Eil Brezel-bed
An Eil Brezel-bed a voe ur brezel a badas etre miz Gwengolo 1939 ha miz Gwengolo 1945 er bed a-bezh. Degaset eo bet gant an emglevioù kamm sinet da-heul ar Brezel-bed kentañ ha gant ar c'hoant ledanaat ha bezañ mistri war o dachennoù-levezon a oa gant broadoù pennañ an Ahel (Alamagn an Nazied, Italia ar Faskourien hag Impalaerezh Japan). Kroget eo d'an 3 a viz Gwengolo 1939 diwar brezelioù lec'hel kent : brezel Spagn adalek an 18 a viz Gouere 1936, ar brezel etre Japan ha Sina d'ar 7 a viz Gouere 1937 hag aloubadeg Polonia gant Alamagn hag URSS (adalek ar 1añ a viz Gwengolo 1939). En un doare ofisiel e krog gant ar brezel ar Frañs hag ar Rouantelezh-Unanet d'an 3 a viz Gwengolo 1939, an URSS e miz Even 1941, abalamour d'an dagadenn alaman, hag ar Stadoù-Unanet d'ar 7 a viz Kerzu 1941, da-heul Pearl Harbor. Lodenn vrasañ broioù ar Bed a zo bet tapet doare pe zoare er brezel-se hag emgannoù a zo bet war bep kevandir. Diwar neuze e stourmas mui pe vui daou du an eil a-enep d'egile : ar gevredidi hag an Ahel. Lakaet e voe un termen d'ar brezel en Europa d'an 8 a viz Mae 1945 goude kodianadur hep diviz an IIIde Reich, hag er bed a-bezh gant kodianadur hep diviz Impalaeriezh Bro-Japan, bro ziwezhañ an Ahel o vrezeliñ, d'an 2 a viz Gwengolo 1945. Brezel brasañ Mad-den eo bet. Tro 100 million a soudarded eus 61 vro o deus stourmet war un 22 vilion kilometrad karrez bennak. 62 villion a dud a zo bet lazhet, siviled al lodenn vrasañ anezho. Estreget ur brezel etre broioù e voe un emgann etre ideologiezhioù ivez, ha setu perak e kenlabouras tud zo gant an enebourien er broioù aloubet pe, er c'hontrol, e voe strolladoù o vont a-enep pennoù-meur o bro e-giz en Alamagn, da skouer. Ur Brezel hollek e voe : kemer a reas perzh ennañ ar soudarded koulz hag ar siviled ha lakaat a reas ar broioù a bep tu da implijout ar muiañ ma c'helljont o nerzhioù armerzhel, politikel, speredel hag o danvez madoù. Biskoazh n'eo bet jedet en un doare resis ar sammad distrujoù bet degaset gant an Eil Brezel-Bed met a-dra-sur ez a en tu all da zistrujoù an holl vrezelioù renet gant Mad-den abaoe ma'z eus anezhañ. Efedoù spontus en deus degaset e speredoù ar poblañsoù ken feuls e voe ar mare-se. Torfedoù-brezel a voe a bep tu, hag int liammet ouzh ur feulster a-berzh an armeoù hag ar polisoù ha ne oa ket bet gwelet biskoazh betek-henn. Diwar youl an Nazied e Alamagn hag hini Impalaeriezh Japan dreist-holl e voe ivez graet torfedoù euzhus a-vil-vern a-enep pobloù a-bezh, ha muntret un niver brasoc'h a dud eget e-pad lazhadegoù kent. Da-geñver an torfedoù-se e oa bet deportet tud e kampoù-bac'h da skouer, kampoù labour ha kampoù ar marv, enno kambreier gaz savet gant an Nazied a-benn lazhañ poblañsoù a-bezh (Yuzevien, Slaved, Tziganed) pe c'hoazh rummadoù tud resis (heñvelrevidi, Testoù Jehovah, tud nammet, ha kement zo). En Azia ivez, ar renad japanat Shōwa a lakaas 10 million a Sinaiz da labourat evit ar c'hKōa-in er Manchoukouo, 200 000 plac'h eus Korea hag ar Reter-pellañ a voe kaset da « frealziñ » ar soudarded ha muntroù siviled a-vil-vern a c'hoarvezas e meur a lec'h, evel e Sina e-pad lazhadeg Nankin da skouer. Gant an Nazied e voe ivez muntret ingal an holl re a yae a-enep d'o folitikerezh e mod pe vod hag respontet e voe d'an tagadennoù a-enep an arme alaman oc'h heskinañ ar siviled. An unanenn japanat 731 ha medisined nazi evel an SS Josef Mengele a arnodas ivez gant Mad-den en un doare euzhus. Bombezadegoù bras a-enep d'ar poblañsoù a c'hoarvezas, gant an Ahel da gentañ (Coventry e Bro-Saoz, Rotterdam en Izelvroioù ; Shanghai, Guangzhou ha Chongqing en Azia) ha gant ar Gevredidi war-lerc'h (Dresden hag Hamburg en Alamagn, Tokyo gant napalm). Evit ar wezh kentañ e voe implijet ar vombezenn atomek a-enep d'ur vro : div vombezenn A kaset gant ar Stadoù-Unanet war siviled o deus tarzhet, an hini gentañ tri devezh war-lerc'h eben, e Hiroshima hag e Nagasaki (Japan). An Eil Brezel-Bed a reas eus ar Stadoù-Unanet hag eus URSS, ar broioù brasañ a oa bet trec'h en emgann-se, riezoù dreist o galloudoù ha lakaet da vistri war ar bed e-pad ar 40 vloaz war-lerc'h. Gwanaet e voe ivez impalaerezhioù Europa ha kregiñ a reas ar prantad didrevadenniñ en Azia, en Afrika hag er broioù arab betek ar bloavezhioù 60. Ar brezel bras diwezhañ-se, pa echuas, a lakaas da ziwan ur mare adsavadur ha berzh ekonomikel ha tamm-ha-tamm ur raktres unaniezh politikel peoc'hel.
![]() Kerzh an Eil Brezel-bed en Europa |



Tud pennañ Aozañ
Adolf Hitler • Joachim von Ribbentrop • Joseph Goebbels • Hermann Göring • Heinrich Himmler • Erwin Rommel • Wilhelm Keitel • Hasso Von Manteuffel • Erich Von Manstein • Otto Skorzeny • Karl Dönitz • Heinz Guderian • Alfred Jodl • Paul Ewald Von Kleist • Albert Kesselring • Walter Von Brauchitz • Franz Halder • Paul Hausser • Hermann Hoth • Hans Günther Von Kluge • Walter Model • Franz Von Papen • Friedrich Paulus • Gert Von Rundstedt
Edward Rydz-Śmigły • Władysław Sikorski
Benito Mussolini • Pietro Badoglio • Galeazzo Ciano di Cortelazzo • Angelo Iachino • Junio Valerio Borghese
Jozef Stalin • Viatcheslav Molotov • Kliment Vorochilov • Gregor Joukov • Ivan Koniev • Rodion Malinovski • Kirill Meretskov
Franklin Delano Roosevelt • Dwight D. Eisenhower • George Patton • Omar Bradley • William Halsey • Thomas Cassin Kinkaid • Douglas MacArthur • George Marshall • Troy Middleton • Chester Nimitz
Winston Churchill • Bernard Montgomery • Louis Mountbatten • Sir Harold Alexander • Sir Claude Auchinleck • Sir Alan Cunningham • Sir Andrew Cunningham • Sir Arthur Harris • Frank Messervy
Leopold III (Belgia) • Hubert Pierlot • Julien Lahaut
Philippe Pétain • Charles de Gaulle • Pierre Laval • Jean Moulin • Alphonse Juin • Philippe Leclerc • Charles Huntziger • Henri Giraud • Marie-Pierre Kœnig • Jean de Lattre de Tassigny • Charles Mast • Joseph de Goislard de Monsabert • Charles Noges
Lin Biao • Mao Zedong • Zhou Enlai
Pêr II eus Yougoslavia • Draja Mihailovitch
Renya Mutaguchi • Shoji Nishimura • Jisaburo Ozawa • Sakurai • Saburo Sakai • Taikaishi Sakai • Keiji Shibasaki • Kenji Doihara • Hirohito • Heitaro Kimura • Iwane Matsui • AkiraMuto • Kenryo Sato • Yoshijiro Umezu • Takasumi Oka • Kingoro Hashimoto • Yasuhito Chichibu • Nobuhito Takamatsu • Tsuneyoshi Takeda • Shiro Ishii • Koki Hirota • Hideki Tojo • Kuniaki Koiso • Yoshijiro Umezu • Toshio Shiratori • Shigenori Togo • Kanji Ishiwara • Mitsumasa Yonai • Isoroku Yamamoto
Tudennoù all Aozañ
- E Breizh
Olier Mordrel • Frañsez Debauvais
- Politikourien pe vrezelourien
Albert Speer • Rudolf Höss • Reinhard Heydrich
- Skrivagnerien
Lec'hioù Aozañ
Auschwitz • Dukark • El Alamein • Hiroshima • Katyn • Monte Cassino • Nagasaki • Pearl Harbor • Stalingrad
Emgannoù pennañ Aozañ
Koulzad brezel Polonia (1939) • Emgann Norvegia • Emgann Bro-C'hallEmgann Frañs • Emgann Abbeville • Emgann Dukark • Emgann Bro-Saoz • Emgann Kreta • Oberiadur-brezel BarbarossaTaol Barbarossa • Seziz Leningrad • Emgann Stalingrad • Emgann Koursk • Emgann Bir Hakeim • Dilestradeg Dieppe • Emgann Guadalcanal • Dilestradeg Norzh Afrika • Putsch an 8 a viz Du 1942 • Taol Torch • Emgann El Alamein • Dilestradeg Sikilia. 1943-1945 • Taol Shingle • Dilestradeg Normandi • Taol Market Garden • Dilestradeg Provañs (Taol Anvil Dragoon) • Emgann Authion • Emgann Monte Cassino • Dieubidigezh Belgia hag an Izelvroioù. 1944-1945 • Emgann an Ardenned (pe Battle of the Bulge) • Emgann Hurtgen Forest • Emgann Berlin • Emgann Leyte • Emgann Peleliu • Emgann Saipan (1944) • Emgann Iwo Jima • Emgann Okinawa • Emgann Taierzhuang • Emgann Wuhan • Emgann Changsha
- Emgannoù war vor
Emgann Mers el Kebir • Emgann Rio de la Plata • Emgann kentañ Narvik • Eil emgann Narvik • Emgann an Atlantik (1940) • Emgann Beg Matapan • Arsailh war Pearl Harbor • Emgann Mor Koural • Emgann Midway • Emgann Guadalcanal • Emgann plegmor Leyte
- Bombezadegoù pennañ
Hamburg • Taol Gomorrah • Berlin • Dresden • Ruhrgebiet • Köln • Baedeker • Londrez (Blitz ha bombezadegoù V1 (fuc'hell)V1 ha V2) • Chongqing • Shangai • Bombezadeg Hiroshima • Bombezadeg Nagasaki • Tōkyō • Varsovia • Rotterdam • Coventry
- Kêrioù Breizh : Brest • an Oriant • Naoned • Roazhon • Sant-Maloù • Sant-Nazer.
Levrlennadur Aozañ
- KOSTIOU Jeremi, 1940, dalc'homp soñj !, e-barzh Ya !, niv. 414, miz Mae 2013, p. 10.
- KOSTIOU Jeremi, Mirdi ar rezistañs en arvar, e-barzh Ya !, niv. 424, miz Gouere 2013.
Dielloù Aozañ
- (fr) L'Ouest en mémoire (INA) - Un diell graet gant gouarnamant Vichy diwar-benn sikour an Alamaned evit adsevel Frañs.
- (fr) L'Ouest en mémoire (INA) - Frañch-Lois Le Berre a gont penaos e oa er c'hampoù-bac'h.