Mitsumasa Yonai
Mitsumasa Yonai (米内光政) (bet ganet d'an 2 a viz Meurzh 1880 ha marvet d'an 20 a viz Ebrel 1948) oa un amiral eus morlu impalaerel Bro-Japan ha politikour. 37vet kentañ ministr Japan eo bet adalek ar 16 a viz Genver betek an 22 a viz Gouere 1940.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Japan |
Anv e yezh-vamm an den | 米内光政 |
Anv-bihan | Mitsumasa |
Anv-familh | Yonai |
Anv e kana | よない みつまさ |
Deiziad ganedigezh | 2 Meu 1880 |
Lec'h ganedigezh | Morioka |
Deiziad ar marv | 20 Ebr 1948 |
Lec'h ar marv | Morioka |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Tanijenn skevent |
Pried | Koma Yonai |
Kar | Ren'ichi Takenaka |
Yezhoù komzet pe skrivet | japaneg |
Yezh implijet dre skrid | japaneg |
Micher | politiker |
Implijer | Naval War College |
Karg | Kentañ Ministr Japan |
Bet war ar studi e | Imperial Japanese Naval Academy, Naval War College |
Strollad politikel | independent politician |
Relijion | Shintoegezh |
Grad milourel | amiral |
Brezel | Brezel etre Japan ha Rusia |
Skour lu | Morlu Impalaeriezh Japan |
Prizioù resevet | Order of the Rising Sun, 1st class, Order of the Golden Kite |
Yaouankiz ha buhez er morlu
kemmañYonai a zo bet ganet e kêr Morioka, en ur familh e-lec'h ma oa gwechall samuraied uhel o ren war domanioù Morioka. Mont a reas e akademiezh ar morlu impalaerel e 1901, hag uhelaet e voe e renk da zanvez ofisour e Genver 1903. Kemer a reas perzh er brezel etre Japan ha Rusia etre 1904 ha 1905, ma voe uhelaet e renk da letanant e miz Gouere 1904.
Goude-se e voe uhelaet c'hoazh e miz Kerzu 1912, tremen a reas dre Skol-vrezel ar Morlu hag uhelaet e voe c'hoazh, da renk renabler milourel a-benn bezañ kaset da Impalaeriezh Rusia ha Polonia e pad ar Brezel-bed Kentañ, etre 1915 ha 1917. Anvet e voe da gomandant, ha goude diskar an Impalaeriezh rusian e voe adgalvet e Japan a-benn bezañ lakaet e penn tachenn morlu Sasebo.
E 1918 e erruas e-barzh strollad pennoù bras ar Morlu japanat ha anvet e voe da gabiten e 1920. Kabiten al lestr-brezel Mutsu e voe eus miz Du 1924 betek miz Kerzu 1925, e-lec'h ma voe anvet e penn eil morlu Bro-Japan gant ar renk a eil-amiral. Estreget-se e kemeras perzh e kuzul teknikel ar Morlu.
E miz Kerzu 1928 e voe anvet da gentañ komandant ar rummad listri-arsailh, ha kaset betek ar stêr Yangtze e Sina. Goude e drec'h war ar Sinaiz e voe uhelaet d'ar renk a iz-amiral e miz Kerzu 1930 ha kaset e penn morlu Chinkai e Korea.
Lakaet e voe e penn trede morlu Japan e miz Kerzu 1932, goude tachenn morlu Sasebo (miz Du 1933), eil morlu Bro-Japan (miz Du 1934), tachenn morlu Yokosuka (miz Kerzu 1935), hag e penn ar morlu koublet ha kentañ morlu Bro-Japan e miz Kerzu 1936. Pa oa e penn ar strolladoù listri-mañ, ha goude gwallzarvoudoù an Tomozuru, e voe bet lakaet war-wel e kroge bigi morlu Bro-Japan da vezañ kozh hag e oa ret cheñch anezho. Lakaet e voee plas ur c'huzul a-benn ober al labour-se ha cheñchamantoù a voe graet war stumm re simpl al listri brezel.
Ministr ar Merdeadur
kemmañYonai a zeuas da vezañ amiral e miz Ebrel 1937 ha ministr ar Merdeerezh dindan renad ar c'hentañ ministr Hayashi Senjuro er memes bloaz. Kenderc'hel a reas da labourat er c'harg-mañ dindan ar c'hentañ ministred all evel Konoye Fumimaro ha Hiranuma Kiichiro betek miz Eost 1939. Goude, pa voe anvet Abe Nobuyuki da gentañ ministr, Yonai a voe kaset d'ar c'huzul-brezel uhel. Pa oa ministr e oa brudet evit e brezegennoù savet ha skrivet ar berrañ posupl en e bouez-mouezh eus Nambu.
Yonai oa ankeniet pa wele an darempredoù etre ar Rouantelezh-Unanet, ar Stadoù-Unanet ha Japan o vont war washaat, ha dreist-holl pa voe gwallgaset dreistelezh arme Bro-Japan gant stad fall an traoù war dalbenn Sina. Yonai a glaskas kas ur bolitikerezh a beoc'h etre ar broioù da benn, met degas a reas kalz a gudennoù dezhañ digant ar vroadelourien strizh. Evel Isoroku Yamamoto, klasket e voe meur a wech drouklazhañ anezhañ. Met soñjal a rae dezhañ e oa un dra a-bouez evit Japan kaout ur vag kreñv-kenañ evel ar Yamato (kreñvañ bag ar prantad istorel-mañ er bed a-bezh) a-benn kempouezañ an traoù war an dachenn vilourel etrevroadel.
Kentañ ministr
kemmañYonai a voe anvet da gentañ ministr Japan d'ar 6 a viz Genver 1940. D'ar mare-se e strivas evit kreñvaat al liammoù etre ar Stadoù-Unanet, Rouantelezh-Unanet ha Japan a-benn staliañ ur aergelc'h a beoc'h etre ar broioù-se, hag e enebas ouzh mennozh an emglev gant an Alamagn nazi ha Italia faskour. Met rankout a reas reiñ e zilez an 21 a viz Gouere 1940, dreist-holl abalamour ma voe rediet d'en ober gant ar vroadelourien ha rannoù a stourme evit un emglev gant Alamagn, hag a voe sinet diwezhatoc'h, ar 27 a viz Gwengolo 1940.
Labour bolitikel
kemmañYonai a labouras evel dilennad e burev ar c'hentañ ministr, ha distreiñ a reas d'e bost ministr eus ar Merdeerezh dindan ar c'hentañ ministr Koiso Kuniaki adalek an 22 a viz Gouere 1944, betek ma kouezhas Saipan dindan argadoù an arme stadunanat. Goude-se e kendalc'has da labourat evit ar c'hentañ ministr Suzuki ha Shigenori Togo betek disklêriadur Potsdam. Adalek miz Eost 1945 e renas al labourioù distruj hollek eus morlu impalaerel Bro-Japan.
Abaoe pell, Yonai a c'houzañve kudennoù gant e wazhiennoù-kas, met mervel a reas diwar un danijenn-skevent e 1948, pa oa 68 bloaz. E vez zo en e rannvro c'henidik, Morioka. Roet eo bet dezhañ medalenn ar Sarpant-nij (kentañ renk) aour hag anvet eo bet e-barzh Urzh ar Sav-heol.
Levrlennadur
kemmañ- (fr) Iwao Seiichi (ha reoù all), Dictionnaire Historique du Japon, Levrenn 20, 1995, p. 98