Osami Nagano
Osami Nagano (永野修身 Nagano Osami), bet ganet d'ar 15 a viz Even 1880 ha marvet d'ar 5 a viz Genver 1947, a oa ofiser e Morlu Bro-Japan. E penn strollad-meur Morlu impalaerel Bro-Japan eo bet e-pad an Eil Brezel-bed, eus 1941 da 1944 peurgetket.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Japan |
Lealded | Impalaeriezh Japan |
Anv e yezh-vamm an den | 永野修身 |
Anv-familh | Nagano |
Anv e kana | ながの おさみ |
Deiziad ganedigezh | 15 Mez 1880 |
Lec'h ganedigezh | Kochi |
Deiziad ar marv | 5 Gen 1947 |
Lec'h ar marv | Tokyo |
Abeg ar marv | myocardial infarction, anal cancer |
Micher | ofiser |
Implijer | Imperial Japanese Naval Academy |
Karg | Minister of the Navy of Japan |
Bet war ar studi e | Harvard Law School, Naval War College, Imperial Japanese Naval Academy |
Deroù ar prantad labour | 1901 |
Grad milourel | amiral |
Brezel | Brezel-bed kentañ |
Skour lu | Morlu Impalaeriezh Japan |
Prizioù resevet | Order of the Rising Sun, 1st class |
Ganet eo bet Nagano e Kochi, en ur familh kozh a samouraied. Resev a reas ur skrid-testeni en Akademiezh impalaerel morlu Bro-Japan. An eilved e oa diwar 105 studier. Servijout a reas evel danvez-letanant e-pad brezel Rusia ha Bro-Japan, er velestradurezh dreist-holl. Anvet e oa kabiten korvetenn e 1910. Goude se e labouras evel ofiser war ar yezhoù er Stadoù-Unanet, eus 1913 da 1915, hag ez eas da studiañ al lezennoù e skol Harvard. E-pad ar c'hentañ Brezel-bed e voe ofiser e bourzh ar morrederioù Nisshin hag Iwate. Dont a res da vezañ kabiten e 1918 hag e resevas e bostkomandant lestr nemetañ war ar morreder Hirado e 1919. Nagano a zeuas da vezañ ofiser-stag eus an aferioù milourel e penn kentañ ar bloavezhioù 1920, e lec'h ma kemeras perzh er guzuliadeg diwar-benn ar morlu e Washington. Distreiñ a reas d'ar gêr e 1923 daoust ma'z eas en-dro d'ar Stadoù-Unanet da c'houde evit beajoù ofisiel. Anvet e oa eilamiral ur miz goude e zistro e Bro-Japan.
E miz C'hwevrer 1924, Nagano a oa e penn an trede kevrenn (servijoù-kuzh) eus morlu impalaerel Bro-Japan. Ren a rae an III rann listri linenn e miz Kerzu 1924, hag ar c'hentañ strollad-listri ergerzhadeg Sina adalek miz Ebrel 1925. E miz Kerzu 1927 e teuas da vezañ besamiral.
Nagano a erruas er renk amiral e miz Meurzh 1934 hag e labouras e strollad-meur ar morlu. A-drugarez da se, e gemeras perzh er c'huzuliadegoù diwar-benn ar morlu e Geneva hag e Londrez e 1930. E penn skipailh kannaded Bro-Japan e oa e prezegenn 1935 (e Londrez c'hoazh). Bro-Japan a guitaas ar guzuliadeg-se evt klemm e vefe bet nac'het dezho ar gevatalded gant morlu ar Stadoù-Unanet hag ar Rouantelezh-Unanet. Nagano, gant pennoù all ar morlu a implijas an darvoud-mañ evel un digarez evit brasaat galloud ha ment al lu japanat adalek 1936. Uhelaet e voe bet d'ar garg a vinistr ar morlu e-barzh gouarnamant Koki Hirota e 1936, ha lakaet e oa e penn ar morlu kenaozet e 1937.
E 1941 e teuas Nagano da vezañ penn eus penn-strollad-meur ar morlu japanat hag an ofiser uhelañ a oa e morlu Bro-Japan e-pad ar pep brasañ eus an Eil Brezel-bed. Koulskoude ne voe ket ur sturier kreñv ha levezonet e oa gant ofiserien eus al linenn galet a oa dindanañ, hag e fizie enne kalz re eus prientadur ar strategiezh[1]. Daoust ma oa unan eus kinnigerien an Nanshin-ron e oa a-enep ar brezel gant ar Stadoù-Unanet. Ma teuje Bro-Japan a-benn da aloubiñ trevadennoù ar Saozon hag an Izelvroiz en Azia, hep tagañ an Amerikaned war-eeun, e soñje dezhañ e virfe ar c'hostezennoù digenvezour ouzh gouarnamant ar Stadoù-Unanet a zisklêriañ ar brezel d'an impalaeriezh. A-enep e oa da dagadenn Pearl Harbor raktreset gant Isoroku Yamamoto, met e asant a roas gant en desped dezhañ goude ma c'hourdrouzas Yamamoto da reiñ e zilez evel komandant ar strollad-listri kenaozet[2].
Nagano a oa lakaet marichal jeneral eus ar morlu e 1943 (gensui kaigun-taishō). E 1944 avat en doa gouzañvet Bro-Japan kolloù bras er brezel, ha Nagano a gollas fiziañs an impalaer Hirohito. Gant asant an impalaer, ar c'hentañ ministr Hideki Tojo ha ministr nevez ar morlu, Shigetaro Shimada, a dennas e bost digant Nagano. Shimada a gemeras e lec'h. Servijout a reas ar gouarnamant evel kuzulier betek dibenn ar brezel avat.
Harzet e voe gant an Amerikaned e 1945. E-pad e brosez, aozet gant al lez-varn arme etrebroadel evit ar Reter-pellañ, e lec'h ma voe lakaet e renk an dorfedourien brezel a "renk A", e asantas d'e giriegezh e tagadenn Pearl Harbor. Disklêriet e oa gant an ofiserien a c'houlennatas anezhañ e oa speredek, akuit, prest da genlabourat penn-da-benn, ha c'hoantaus da ziorren darempredoù mat gant an Amerikaned. Nagano a varvas en toull-bac'h ar 5 a viz Genver 1947, a-raok klozadur ar prosez. Mervel a reas diwar un un taol-gwad c'hoarvezet goude gwashadur un danijenn skevent e prizon Sugamo e Tokyo, kent diwezh e brosez e 1947.
Daveoù
kemmañLevrlennadur
kemmañ- D'Albas, Andrieu (1965). Death of a Navy: Japanese Naval Action in World War II. Devin-Adair Pub. ISBN 0-8159-5302-X.
- Dull, Paul S. (1978). A Battle History of the Imperial Japanese Navy, 1941-1945. Naval Institute Press. ISBN 0-87021-097-1.
- Evans, David (1979). Kaigun: Strategy, Tactics, and Technology in the Imperial Japanese Navy, 1887-1941. US Naval Institute Press. ISBN 0870211927.
- Parshall, Johnathan (2005). Shattered Sword: The Untold Story of the Battle of Midway. Potomac Books. ISBN 1574889230.
Liammoù diavaez
kemmañ- Chen, Peter. Nagano Osami. World War II Database. Kavet : 2007-08-03.
- Nishida, Hiroshi. Materials of IJN: Nagano, Osami. Imperial Japanese Navy. Kavet : 2007-08-03.
- United States Strategic Bombing Survey. Interrogations of Japanese officials. Kavet : 2007-08-03.
- "How Japs Fight", Time Magazine (1943-02-15). Retrieved on 2008-08-14.