Chester Nimitz
Chester William Nimitz, Sr., ganet d'ar 24 a viz C'hwevrer 1885 ha marvet d'an 20 a viz C'hwevrer 1966, a oa un amiral en United States Navy. Ur roll a bouez en deus bet en istor morlu ar vro hag en Eil Brezel-bed evel penn ar flodad stadunanat er Meurvor Habask, ha penn kirri-nij ar Morlu hag an nerzhioù dilestrañ. Nimitz a oa an den arbennikaet e Morlu SUA a-fed listri-spluj. Diplomet a-fed listri-spluj pa oa yaouank, graet en doa war-dro treiñ luskerioù tri lestr, ar pezh a vo diazez evit ar Stadoù-Unanet Amerika a-benn kaout ar c'hentañ lestr-spluj nukleel an USS Nautilus.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Chester William Nimitz |
Anv-bihan | Chester |
Anv-familh | Nimitz |
Deiziad ganedigezh | 24 C'hwe 1885 |
Lec'h ganedigezh | Fredericksburg |
Deiziad ar marv | 20 C'hwe 1966 |
Lec'h ar marv | Yerba Buena Island |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Gwallzarvoud eus gwazhied an empenn |
Lec'h douaridigezh | Golden Gate National Cemetery |
Bugel | Chester Nimitz, Jr. |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | naval officer |
Karg | High Commissioner of the Trust Territory of the Pacific Islands, Chief of Naval Operations |
Bet war ar studi e | Naval War College, United States Naval Academy, Warren Local High School, Tivy High School |
Deroù ar prantad labour | 1905 |
Strollad etnek | German Texan |
Grad milourel | fleet admiral, admiral, rear admiral, captain |
Commander of (DEPRECATED) | USS Chicago, United States Pacific Fleet |
Skour lu | United States Navy |
Darvoud-alc'hwez | posthumous birth |
Teuliad arzour e | Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library |
Roll elfennoù | Q96472703 |
Deiziad ha renkoù
kemmañ- United States Naval Academy Midshipman – Genver 1905
Ensign | Isletanant | Lieutenant | Letanant komandant | Komandant | Kabiten |
---|---|---|---|---|---|
O-1 | O-2 | O-3 | O-4 | O-5 | O-6 |
7 a viz Genver 1907 | Renk lammer | 31 a viz Genver 1910 | 29 a viz Eost 1916 | 1añ a viz C'hwevrer 1918 | 2 a viz even 1927 |
Commodore | Isamiral | Besamiral | Amiral | Amiral flodad |
---|---|---|---|---|
O-7 | O-8 | O-9 | O-10 | O-11 |
Renk lammet | 23 a viz Even 1938 | Renk lammet | 31 a viz Kerzu 1941 | 19 a viz Kerzu 1944 |
- Commodore – N'eus ket mui eus ar renk-se en United States Navy, implijet e oa a-raok e-pad ar brezel ar pezh ne oa ket pa voe roet ar renk a flag rank da Nimitz. Hiziv ur c'habiten a teu da vezañ un Isamiral.
- Amiral flodad lakaet da dalvezout evel renk dibad en United States Navy d'an 13 a viz Mae 1946.
D'ar mare ma oa bet lakaet Nimitz da dizhout ar renk a amiral, an United States Navy n'en devoa ket dalc'het ar rank a (Commodore). Nimitz a oa bet lakaet neuze da Kabiten betek Isamiral. Dre divizh ar C'hongress e tizhas ar renk a Besamiral hag e teuas da vezañ Amiral e miz Kerzu 1941.
Nimitz ne oa ket bet gant ar renk a Isletanant, lakaet e oa bet da vezañ Letanant leun goude tri bloavezh o vezañ ensign. Evit abegoù melestradurel, dielloù morlu Nimitz a embanne oa bet lakaet da dizhout ar renk a isletanant ha letanant ar memes devezh[1].
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Archival service record of Chester Nimitz, "Awards and dates of rank", National Personnel Records Center, embannet e 2008