Da bep rummad ez eus reolennoù disheñvel met un nebeud a zo boutin. Pep karr a dlee kaout daou varazh, pe da nebeutañ gallout kaout un eil barazh. Daou zor nemetken zo aotreet evit ar c'hirri serr, evit ar re zigor n'eus ket ezhomm eus dorioù. Adalek 2014 e rank bezañ serr an holl girri ar rummad LMP1 ha memes tra en LMP2 abaoe 2017. En LMP2 e rank ar skipailhoù redek gant unan eus ar pevar c'hastell-karr aotreet - ORECA, Ligier, Dallara pe Multimatic/Riley - asambles gant ur c'heflusker Gibson V8 4.2 litrad. N'eus ket a reolennoù a seurt-se en LMP1 ha dre m'int skañvoc'h, galloudusoc'h ha luzietoc'h e-keñver an aerodinamik ez eont kalz buanoc'h eget an LMP2. Aotreet int da implijet an teknologiezh daou-nerzh. E 2020 e oa bet lakaet e plas ur sistem kevatalder etre an otoioù LMP1 dre ma vanke a saverien-kirri er rummad-se.

Raktreset eo erlec'hiañ ar rummad LMP1 a-benn 2021 gant ar rummad Hiperkarr (Hypercar e saozneg pe LMH Le Mans Hypercar) gant reolennoù disheñvel e-keñver an aerodinamik hag ar sistem daou-nerzh. Ouzhpenn d'ar rummad-se e vo lakaet ouzhpenn a-benn 2022 un isrummad LMDh (Le Mans Daytona h) gant doareoù heñvel a c'hello redek e Stadoù-Unanet ivez.

Ar vlenierienAozañ

 
Skeudenn ar vlenierien e 2018

Da gentañ ne oa reolenn ebet evit ar vlenierien, ha, ma oa implijet da nebeutañ daou vlenier gant pep skipailh e-pad ar bloavezhioù kentañ, e voe klasket gant tud zo (Pierre Levegh hag Eddie Hall da skouer) ober ar redadeg a-bezh gant ur blenier nemetken, evit mirout amzer eus cheñchamantoù blenierien. Berzet e voe se diwezhatoc'h. E fin ar bloavezhioù 1980 e voe embannet e voe ret d'an holl skipailhoù lakaat tri blenier da redek hag arabat e voe redek muioc'h a beder eurvezh diouzh renk hag ouzhpenn se e voe berzet redek e-pad muioc'h a bevarzek eurvezh, evit klask gwellaat ar savete.

Er bloavezhioù 1990, abalamour da dizh an otoioù hag o welet pegen skuizh e oa ar vlenierien e voe divizet ne c'hellje ket ar vlenierien bleniañ e-pad ouzhpenn 240 munutenn war ur prantad 6 eurvezh. En ur labourat mat e c'helle ar skipailhoù implijet daou vlenier nemetken (evel Jeroen Bleekemolen ha Cooper MacNeil e 2014) met chom a reas ar boaz da redek gant tri blenier. Ur cheñchamant all a voe graet e 2017 evit leuskel an ofisourien da rediañ ar vlenierien da chom hep redek ouzhpenn 80 munutenn diouzh renk ha d'ober ehanoù 30 munutenn ma vez tommoc'h an aer eget 32° C.

Kustumoù ha reolennoù dibarAozañ

 
Ar gomiserien o saludiñ ar vlenierien e 2010

Goude ma oa perzh eus Kevezadeg bed ar C'hirri Sport e oa reolennoù disheñvel d'ar redadeg e-keñver an doare da redek hag ar surentez abalamour d'he hirder, met pas hepken. E-pad meur a zegad e ranke an holl otoioù redek un eurvezh-pad hep lakaat dourennoù en oto - da skouer eoul pe dourenn-yenaat - hep kontañ an eoul-tan. Soñj an ACO a oa rediañ ar saverien-kirri da sevel otoioù fiziapl. Ar re ne oant ket gouest da badet kement a amzer hep adlakaat dourennoù a c'helle tapet ur c'hastiz.

Ur reolenn dibar d'ar Mañs eo e rank an otoioù bezañ mouget pa chomont a-sav er standoù da lakaat eoul-tan. Un doare da greñvaat ar surentez eo dre ma n'eus ket kement a riskloù da gaout ur gwalldan met un doare eo ivez da brouiñ pegen fiziapl eo an otoioù dre ma vez start adlakaat an otoioù da vont e-pad ur redadeg. Ouzhpenn d'ar reolenn-se eo difennet d'ar mekanikourien labourat war an oto pa vez lakaet eoul-tan enni, estreget evit sikour ur blenier da vont kuit eus an oto pe da vont e-barzh dre ma c'hellont en ober e-pad ma vez adlakaet eoul-tan e-barzh an oto. Adalek 2009 e voe lakaet reolennoù ouzhpenn : n'eo aotreet nemet daou vekanikour d'ober war-dro an oto war al linenn-standoù. A-walc'h eo evit cheñch ar rodoù met ma fell d'ur skipailh ober muioc'h a draoù war an oto pe gounid amzer ma vez da dresañ un dra bennak e rank kas an oto e-barzh ar c'harrdi. Talvezet a ra ar reolennoù-se evit Kevezadeg bed an Andurañs ivez.

Kustumoù dibar d'ar Mañs a zo ivez, da skouer d'an disparti ma vez diskouezet ar banniel triliv d'ar vlenierien tra ma tremen aerlistri-jet dreist al linenn-zisparti o kas mogedoù glas-gwenn-ruz. E fin ar redadeg e vez diskouezet holl bannieloù-surentezh gant komiserien ar redadeg evit reiñ o gourc'hemennoù d'ar vlenierien.

Ganet e oa bet er Mañs ivez ar c'hustum da c'hlebiañ an dud tro-dro gant champagn. Pa oa bet tapet an trec'h gant Dan Gurney asambles gant A.J.Foyt e 1967 en doa gwelet en traoñ ar podiom rener Ford Henry Ford II, rener ar skipailh Caroll Shelby asambles gant ur strollad kazetennerien o doa diouganet ez aje o redadeg da fall. Hejañ a reas Gurney ar voutailhad champagn warno.

DeiziadoùAozañ

Aozet e voe ar redadeg kentañ d'ar 26-27 a viz Mae 1923 met redet e vez diouzh boaz e miz Even abaoe - war-bouez e 1956 pa voe aozet e miz Gouere, e 1968 pa voe daleet da viz Gwengolo abalamour da zarvoudoù miz Mae, hag e 2020 pa voe redet e miz Gwengolo abalamour da vedreuziad ar C'HOVID-19. Nullet e voe ar redadeg dek gwezh en holl - e 1936 abalamour d'an enkadenn sokial hag ekonomiezh hag etre 1940 ha 1948 abalamour d'an Eil Brezel Bed.

Diouzh e reder d'an eil dibenn-sizhun e miz Even gant an esaeoù hag an abadennoù-titliñ d'ar Merc'her ha d'ar Yaou, goude enselladenn an otoioù a vez dalc'het d'al Lun ha d'ar Meurzh. Ar Gwener zo un devezh diskuizh ma vez diskouezet ar vlenierien en un dibunadeg e kêr Ar Mañs.

Betek 2008 e loc'he ar redadeg d'ar Sadorn da 4e goude merenn, nemet e 1968 pa voe loc'het ar redadeg da 2e goude merenn abalamour ma voe redet ken diwezhat er bloaz, e 1987 ha 2007 pa voe loc'het da 3e eur goude merenn abalamour d'an dilennadegoù. E 2006 e voe loc'het da 5e goude merenn evit tremen etre daou grogad mell-droad. Abaoe 2009 e vez loc'het ar redadeg da 3e nemet e 2020 pa voe loc'het da 2e30 goude merenn dre ma oa bet redet e miz Gwengolo.

RenkadurAozañ

 
Linenn-zisparti an troiad

Da gentañ-penn e trec'he an oto az ae ar pellañ posupl diwar al lec'h m'he doa komañset ar redadeg. Abalamour d'ar reolenn-se e voe tapet Ford e 1966 pa voe goulennet gant ar blenier e-penn Ken Miles leuskel an eil Ford bleniet gant Bruce McLaren da adtapet he dale evit ober ur foto war al linenn-dibenn, Ken Miles o vezañ un tammig dirak Bruce McLaren. Ford McLaren a oa parket pelloc'h eus al linenn-dibenn e penn-kentañ ar redadeg avat ha diwar-neuze he doa redet an hent pellañ e-pad 24 eurvezh. Trec'h e oa gant Ford McLaren hag Amon evit 8 metrad neuze, o lakaat Miles ha Hulme da goll ur redadeg e oant e penn anezhi a-hed an amzer. Dipitusoc'h c'hoazh, Ken Miles en doa tapet an trec'h evit an div redadeg andurañs kentañ e Sebring ha Daytona, gant trec'h ar Mañs en dije bet tapet ur gurunenn-dribl en andurañs war ur bloaz - an hini kentañ oc'h ober an dra-se.

Cheñchet e voe ar reolenn e 1971 pa voe cheñchet an doare da gomañs ar redadeg gant an disparti lañset. Adalek ar bloaz-se emañ trec'h gant an oto az a ar pellañ adalek al linenn-zisparti betek fin an dro diwezhañ. Ar memes linenn-zisparti zo evit an holl neuze. Pa echu div oto gant ar memes niver a droioù e kemerer an oto zo aet ar buanañ. Implijet e voe ar reolenn-se e 2011 pa ne voe nemet 13 eilenn etre an div oto gentañ.

Ouzhpenn d'ar reolenn-se a laka ar renkadur da c'hortoz da vezañ savet e rank an otoioù doujañ da reolennoù all :

  • Ret eo ober an dro diwezhañ buanoc'h eget un amzer-dro kinniget en a-raok. Amjestr eo ar reolenn-mañ avat ha bountet he doa skipailhoù gant otoioù o doa bet ur gwallzarvoud da lakaat anezho da c'hortoz er standoù pe war-bord an hent a-raok lakaat o c'heflusker war elum evit ober an dro diwezhañ daoust d'o freuz evit bezañ listennet e-touez ar re o doa echuet ar redadeg. Difennet e oa bet ober seurt traoù n'eus ket pell zo.
  • 70% eus an hent hollek a rank ober an otoioù ha pa vije bet graet ganto an dro diwezhañ. Ma c'hwitont an dra-se n'int ket koñsideret din da vezañ kontet e-touez an otoioù fiziabl ha buan a red er Mañs.

Evel just, ma vez darvoudoù dic'hortoz e c'hell ar gomiserien kemmañ ar reolennoù-se.

An dispartiAozañ

 
Ar gael mod Le Mans er redadeg 2020

Etre 1923 ha 1970 e oa anavezet ar redadeg evit un doare dibar da gomañs ar redadeg, disparti ar Mañs e anv, pa veze parket an otoioù a-hed linenn ar standoù en epi. Betek 1962 e oa renket na otoioù diouzh ment o c'heflusker met adalek 1963 a voent urzhiet diouzh un abadenn ditliñ. En o sav e chome ar vlenierien en tu all d'an hent da c'hortoz e vije leusket banniel Frañs da gouezhañ. Ur wezh kouezhet e rede ar vlenierien e-barzh o otoioù da vont e-barzh ha da gomañs ar redadeg. Adalek ar bloavezhioù 1960 e teuas da vezañ ur gudenn surentez dre ma ne stage ket ar vlenierien o gouriz surentez atav, goude ma oant nevez a-walc'h. Lod anezho a oa boaz d'ober an troioù kentañ gant o gouriz staget fall dre ma oant o klask ober en ur redek, pe - gwashoc'h - ne oant ket staget tamm ebet, ar pezh a gasas meur a hini d'ar marv gant gwallzarvoudoù penn-kentañ ar redadeg.

Evit gounit amzer e oa bet cheñchet gant Porsche an doare da lakaat ar c'heflusker war elum en ur lakaat an alc'hwez a-gleiz d'ar rod-stur. Gant an dorn-kleiz e lakae ar vlenierien an oto war elum ha gant an dorn-dehou e lakaent an tizh kentañ, o c'hounit un nebeud degvedenn. Stirling Moss eus e du a barke e oto gant an tizh kentañ klikedet. En ur vont e-barzh e lakae ar c'heflusker war elum hep bountañ an anteller. Ul lamm a rae e oto war-raok met ar c'heflusker ne'z ae ket war elum dre ma oa re izel an TdM. Gant an oto o vont war-raok e vounte war an anteller ar pezh a lakae ar c'heflusker war elum.

Lod eus ar vlenierien a savas a-enep an doare-se da gomañs ar redadeg, Jacky Ickx en o zouez. E 1969 e tiskouezas e enebiezh o vale evit mont betek e oto e-lec'h redek. Darbet e oa bet dezhañ kaout ur gwallzarvoud gant oto ur blenier a oa bet buanoc'h met trenkil e kendalc'has da vale betek e oto, o kemer amzer evit stagañ e c'houriz. Ar blenier prevez John Woofle a varvas e-pad an dro gentañ. An trec'h a dapas Ickx.

Cheñchet e voe an doare da gomañs ar redadeg e 1970. Ar memes aozadur e voe nemet edo ar vlenierien e-barzh o oto a-raok, o gouriz staget. Ur wezh leusket banniel Frañs da gouezhañ e c'hellent loc'hañ. Ar bloaz war-lerc'h e voe cheñchet evit un disparti mod Indianapolis, da lavaret eo loc'het goude un dro a-dreñv an oto-surentez.

TroiadAozañ

 
Troiad ar Sarthe gant troiad Bugatti.

Redek a reer 24 eurvezh ar Mañs war Troiad ar Sarthe diwar an anv an departamant. Ur meskaj etre troiad peurbadel hag hentoù foran difennet d'ar publik da vare ar redadeg. Abaoe 1923 e oa bet kemmet an troiad meur a wezh diwar abegoù surentez dreist-holl. Goude ma'z ae e-barzh kêr Ar Mañs e penn-kentañ e voe berraet an troiad evit gwareziñ an arvesterien ha krouet e voe kourb Dunlop ha biraj an Tertre Rouge evit ober al liamm ouzh an troiad kozh betek Mulsanne. E 1990 e voe cheñchet an troiad c'hoazh diwar goulenn an FIA a nac'he aotreañ un troiad ennañ ul linenn reizh hiroc'h eget 2 km. Div gammigell a voe lakaet ouzhpenn neuze war al linenn reizh 6 km, ur raktres a oa bet e preder an aozerien o welet pegen fonnus ez ae an otoioù e fin ar bloavezhioù 1980, betek 405 km/h e fin al linenn reizh. Bremañ ne'z a ket buanoc'h eget 330 km/h. Bremañ eo 13,626 km hed.

Un diforc'h bras zo etre al lodennoù peurbad hag al lodennoù foran eus an troiad. Abalamour ma vez implijet kalz gant an dud n'eo ket peurvat an hentoù foran, n'eo ket plaen-plaen ha dreist-holl e vank eus ar c'homenn a vez lakaet war an troiad gant an otoioù redadeg, da nebeutañ e penn-kentañ ar redadeg, ar pezh a laka ar vlenierien da gaout nebeutoc'h a c'hrip. Ne serrer al lodennoù foran eus an troiad nemet un nebeud eurvezhioù a-raok an esaeoù hag ar redadeg ha digeriñ a reer anezho hogozik diouzhtu goude fin ar redadeg. Berr-tre eo an amzer evit staliañ ha distaliañ an harzoù-surentez tro-dro da lodennoù foran an troiad.

IstorAozañ

Ar redadegoù kentañ (1923-1939)Aozañ

Dalc'het e voe 24 eurvezh ar Mañs kentañ d'ar 26 ha 27 a viz Mae 1923 war hentoù-publik tro-dro d'ar Mañs. Da gentañ-penn e voe raktreset evel un darvoud war tri bloaz da lakaat an dud da c'hounit ar c'hib Rudge-Whitworth en ur sevel un oto gouest da vont ar pellañ war teir redadeg 24 eurvezh. Dilezet e voe ar soñj e 1928 ha lakaet e voe da drec'hour an oto az ae ar pellañ war ur redadeg 24 eurvezh. Blenierien, skipailhoù hag otoioù eus Frañs, Breizh-Veur hag Italia a voe e penn an traoù, gant Bugatti, Bentley hag Alfa Romeo evel ar merkoù gwellañ. Komañs a reas an otoioù da vezañ labouretoc'h e fin ar bloavezhioù 1930, gant Bugatti hag Alfa Romeo o lakaat otoioù kempennet e-keñver an aerodinamik da vont buanoc'h war linenn-reizh Mulsanne. Nullet e voe ar redadeg e 1936 abalamour da Dalbenn ar Bobl hag adarre e 1939 pa darzhas an Eil Brezel Bed. Ne zistroas ket ar redadeg e-pad dek vloaz.

Mare an "harozed" (1949-1969)Aozañ

Goude bezañ adsavet savadurioù an troiad e voe adkroget gant ar redadegoù e 1949 gant interest bras ar saverien-kirri. Trec'h kentañ Ferrari gant an 166MM bleniet gant Luigi Chinetti ha Peter Mitchell-Thomson. E 1953 e voe savet Kevezadeg Bed ar C'hirri-sport, enni redadeg ar Mañs, ha neuze e komañsas saverien-kirri evel Ferrari, Aston Martin, Mercedes-Benz pe Jaguar da gas meur otoioù war un dro da dapet an trec'h war ar saverien all. An doare-se da geveziñ asambles gant reolennoù-surentez ne oant ket mat a gasas war-zu gwalleurioù evel e 1955 pa stokas oto Pierre Levegh en ur mor a arvesterien, 80 anezho a voe lazhet. Diwar ar gwallzarvoud-se e teuas reolennoù-surentez, war ar redadeg met ivez er bed a-bezh. War an troiad e voe distrujet ar standoù da vezañ adsavet un tamm pelloc'h evit ledanaat al linenn-reizh, goude ma ne voe savet tamm harz ebet etre an troiad hag ar standoù. Gwellaet e voe standardoù surentez met fonnusoc'h e voe an otoioù ivez ha dre ma tremenjod eus otoioù-digor da otoioù-serr a gasas anezho en tu all da 320 km/h e Mulsanne. Hanterenn ziwezhañ ar bloavezhioù 1960 a voe merket gant stourm taer Ford ha Ferrari, gant Ford oc'h ober un dae d'ar saver italianat en doa tapet kement a drec'hioù. Ar Ford GT40 a dapas peder zrec'h diouzh renk etre 1966 ha 1969 a-raok ma cheñchas bras ar redadeg hag an otoioù.

Mestroniezh an dieselAozañ

E 2006, goude 5 trec'h gant e skipailh-eñ ha 6 gant e geflusker V8 turbo (dre vBentley), e tivizas Audi ober un dae nevez gant an diesel, un teknologiezh ha oa bet implijet dija en Andur, met didrec'h.

Koulzad nevez adalek 2014Aozañ

Gant ar bloavezh 2014 e krog ur c'houlzad nevez gant reolennoù LMP1 adsavet diwar implij an esañs hag an tredan. Ouzhpenn-se eo bet divizet gant Porsche dont en-dro er redadeg evit difenn e rekord ouzh Audi. Toyota a chomo ivez evit klask gounit ar redadeg.

Roll al loreidiAozañ

Bloavezh Blenierien Skipailh Karr Troioù Pellder Keidenn
Troiad 17,262 km
1923   André Lagache
  René Léonard
Anv skipailh ebet Chenard et Walcker Sport 9 128 2209,536 km 92,064 km/h
1924   John Duff
  Frank Clement
  Duff & Aldington Bentley 3 Litre Sport 8 120 2077,341 86,555 km/h
1925   Gérard de Courcelles
  André Rossignol
Anv skipailh ebet Lorraine-Dietrich B3-6 5 129 2233,982 km 93,082 km/h
1926   Robert Bloch
  André Rossignol
Anv skipailh ebet Lorraine-Dietrich B3-6 6 147 2552,414 km 106,350 km/h
1927   Dudley Benjafield
  Sammy Davis
  Bentley Motors Ltd. Bentley 3 Litrad Super Sport 3 137 2369,807 98,740 km/h
1928   Woolf Barnato
  Bernard Rubin
  Bentley Motors Ltd. Bentley 4½ Litre 4 154 2669,272 km 111,219 km/h
Troiad 16,340 km
1929   Woolf Barnato
  Henry Birkin
  Bentley Motors Ltd. Bentley Speed Six 1 174 2843,83 km 118,492 km/h
1930   Woolf Barnato
  Glen Kidston
  Bentley Motors Ltd. Bentley Speed Six 4 179 2930,663 km 122,111 km/h
1931   Lord Howe
  Henry Birkin
  Lord Howe Alfa Romeo 8C 2300 16 184 3017,654 km 125,735 km/h
Troiad 13,492 km
1932   Raymond Sommer
  Luigi Chinetti
  Raymond Sommer Alfa Romeo 8C 2300 8 218 2954,038 km 123,084 km/h
1933   Raymond Sommer
  Tazio Nuvolari
  Soc. Anon. Alfa Romeo Alfa Romeo 8C 2300 11 233 3144,038 km 131,001 km/h
1934   Luigi Chinetti
  Philippe Étancelin
  Luigi Chinetti / Philippe Étancelin Alfa Romeo 8C 2300 9 213 2886,938 km 120,289 km/h
1935   Johnny Hindmarsh
  Luis Fontés
  Arthur W. Fox / Charles Nichol Lagonda M45R Rapide 4 222 3006,797 km 125,283 km/h
1936 Redadeg freuzet gant harzioù Talbenn ar bobl
1937   Jean-Pierre Wimille
  Robert Benoist
  Roger Labric Bugatti Type 57G Tank 2 243 3287,938 km 136,997 km/h
1938   Eugène Chaboud
  Jean Trémoulet
  Eugène Chaboud / Jean Trémoulet Delahaye 135CS 15 235 3180,94 km 132,569 km/h
1939   Jean-Pierre Wimille
  Pierre Veyron
  Jean-Pierre Wimille Bugatti Type 57S Tank 1 248 3354,76 km 139,781 km/h
1940
betek
1948
Redadegoù freuzet e-pad an Eil Brezel-Bed ha adsevel Bro-C'hal
1949   Luigi Chinetti
  Peter Mitchell-Thomson
  Lord Selsdon Ferrari 166MM 22 235 3178,299 km 132,420 km/h
1950   Louis Rosier
  Jean-Louis Rosier
  Louis Rosier Talbot-Lago T26 Grand Sport 5 256 3465,12 km 144,380 km/h
1951   Peter Walker
  Peter Whitehead
  Peter Walker Jaguar XK-120C 20 267 3611,193 km 150,466 km/h
1952   Hermann Lang
  Fritz Riess
  Daimler-Benz AG Mercedes-Benz W194 21 277 3733,839 km 155,575 km/h
1953   Tony Rolt
  Duncan Hamilton
  Jaguar Ltd. Jaguar C-Type 18 304 4088,064 km 170,336 km/h
1954   José Froilán González
  Maurice Trintignant
  Scuderia Ferrari Ferrari 375 Plus 4 302 4061,15 km 169,215 km/h
1955   Mike Hawthorn
  Ivor Bueb
  Jaguar Ltd. Jaguar Type D 6 307 4135,38 km 172,308 km/h
Troiad 13,461 km
1956   Ron Flockhart
  Ninian Sanderson
  Ecurie Ecosse Jaguar Type D 4 300 4034,939 km 168,122 km/h
1957   Ron Flockhart
  Ivor Bueb
  Ecurie Ecosse Jaguar Type D 3 327 4397,108 km 183,217 km/h
1958   Olivier Gendebien
  Phil Hill
  Scuderia Ferrari Ferrari 250 TR58 14 305 4101,926 km 170,914 km/h
1959   Carroll Shelby
  Roy Salvadori
  David Brown Racing Dept. Aston Martin DBR1 5 323 4347,90 km 181,163 km/h
1960   Olivier Gendebien
  Paul Frère
  Scuderia Ferrari Ferrari 250 TR59/60 11 314 4217,527 km 175,730 km/h
1961   Olivier Gendebien
  Phil Hill
  Scuderia Ferrari Ferrari 250 TRI/61 10 333 4476,58 km 186,527 km/h
1962   Olivier Gendebien
  Phil Hill
  Spa Ferrari SEFAC Ferrari 330 TRI/LM Spyder 6 331 4451,255 km 185,469 km/h
1963   Ludovico Scarfiotti
  Lorenzo Bandini
  Spa Ferrari SEFAC Ferrari 250 P 21 339 4561,71 km 190,071 km/h
1964   Jean Guichet
  Nino Vaccarella
  Spa Ferrari SEFAC Ferrari 275 P 20 349 4695,31 km 195,638 km/h
1965   Jochen Rindt
  Masten Gregory
  North American Racing Team (NART) Ferrari 250 LM 21 348 4677,11 194,880 km/h
1966   Bruce McLaren
  Chris Amon
  Shelby-American Inc. Ford GT40 Mk. II 2 360 4843,09 km 201,795 km/h
1967   Dan Gurney
  A.J. Foyt
  Shelby-American Inc. Ford GT40 Mk. IV 1 388 5232,9 km 218,038 km/h
Troiad 13,469 km
1968   Pedro Rodríguez
  Lucien Bianchi
  John Wyer Automotive Engineering Ford GT40 Mk. I 9 331 4452,88 km 185,536 km/h
1969   Jacky Ickx
  Jackie Oliver
  John Wyer Automotive Engineering Ford GT40 Mk. I 6 372 4997,88 km 208,250 km/h
1970   Hans Herrmann
  Richard Attwood
  Porsche KG Salzburg Porsche 917K 23 343 4607,81 km 191,992 km/h
1971   Helmut Marko
  Gijs van Lennep
  Martini Racing Team Porsche 917K 22 397 5335,313 km 222,304 km/h
Troiad 13,640 km
1972   Henri Pescarolo
  Graham Hill
  Équipe Matra-Simca Shell Matra Simca MS670 15 344 4691,343 km 195,472 km/h
1973   Henri Pescarolo
  Gérard Larrousse
  Équipe Matra-Simca Shell Matra Simca MS670B 11 355 4853,945 km 202,247 km/h
1974   Henri Pescarolo
  Gérard Larrousse
  Matra Gitanes Matra Simca MS670C 7 337 4606,571 km 191,940 km/h
1975   Jacky Ickx
  Derek Bell
  Gulf Research Racing Co. Mirage GR8-Ford Cosworth 11 336 4595,577 km 191,484 km/h
1976   Jacky Ickx
  Gijs van Lennep
  Martini Racing Porsche System Porsche 936 20 349 4769,923 km 198,748 km/h
1977   Jacky Ickx
  Hurley Haywood
  Jürgen Barth
  Martini Racing Porsche System Porsche 936 4 342 4671,83 km 194,651 km/h
1978   Jean-Pierre Jaussaud
  Didier Pironi
  Renault Sport Renault Alpine A442B 2 369 5044,53 km 210,189 km/h
Troiad 13,626 km
1979   Klaus Ludwig
  Bill Whittington
  Don Whittington
  Porsche Kremer Racing Porsche 935 K3 41 307 4173,93 km 173,913 km/h
1980   Jean Rondeau
  Jean-Pierre Jaussaud
  Jean Rondeau Rondeau M379B-Ford Cosworth 16 338 4608,02 km 192,000 km/h
1981   Jacky Ickx
  Derek Bell
  Porsche System Porsche 936 11 354 4825,348 km 201,056 km/h
1982   Jacky Ickx
  Derek Bell
  Rothmans Porsche System Porsche 956 1 359 4899,086 km 204,128 km/h
1983   Vern Schuppan
  Al Holbert
  Hurley Haywood
  Rothmans Porsche Porsche 956 3 370 5047,934 km 210,330 km/h
1984   Klaus Ludwig
  Henri Pescarolo
  Joest Racing Porsche 956 7 359 4900,276 km 204,178 km/h
1985   Klaus Ludwig
  Paolo Barilla
  « John Winter » (L. Krages)
  Joest Racing Porsche 956 7 373 5088,507 km 212,021 km/h
Troiad 13,528 km
1986   Derek Bell
  Hans-Joachim Stuck
  Al Holbert
  Rothmans Porsche AG Porsche 962C 1 367 4972,731 km 207,197 km/h
Troiad 13,535 km
1987   Derek Bell
  Hans-Joachim Stuck
  Al Holbert
  Rothmans Porsche AG Porsche 962C 17 354 4791,78 km 199,657 km/h
1988   Jan Lammers
  Johnny Dumfries
  Andy Wallace
  Silk Cut Jaguar (TWR) Jaguar XJR-9LM 2 394 5332,79 km 221,665 km/h
1989   Jochen Mass
  Manuel Reuter
  Stanley Dickens
  Team Sauber Mercedes Sauber C9-Mercedes-Benz 63 389 5265,12 219,990 km/h
Troiad 13,600 km
1990   John Nielsen
  Price Cobb
  Martin Brundle
  Silk Cut Jaguar (TWR) Jaguar XJR-12 3 359 4882,4 km 204,036 km/h
1991   Volker Weidler
  Johnny Herbert
  Bertrand Gachot
  Mazdaspeed Co. Ltd. Mazda 787B 55 362 4922,81 km 205,333 km/h
1992   Derek Warwick
  Yannick Dalmas
  Mark Blundell
  Peugeot Talbot Sport Peugeot 905 Evo 1B 1 352 4787,2 km 199,340 km/h
1993   Geoff Brabham
  Christophe Bouchut
  Eric Hélary
  Peugeot Talbot Sport Peugeot 905 Evo 1B 3 375 5100,00 km 213,358 km/h
1994   Yannick Dalmas
  Hurley Haywood
  Mauro Baldi
  Le Mans Porsche Team Dauer 962 Le Mans 36 344 4678,4 km 195,238 km/h
1995   Yannick Dalmas
  Jyrki Järvilehto
  Masanori Sekiya
  Kokusai Kaihatsu Racing McLaren F1 GTR 59 298 4055,8 km 168,992 km/h
1996   Manuel Reuter
  Davy Jones
  Alexander Wurz
  Joest Racing TWR Porsche WSC-95 7 354 4814,4 km 200,600 km/h
Troiad 13,605 km
1997   Michele Alboreto
  Stefan Johansson
  Tom Kristensen
  Joest Racing TWR Porsche WSC-95 7 361 4909,60 km 204,186 km/h
1998   Laurent Aïello
  Allan McNish
  Stéphane Ortelli
  Porsche AG Porsche 911 GT1-98 26 351 4775,33 km 199,326 km/h
1999   Pierluigi Martini
  Yannick Dalmas
  Joachim Winkelhock
  Team BMW Motorsport BMW V12 LMR 15 365 4967,90 km 207,000 km/h
2000   Frank Biela
  Tom Kristensen
  Emanuele Pirro
  Audi Sport Team Joest Audi R8 8 368 5007,98 km 208,666 km/h
2001   Frank Biela
  Tom Kristensen
  Emanuele Pirro
  Audi Sport Team Joest Audi R8 1 321 4357,20 km 180,949 km/h
Troiad 13,650 km
2002   Frank Biela
  Tom Kristensen
  Emanuele Pirro
  Audi Sport Team Joest Audi R8 1 375 5130 km 213,068 km/h
2003   Tom Kristensen
  Rinaldo Capello
  Guy Smith
  Team Bentley Bentley Speed 8 7 377 5145,571 km 214,399 km/h
2004   Seiji Ara
  Tom Kristensen
  Rinaldo Capello
  Audi Sport Japan Team Goh Audi R8 5 379 5169,97 km 215,415 km/h
2005   Jyrki Järvilehto
  Marco Werner
  Tom Kristensen
  ADT Champion Racing Audi R8 3 370 5050,5 km 210,216 km/h
2006   Frank Biela
  Emanuele Pirro
  Marco Werner
  Audi Sport Team Joest Audi R10 TDI 8 380 5187 km 215,409 km/h
Troiad 13,629 km
2007   Frank Biela
  Emanuele Pirro
  Marco Werner
  Audi Sport North America Audi R10 TDI 1 369 5036,85 km 209,152 km/h
2008   Rinaldo Capello
  Tom Kristensen
  Allan McNish
  Audi Sport North America Audi R10 TDI 2 381 5192,65 km 216,360 km/h
2009   David Brabham
  Marc Gené
  Alexander Wurz
  Team Peugeot Total Peugeot 908 HDi FAP 9 382 5206,28 km 216,664 km/h
2010   Timo Bernhard
  Romain Dumas
  Mike Rockenfeller
  Audi Sport North America Audi R15+ TDI 9 397 5410,71 km 225,446 km/h
2011   André Lotterer
  Benoît Tréluyer
  Marcel Fässler
  Audi Sport Team Joest Audi R18 TDI 2 355 4838,30 km 201,596 km/h
2012   André Lotterer
  Benoît Tréluyer
  Marcel Fässler
  Audi Sport Team Joest Audi R18 e-Tron quattro 1 378 5151,76 km
2013   Tom Kristensen
  Allan McNish
  Loïc Duval
  Audi Sport Team Joest Audi R18 e-Tron quattro 1 348 4742,89 km
2014   André Lotterer
  Benoît Tréluyer
  Marcel Fässler
  Audi Sport Team Joest Audi R18 e-Tron quattro 2 379 5165,39 km
2015   Nico Hülkenberg
  Earl Bamber
  Nick Tandy
  Porsche Team Porsche 919 Hybrid 19 395 5383,46 km
2016   Romain Dumas
  Neel Jani
  Marc Lieb
  Porsche Team Porsche 919 Hybrid 2 384 5233,53 km
2017   Timo Bernhard
  Earl Bamber
  Brendon Hartley
  Porsche LMP Team Porsche 919 Hybrid 2 367 5001,834 km
2018   Sébastien Buemi
  Fernando Alonso
  Kazuki Nakajima
  Toyota Gazoo Racing Toyota TS050 Hybrid 8 388 5286.888 km
2019   Sébastien Buemi
  Fernando Alonso
  Kazuki Nakajima
  Toyota Gazoo Racing Toyota TS050 Hybrid 8 385 5246,01 km
2020   Sébastien Buemi
  Brendon Hartley
  Kazuki Nakajima
  Toyota Gazoo Racing Toyota TS050 Hybrid 8 387 5273.262 km

RekordoùAozañ

Trec'hioù dre saver-kirriAozañ

Renk Saver-kirri Trec'hioù Bloavezh
1   Porsche 19 1970, 1971, 1976, 1977, 1979, 1981, 1982, 1983, 1984, 1985,
1986, 1987, 1994*, 1996*, 1997*, 1998, 2015, 2016, 2017
2   Audi 13 2000, 2001, 2002, 2004, 2005, 2006, 2007,
2008, 2010, 2011, 2012, 2013, 2014
3   Ferrari 9 1949, 1954, 1958, 1960, 1961, 1962, 1963, 1964, 1965
4   Jaguar 7 1951, 1953, 1955, 1956, 1957, 1988, 1990
5   Bentley 6 1924, 1927, 1928, 1929, 1930, 2003
6   Alfa Romeo 4 1931, 1932, 1933, 1934
  Ford 1966, 1967, 1968, 1969
8   Matra Simca 3 1972, 1973, 1974
  Peugeot 1992, 1993, 2009
  Toyota 2018, 2019, 2020
11   Lorraine-Dietrich 2 1925, 1926
  Bugatti 1937, 1939
13   Chenard et Walcker 1 1923
  Lagonda 1935
  Delahaye 1938
  Talbot-Lago 1950
  Mercedes-Benz 1952
  Aston Martin 1959
  Mirage 1975
  Renault-Alpine 1978
  Rondeau 1980
  Sauber-Mercedes 1989
  Mazda 1991
  McLaren 1995
  BMW 1999
  • E 1996 ha 1997 ne oa Porsche nemet saver keflusker ar c'harr en deus gounezet, gant ur c'hastell-karr TWR. E 1994 a oa awenet kalz an Dauer 962 GT1 gant ar Porsche 962 Groupe C.

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.