Ul lestr-spluj, pe splujerez, zo ul lestr hag a c'hall splujañ ha dilec'hiañ e teir mentad, war-c'horre ha dindan an dour. Disheñvel eo evel-se diouzh ar bigi hag al listri all a chom war-c'horre an dour ha diouzh ar batiskafoù na zilec'hiont nemet a-serzh.

Lestr-spluj
submarine type
Iskevrennad eusvessel, underwater vehicle Kemmañ
Rann eusdezougen-mor Kemmañ
AnvTauchboot Kemmañ
Anv berrU-Boot Kemmañ
Danvez implijetcarbon steel, alloy steel Kemmañ
Source of energyenergiezh nukleel, diesel-electric transmission, air-independent propulsion Kemmañ
Gwel ul lestr-spluj nukleel argad amerikan klas Virginia, eus ar bloavezhioù 2000.

Ar pep brasañ eus al listri-spluj zo listri brezel. Al listri-spluj sivil a vez implijet dreist-holl evit an enklask e moroniezh hag industriezh an eoul-maen. Implijet e vez listri-spluj a-wechoù en touristerezh pe an treuzdougen dre vor, met ral a wech[1].

Donder splujañ brasañ[2] ul lestr-spluj brezel zo un nebeud kantadoù a vetroù. Eus ur c'hant metr bennak e-pad an Eil Brezel-bed ez eo tremenet da 300 pe 400 metr evit ar pep brasañ eus al listri-spluj a vremañ. Gouest eo al listri-spluj enklask moroniezh da ziskenn betek meur a viliad metr.

E Breizh

kemmañ
 
An U-660, U-boot alaman war c'horre an dour, e 1942.
 
Unterseeboot patrom 212 e Kiel
 
Ul lestr-spluj ag ar morlu gall e diazlec'h listri-spluj Kerroman, en Oriant

Listri-spluj an arme c'hall e Breizh a zo diazezet en Enez-Hir. Serret eo diazlec'hioù an Oriant ha Sant-Nazer, a oa bet savet e-pad an Eil Brezel-bed gant an Alamaned.

Notennoù

kemmañ
  1. Bro-Alamagn avat he deus implijet an treuzdougen dre listri-spluj evit pourvezioù strategel e-pad ar brezel
  2. Ar soubadur brasañ erbedet eo. Kalz brasoc'h eo an donder splujañ flastradur ; evit a sell al listri-spluj brezel, an donder splujañ brasañ erbedet zo an 2/3 eus an donder ma vefe flastret.


Sellit ouzh ar ger lestr-spluj er
wikeriadur, ar geriadur frank.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor.