Isoroku Yamamoto (japaneg: 山本五十六, Yamamoto Isoroku, ganet d'ar 4 a viz Ebrel 1884 hag aet da anaon d'an 18 a viz Ebrel 1943, a oa un amiral japanat e-pad hanterenn gentañ an Eil brezel bed. Bet eo unan eus tud pouezusañ istor an Eil Brezel-bed. E penn morlu Japan e oa ha gantañ e voe aozet bombezadeg dic'hortoz Pearl Harbor.

Isoroku Yamamoto
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhJapan Kemmañ
LealdedImpalaeriezh Japan Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den山本五十六 Kemmañ
Anv-familhYamamoto Kemmañ
Anv e kanaやまもと いそろく Kemmañ
Deiziad ganedigezh4 Ebr 1884 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNagaoka Kemmañ
Deiziad ar marv18 Ebr 1943 Kemmañ
Lec'h ar marvBougainville Island Kemmañ
Abeg ar marvKilled in action, ditching Kemmañ
Lec'h douaridigezhTama Cemetery Kemmañ
Yezh vammjapaneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetjapaneg, saozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridjapaneg Kemmañ
Micherofiser Kemmañ
Bet war ar studi eSkol-veur Harvard, Naval War College, Imperial Japanese Naval Academy Kemmañ
Deroù ar prantad labour1904 Kemmañ
Grad milourelamiral Kemmañ
BrezelBrezel etre Japan ha Rusia, emgann Midway, Eil Brezel-bed, Operation Vengeance Kemmañ
Skour luMorlu Impalaeriezh Japan Kemmañ
Military casualty classificationKilled in action Kemmañ
Rummad tostCategory:Cultural depictions of Isoroku Yamamoto Kemmañ
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
Isoroku Yamamoto

Alies-kenañ e vez kontet e-touez gwellañ strategourien an Eil Brezel-bed. Komprenet en doa buan ar pezh a roe al listri-spluj hag an dougerioù kirri-nij an tu d'ober. Rakwelet en doa fin mestroni hag aotrouniezh Bro-Japan er Meurvor Habask (hervezañ ne badfe nemet c'hwec'h miz pe ur bloavezh, ar pezh a oa gwir peogwir c'hwec'h miz goude tagadenn Pearl Harbor, ar Japaniz a oa trec'het en emgann Midway).

Betek ar fin eo chomet leal d'an impalaeriezh memes m'en doa komprenet penaos e echufe ar brezel. Mervel a reas d'an 18 a viz Ebrel 1943 pa oa distrujet ar bombezer a gase anezhañ hag ar c'hirri-nij a ambrouge anezhañ gant un dagadenn amerikan savet a-ratozh.

E yaouankiz

kemmañ

Isoroku Sadayoshi a zo ganet d'ar 4 aviz Ebrel 1884 e Nagaoka e rannvro an Niigato. E dad Takano Sadayoshi a oa ur samourai a renk izel e rannbarzh Nagoaka. "Isoroku" a zo ur ger e henjapaneg a dalvez 56 pe an oad a oa gant e dad da vare e ganedigezh.

E 1916 e oa bet degemeret gant ar familh Yamamoto hag en doa kemeret o anv. Gouzout a ouie ar familhoù hep mab advabañ paotred yaouank evit ned afe ket o anv da get. Dimezet eo e 1918 gant Reiko Misashi. Ganti en do daou vab ha div verc'h.

Penn kentañ e hent er morlu

kemmañ

E 1901 en akademiezh ar morlu e Etajima (ul lodenn eus Hiroshima) hag e oa diplomet e 1904. E 1905, e-pad ar brezel Russed-Japaniz e kemer perzh en emgann Tsouhima evel martolod er Nisshin. D'ar 27 a viz Mae 1905, goude tarzhadenn ar c'hanolioù e koll Yamamoto daou viz eus e zorn dehou hag un tamm eus e c'har dehou hag ez eo tizhet gant 120 skolpad houarn. Goude ar brezel e servijo war meur a vag all. Etre 1907 ha 1908 e heulio kentelioù e skol an torpilherezh.

E 1911 ez aio da heuliañ kentelioù a renk B e skol ar morlu Tsukij ha da-heul e A adalek 1916 a-benn sevel e renk ar morlu. Da c'houde ez aio er SUA e skol-veur Haward etre 1919 ha 1921. Labouret en deus evel labourer-douar e Dartmouth er Massachusetts. Labourat a raio goude evel eil kabiten war ar Kitakami, gant an ofiserien-se ez aio da Europa ha da Amerika evel eil un amiral etre 1923 ha 1924. Da c'houde e vo eilkomandant en ur c'hamp aerlu ar morlu.

Etre 1925 ha 1929 e laboure Yamamoto e kannati Japan e Washington. E 1928 e voe roet dezhañ ur post komandant war ar vag douger kirri-nij Akagi. Goude-se e voe lakaet e penn an teknikoù aeronotek e morlu Japan betek 1933. Da c'houde e voe eil Amiral an Akagi e 1933.

Goude e labour diplomatek e-pad emgav Londrez war dizarmadur ar morlu e vo e penn an aeronotek er morlu japanat. Dont a raio da vezañ eil ministr ar morlu e 1936, chomm a raio er post-se betek ma teufe da vezañ e penn ar morlu. Chomm a raio e penn an aeronotek betek 1939 ouzhpenn d'e gargoù all.

Diaz an eil brezel bed

kemmañ

Daoust dezañ bezañ plijet ha liammet gant ar SUA dre e labour diplomateg e kannati Washington e vo Yamamoto liammet en un doare eeun pe ameeun e raktres ar brezel a enep ar SUA. Met e perzh e pad emgav Londrez e 1930 a vo gwelet evel ur c'hwitadenn evit al lu Japanad dre ma n'en deus ket paket ar Japan ar parentezh gant ar SUA war ar morlu. Ha enep penn eo bet Yamamoto gant trevadennadenn Manchouria e 1931 hag a enep ar brezel e Sina e 1937. Ne oa ket adu kennebeut evit an emglevioù etre Japan, Alamagn Hitler hag Italia Mussolini.

E 1937 d'an 12 a viz kerzu e voe bombezet an USS panay e-kichen aodoù Sina. An dagadenn se, penn kentañ ar brezel etre SUA hag Japan en deus rannet ar gouarnamant Japanad ha digoret un tabut taer gant SUA.

En em zigareziñ a raio Yamamoto da gannad ar Stadoù-Unanet, Joseph C Crew. Lavaret eo bet a bep tu e oa ur gwallzarvoud memes ma oa gant ar Stadoù-Unanet prouennoù a walc'h diwar-benn c'hoantoù ar Japan. Yamamoto a zo bet kalz adlakaet e gont goude se el lu hag en deus klasket un nebeut e ziskar. D'ar 15 a viz du 1940 e vo lakaet Amiral. Displeget en deus e vefe diaes trec'hiñ ar Stadoù-Unanet goude c'hwec'h miz emgann da Gonoe Fumimaro a oa kentañ ministr ar Japan d'ar mare se. Gwelet eo bet Da c'houde dre ar fedoù e oa ar wirionez gantañ. E miz Even 1942 c'hwec'h miz goude tagadenn Pearl harbor e vo trec'het arme Bro-Japan e Midway (gwelet eo an emgann se evel an emgann a-bouez e brezel ar meurvor Habask).

Ar pezh en deus cheñchet e keñver teknologiezh ha strategiezh

kemmañ
 
Yamamoto e penn kentañ ar bloavezhioù 1940

Yamamoto a zo bet a-enep savidigezh an div vag meur ar Yamato hag ar Musashi a oa gwelet gantañ evel koustus ha didalvez. N'eo ket bet gwelet mat evit ar sonjoù se a oa gwelet evel kilsellour. Yamamoto a oa kentoc'h evit sevel meur a bigi doug kirri-nij. Diskouezhet en deus ar brezel e oa ar gwir gantañ dre me deus bet ar bigi bras evel ar Yamato ur perzh gwann tre war ar brezel hag int bet distrujet gant kirri-nij.

Yamamoto a zo bet e karg eus un nebeut a cheñchamantoù a bouezh e aeronotik ar morlu. Liammet e vez alies anv Yamamoto gant ar bigi doug kirri-nij abalamour d'ho perzh e pad an dagadenn war Pearl Harbor hag e Midway. Met an araokadennoù pennaén degaset gant Yamamoto a zo bet evit ar c'hirri-nij hag a loc'he eus an douzr evel ar bombezenerien G3M (1935) hag ar G4M (1939). E c'hoantoù a oa da hirraat an hent a oa tu d'ar c'hirri nij ober hag o galloudegezh da dezougenn torpilhoù ha benn herzel ar morlu er mor uhel. Savet eo bet da heul bombezenerien efedus tre met ar gudenn ha oa gant ar c'hirri-nij e garg eus o difenn dre ma oant deeuet da vezañ re bonnner gant ar c'hementad a eoul maen e oa ret dezho kemeret evit ar bombezenerien en deus savet ar gudenn se kudennoù setu perak ez eo bet lezanvet ar G4m "dirrenn ha nij" al lezanv se a zo ur mouzfent dre ma'z eo marvet Yamamoto en ur c'harr-nij evel se. Ret eo bet gortoz ijinadenn an A6M lzanvet zero evit gelout heuliañ ar bombezenerien en o veajioù hir met ur gudenn bras e oa gant ar c'hirri-nij se dre ma oa aes tre plantañ an tan e-barzh disoc'hoù drastus en deus bet e pad ar brezel.

E miz genver 1941 e kinnigas Yamamoto ur strategiezh nevez evit ar morlu. E pad 20 vloaz, pennoù ar morlu a d'oa ragtresset ur strategiezh diazezet war un dagadenn gant bigi skañv, listri spluj ha gant kirri-nij staliet war an douar. Ar strategiezh se a oa sañset bezañ heuliet betek trec'hiñ d'un taol ar morlu Amerikan hag a vefe bet gwanaet er zonenn etre inizi Ryukyu ar c'hornog hag an inizi Marianne ar reter.

Diazezet diwar an teknikoù European a dreist holl diwar tagadenn porzh Italian Tarente gant ar Rouantelezh Unaned e miz du 1940 hag emskiant eus an dreistelezh teknik ha fetis a oa gant ar SUA e tivizas Yamamoto da gemm ar ragtress se.

Difenn a raio ar fed e vefe ret skeign un taol bras da gentañ tout heuliet gant un emgann final gant ur strategiezh argad kentoc'h evit ur strategiezh difenn. Soñjet en deus Yamamoto e vefe dipitet an Amerikaned diwar ar c'holioù trumm e penn kentañ ar brezel hag e vefe ar c'hoantganto parlamantiñ. Gwelet ez eo bet da heul n'eo ket bet mad ar strategiezh se dre ma'z eo bet da torret al liammoù diplomatek goude tagadenn Pearl Harbor. Liammet gant ar fed a vefe bet erruet an diskleriadenn brezel goude an dagadenn sa eo diorroet ar spered anvet "remember Pearl Harbor" hag ar c'haont gant ar SUA d'en em veñjiñ deus an dagadenn dre guzh se. Gwelet e vez mad an darvoud se er film "Tora!Tora!Tora!" e lerc'h ma lavar Yamamoto (c'hoariet gant Sô Yamamure)"Aon m'eus da vezañ diunet ur ramz kousket". N'eo ket sur en defe lavaret se Yamamoto met, diskkleriet en deus diwar benn ar brezel a enep ar SUA " Gelout a rin paboc'hiñ e pad c'hwech miz... goude se ne mo spi ebet mui da drec'hiñ".

Diaes eo bet d'ar pennoù bezañ a-du gant Yamamoto met a benn ar fin e vo kendrec'het an amiral Osami Nagano. Kregiñ a reas ar c'hentañ aerlu da brientiñ an dagadenn war Pearl Harbor.

Evel ma oa bet rag treset gant Yamamoto e tagfe 6 vag doug kirri-nij d'ar 7 a viz kerzhu 1941 dre div wagenn a 353 karr-nij war Pearl Harbor hag Hawaii. An dagdenn a zo bet ur berzh bras evit ar Japaniz dre ma oa bet kaset d'ar strad peder Kuirasek hag en deus harzhet diorroadur ar morlu Amerikan er meurvor Habask. Ar bigi Doug kirr-nij a oant poentoù a bouezh en tagadenn met, n'int ket bet laket evel pouezhusoc'h evit ar bigi al war kartenn an objekifoù.

Evit gwir ez eus bet kaset d'ar strad: pemp Kuirasek, teir all a zo bet damm distrujet ha dek vag all a zo bet kaset d'an traoñ. Dipitet eo bet memes tra Yamamoto gant Nagumo Chuichi a oa e penn an dagadenn dre ma ne oa ket bet distrujet ar bigi a ne oant ket er porzh hag re dister e oa bet ar bombezenadur war al lec'hioù strategel eus Oahu. Nagumo a oa laouen gant ar c'holloù bras a oa bet graet d'ar morlu Amerikan. N'eo bet kollet gant ar Japaniz nemet 29 karr-nij padal e oa bet rakwellet ur c'holl a daou vag ganto.

Met ne oa ket tu da Yamamoto da gourdrouziñ Nagumo dre ma oa un nebeut kudenioù ( nebeut a armoù evit tagañ lec'hioù stretegel zo, diouer a gwiziegezh war lec'hiadur ar bigi ne oant ket er porzh, dachenn well re berr evit kass un trde argad,...) War an dachenn politikel eo bet un drast evit bro Japan. Kasoni a zo bet a enep bro Japan gant ar SUA dre ma'zeo bet gwellet tagadenn Pearl Harbor evel un dagadenn dre dindan ha gant disoc'hoù drastus. Lakaet en deus ar bobl da reaktiñhag en deus roet an tu da Roosevelt da diskleriañ ar brezel d'ar Japan. Lavaret en devoa F.D.Roosevelt ne vefe kaset soudard ebet da brezeliñ pell eus e vro keit ma ne vefe ket bet taget ar vro. Gant tagadenn Pearl Harbor ez eus bet tu da F.D.Roosevelt da dagañ ar Japan hep mont a enep e gêr. War an tu strategel ez eo bet dreist disoc'hoù tagadenn Pearl Harbor, harzhet eo bet an nerzhioù Amerikan da vont er meurvor Habask. Met ne ouie ket Yamamoto e oa bet ehanaet ar soñj brezel er meurvor Habask gant an Amerikaned evit ur strategiezh difenn ha kreizhenniñ an nerzhioù evit tagañ bro Alamagn. Hag an urzhioù roet d'an amiral Husband Kimmel a oa da difenn d'ar Japaniz da mont e Reter ar meurvor Habask hag e Australia.

Ar maread etre miz Kerzu 1941 ha Mae 1942

kemmañ
 
Skritell propaganda Amerikan gant ul lavarenn eus Yamamoto: Laouen on da degas ar peoc'h er Stadoù Unaned en Ti Gwenn e Washington. Hag ar respont en traoñ: Petra E lavarez, AMERIKA ?

Goude bezañ bet harzhet an Amerikaned, en deus ar morlu Japanad gant Yamamoto e penn un heuliad ha tagdennoù er meurvor Habask hag er meurvor Indian. Ar pal ha oa da distrujañ al lec'hiennoù Amerikan, Australian, Saoz ha Izelvroiz ha oa er zonenn etre enzenn Wake, Australia ha ar Skri Lanka. Un nebeut eurvezhioù goude tagadenn Pearl Harbor, an 11vet aerlu Japanad ha tagas ar 7vet Air force Amerikan lec'hiet er Filipinez hag an nerzh "Z" Saoz.

An izurzherienn da Yamamoto (Ozawa, Kondo, Takahashi) a zo bet lakaet e kargda distrujañ nerzhioù an enebourien dre tagadennoù dre an aer hag izmorel. Erruet eo ar maread se en e bar da'r 27 a viz C'hwevrer 1942 e pad brezel mor Java e lec'h ma'z eo bet trec'h ar Japaniz war ar er unaned. Gant trevadennerezh Indea ar Reter ha diskarr an nerzhioù Amerikan e oa gant ar Japan kalzh a danvez diaoz evit e industriezh (heoul maen ha gom-gwevn)

Goude an trec'h se en deus ehanaet ar Japan e argerzh evit stabilaat al lec'hioù dindan ho beli. Yamamoto a zo bet lakaet e karg ragtressoù strategel met ne oa ket entanaet gant ar strategiezhioù kinniget dezañ. Klasket en deus kavout ar c'heizh etre ar furnez ha emled ar Japan. Goude trevadenn India, Australia ha Hawaii ne oa ket a soudard a walc'h evit derc'hel an tachennoù dindan ho beli ha mont da drevadenniñ re. Adu eo bet pennoù al lu evit strollañ an nerzhioù war Birmania ha Guinea nevez. Yamamoto ha ao evit un "emgann final" ha enep an Amerikaned e zonenn Reter ar meurvor Habask met ne oa ket adu pennoù ar muiañ gwarezour. E pad an tabutoù ez eus bet an dagadenn Doolittle war Tokyo hag en deus c'heñchet penn d'an traoù dre ma diskouezhe e oa tu gant ar SUA tagañ Hondo gant ho kirri-nij. An dagadenn se en deus servijet da Yamamoto en d'oa c'hoant da sevel un dagadenn war Midway.

An dagadennoù kichen bro Guinea a zo bet diaesoc'h. An amiral Tagaki en deus bet da ober gant un arme Amerikan ha oa gant nerzhioù brasoc'h. E pad emgann ar C'houral e penn kentañ miz Mae ez eo bet dammdistrujet ar vag doug kirri-nij Shokaku ha ez eus bet kollioù bras e touezh an nerzh Zuikaku. Diouer ar bigi se e pad emgann Midway en deus cheñchet kalzh traoù.

Emgann Midway e miz Even 1942

kemmañ
 
Kartenn an inizi Midway
 
Chester Nimitz e 1942

Alies kennañ, e veze gwelet strategiezh Yamamoto evit emgann Midway, evel ur plan hag a ziskoueze e rogoni. Hervez ar burutelerien-se, argad an amiral oa bet aozet re vuhan goude raid Doolittle. Met diwezhatoc'h, e voe laret gant kalz a istorourien ne oa ket ken fall ha-se raktres Ymamoto: ur strategiezh a eneberezh kreñv a-enep ar morlu amerikan. Yamamoto a glaske pellaat an US Navy amaerikan eus inizi an impalaeriezh, a-benn kreñvaat difennoù Bro-Japan. Yamamoto a pouie e oa ret kaout un trec'h kreñv war ar morlu amerikan evit gellout kaout ar maout diwezhatoch, pe adlañsañ an tabutoù diplomatek. (Yamamoto oa ket a-enep mennoz ur peoc'h gwenn).

C'hoant en oa lakkat an amerikaned da zont en un trap, en ur pellaat anezho eus Pearl Harbor. Pemvet lu Bro-Japan (ket al lu a bez, 2 douger-nijerezed, 5 morreder, 13 destroyer ha 4 lestr-karg) a ranke mont war-zu an inizi Aleoutian, tagañ Dutch Harbor, Unalaska ha aloubiñ an inizi Kiska ha Attu.

An devezh goude an dagadenn-mañ, ar morlu japaneg (4 douger-nijerezed, 2 lestr-hobrejonet, 3 morreder ha 12 destroyer) en ije taget ha distrujet an aerlu amaerikan e Midway. Goude bezañ bet trec'het an aerlu, Ymamoto en ije kaset an eil lu (1 douger-nijerezed, 2 lestr-hobrejonet, 10 morreder, 21 destroyer ha 11 lestr-transport) ah 5000 soudard a-benn aloubiñ attol Midway ha skarzañ ar Marines. Ur wech Midway tapet, an dougeroù-nijerezed amerikan o dije ranket kilaat e barzh an trap japaneg e lec'h ma vfen bet gortozet gant ar japaniz evit bezañ distrujet ganto. Goude an emgann, ar c'hentañ lu (1 douger-nijerezed, 3 morreder ha 13 destroyer) gant elfennoù an eil lu o dije ranket distrujañ an tachennoù herzel diwezhañ an amerikaned e barzh ar meurvor Habask.

Yamamoto en oa raktreset kas ur c'harg (badezet ar c'harg K) a-benn lec'hiañ a-vat tachenn strollañ al lu amerikan ha gouzout fiñvadennoù an douger-nijerezed en dro da Bearl Harbor. Ha aozet en eus ur stollad listri-spluj oc'h heuliañ an dougeroù-nijerezed amerikan en dro da Vidway. Ar strategiezh hag he lakaat e pleustr a zo bet aozet hag adaozet e pad pell. Ar japaned o doa kaset 79 lestr hag an amerikaned 26. Ne oa nemet nerzhioù an aerlu hag al listri-spluj hag a oant damm-kevatal.

Met Ymamaoto n'en oa ket soñjet an amerikaned a ouien toud e strategiezh: kavet o doa un doare da dapout ha da dreiñ kellaouennoù sekred ha kuzh al lu japaneg. Evel-se, an amiral Chester Nimitz, hag a oa e penn ar morlu amerikan ar meurvor Habask, ivez en eus lakaet e plas un trap spontus a-benn trec'hiñ Yamamoto. Un destroyer amerikan en eus harzet pourvezadur ar c'harg K. E giz-se, Yamamoto n'en eus ket gellet kas da benn ar c'harg-mañ, nulaet eo bet ha n'en eus ket fellet gouzout ma morlu amerikan ar meurvor Habask oa c'hoazh e Pearl Harbor. Nimitz a gasas e dougeroù-nijerezed e Midway, evit kaout un nerzh div wech pouezusoc'h ha herzel lu listri-spluj Yamamoto a erruas re ziwezhat. Kuzhet, an amerikaned a gortozen tagadenn ar japaned ( an hini a ranke distruj an aerlu amerikan). An amerikaned n'o deus ket dalc'het kont eus an dagadenn japaneg war an inizi aleoutian ( un dagadenn savet dreist-holl evit disachañ evezh an amerikaned) hag un nebeut devezhioù a-raok an dagadenn japaned, ar 4 a viz Even 1942, Nimitz a zistrujas ar pevar douger-nijerezed japaned pa oan ar gwoannañ, a raok ma vefen prest d'an argad war an aerlu.

 
An Hiryu, ul lestr japaned, o deviñ

Gant e nerzhioù dasparzet ha gwoannaet, Yamamoto na deuas ket a-benn da enebiñ ouzh an amerikaned. Nimitz a adlakas e nerzhioù war-zu ar reter a-benn non paz bezañ paket en un argad diouzh noz. An amiral japaned a gomprennas en oa kollet ha divizas non paz aloubiñ Midway ha distreiñ en a-dreñv.

An darvoud-mañ a zo pouezus kennañ e barzh istor brezel ar meurvor Habask: an dreistelezh japaned er meurvor Habask a grogas da vont da get, war-dro c'hwec'h miz goude Pearl Habor, evel ma oa bet rakwelet gant Yamamoto. Goude-se, kalz a dud o deus pizmiget war strategiezh Yamamoto, met hep derc'hel kont eus holl elfennoù an emgann. Met arabat ankounac'hat, marteze, ne vefe ket bet gounezet an emgann gant an amerikaned ma ne vefen ket deuet a-benn da gomprenn kellaouennoù ar japaned. Ma vefe bet an trec'h gant Yamamoto, an dra-se en ije sur awalc'h kemmet mont en dro ar brezel: ar japaned o dije gellet astenn o tachenn war zu Hawai, Haïti hag aodoù reter ar Stadoù-Unanet ( gant netra evit o difenn!). An trec'h-mañ en ije, pe astennet padelezh ar brezel, pe, marteze met gant darvoudoù all en e dro, lakaet nerzhioù an Axe da gaout an trec'h.

Goude emgann Midway

kemmañ

N'eo ket bet diskalonekaet diustu ar pennoù hag o deus klasket sevel tagadennoù damm heñvel war Samoa hag an inizi Fidji evit terriñ al liamm etre Australia hag ar SUA. Ar pall a oa stankañ ar jeneral Douglas MacArthur ar c'hoant gantañ adtrevadenniñ Guinea nevez. An amiral Ernest King en d'oa c'hoant kemer al lec'hienn kirri-nij Japanad lec'hiet e Gudalcanal ha skarzhañ an nerzhioù Japanad eus al lec'hioù se. Kroget en deus an emgann meur se e 1942 evit echuiñ e miz c'hwevrer 1943.

Yamamoto a chommas e penn ar morlu, d'an nebeutañ evit n'omp pas digalonekaat ar soudarded hag a gwelle anezhañ evel ur gwir doue. Met goude bezañ bet trec'het e Midway ne oa ket mui gwelet mad gant ar pennoù. Kollet eo bet gantañ un tamm mad eus ar galloudegezh diviz a oa ezhomm evit kas da benn argadoù nevez.

Lakaet diaes e Guadalcanal, a dispaket e Azia a bez hag er meurvor Habask ez eo bet rediet ar Japaniz da lakaat a gostez ragtressioù damm heñvel ouzh hini Midway. C'hoazhet o deus da kreizhenniñ o nerzhioù war Guinea nevez ha Guadalcanal met un diouer ha resisder en o doareoù kejañ etre an nerzhioù douarel hag ar morlu en deus difennet d'ar Japaniz da trec'hiñ nerzhioù ar re unaned.

Yamomoto a divizhas neuze da sevel argadoù gant ar morlu met en deus kollet kalzh bigi hag deus bet kalzh a diaesamantoù da kempouezhañ an difoc'h se. Goude se e prientas tri argad war an inizi Salomon ha war Santa Cruz etre miz Gwengolo ha miz du 1942 an disochoù a zo bet kalzh gwelloc'h evit ar Japaniz met re munut evit e talvezfe kemen da trec'hiñ ar SUA. Eus an tu al, trec'hoù ar er unaned o deus kroget da gwanaat kalzh an nerzhioù Japanad hag ar fed da goll un niver bras a bigi hag a kirri-nij en deus lakaet tennet ar spi divezhañ a chomme gant ar Japaniz. E miz C'hweverer 1943 an trec'h Amerikan e Guadalcanal en deus lakaet anat e oa dibosubl evit ar Japaniz da drec'hiñ e inizi Salomon. Goude un nebeut argadoù bihan e tivisas Yamamoto da lec'hiañ ar c'hirri-nij a oa war ar bigi war an douar.

Marv Yamamoto

kemmañ

Evit adreiñ kalon d'ar soudarded goude emgann drastus Guadalcanal e reas Yamamoto ur veaj evit gweladenniñ meur a kamp eus su ar meurvor Habask. D'ar 14 a viz Ebrel 1943 e kerzh ar program Magic ez eo bet tu d'ar servijoù kuzh Amerikan da zikodiñ ar roadoù hag a tisplege dre ar munut pegoulzh, dre pelec'h ha gant peseurt difennoù e vo graet ar veaj eus Yamamoto.Raktreset e oa bet da ober ar vaej etre Rabaul ha aerborzh Ballale ( un enezenn e kichen hini Bougainville nebell diouzh an inizi Salomon). Lakaet e oa bet ar veaj se d'an 18 a viz Ebrel d'ar mintin. An amiral Amerikan Nimitz a tivisas d'ar 17 a viz Ebrel da distrujañ karr-nij Yamamoto e pad e veaj. An 339vet izrann eus ar 347vet rann an 13vet Air force a zo bet lakaet e karg al labour se: ne oa kirri-nij gouest da mont ken pell (700 km) d'ar mare se nemet ar P-38 Lightning. Lavaret e oa bet dezho e vefe bet da distrujañ ur c'harr-nij ennañ un ofiser uhel met n'eo ket bet komezt eus anv Yamamoto neblerc'h.

D'an 18 a viz Ebrel d'ar mintin en desped da alioù e kuzulerienn a rakwelle kudennoù en deus loc'het Yamamoto evel ragtreset eus aerborzh Rabaul gant c'hwec'h zeros evit e tifenn e pad e veaj eus tro 500 km. E pad an amzer se e veze 18 karr-nij o mont kuit eus Guadalcanal. Da 9e34 (da eur Tokyo) ez eo kroget an emgann a us da enezenn Bougainville. Al Letanant Rex T. Barber en deus tennet war karr-nij Yamamoto hag en deus kroget da mogediñ eus tu e reaktor kleiz da heul ar gudenn se ez eo kouezhet ar C'harr-nij er janglenn.

Dizoloet eo bet lec'h ar "crash" an deiz war-lec'h gant al Letanant Hamosuma hag a oa e karg an enklask. Deskrivet en deus ar pezh e welle: Yamamoto a zo bet skarzhet eus ar c'harr-nij hag ez eo erruet en ur wezenn derc'hel a ra en e zorn e sabrenn samouraï. Herzez ar medisined ez eo bet tizhet Yamamoto gant div ganetenn, unan er skoaz hag an eil er penn e live ar jod. Daoust d'ar gloazadennoù grevus se ez eo bet tud er Japan evit laret ne oa ket marv dioustu goude bezañ bet tizhet. Roet eo bet un anv d'an darvoud se: 海軍甲事件 pe "Kaigunkô Jiken" pe "afer diskar ar morlu" hag a zo c'hoazh renket e "sekred difenn". ar pezh en deus adroet spi d'ar soudarded Amerikan ha digalonekaet ar soudarded Japanad hag a welle Yamamoto evel un doue. Evit skoachañ o araokadennoù bras graet war an dikodiñ en deus lavaret an Amerikaned e oa bet gwellet Yamamoto o pignat en ur c'harr-nij e Rabaul.

Ar C'habitan Watanabe hag ar peurrest eus skipailh Yamamoto o deus devet korf Yamamoto e Buin ha kaset e ludu betek Tokyo war ar Musashi. Obidoù broadel en deus bet d'an 3 a viz Even 1943, meret int bet gant Mitsumasa Yonai ha zo deuet da vezan goude ar brezel kentan ministr bro Japan. Roet eo bet dezañ goude e marv medalenn ar bleunioù an hollzent (krizantem). An estrañjour nemetan eo ivez da vezañ bet roet dezañ uhelañ medalenn bro Alamagn Hitler. Douaret eo bet e ludu evit ul lodenn e vered publik Tama e Tokyo hag evit ar peurrest e templ e hendadoù Chulo-Hi e Nagaoka.

  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける