Ur morreder brezel, pe lestr-bale, zo ur seurt lestr brezel. Implijet eo bet ar ger-se e-pad meur a gantved, ha sterioù disheñvel en deus bet hervez ar mare. Da vare ar merdeerezh dre lien e klote an anv a vorreder gant ur seurt kefridioù – sklêrijennañ, argadiñ pe gwareziñ listri kenwerzh – kemeret e karg gant ar fourgadennoù pe ar skloupoù.

Morreder brezel
doare lestr
Iskevrennad euslestr brezel Kemmañ
USS Port Royal (CG-73), ur morreder gant fuc'helloù klasad Ticonderoga, lañsed e 1992.
Ar morreder rusian Aurora

Adalek kreiz an XIXvet e teuas ar ger morreder da vezañ un anv klas listri implijet evit hevelep kefridioù, daoust ma oa morrederioù a bep seurt ment, eus ar morrederioù bihan d'ar morrederioù hobregonet a oa ken bras (daoust ma ne oant ket ken galloudus) hag al listri hobregonet.

E deroù an XXvet kantved e oa bihanoc'h ar morrederioù evit al listri hobregonet met brasoc'h evit al listri-distruj. E 1922, skrid-emglev Washington a lakaas ur vevenn da vent ar morrederioù pounner a oa termenet ennañ evel listri brezel eus muioc'h evit 10 000 tonenn dilec'hiadur gant kanolioù na oa ket muioc'h evit 203 mm treuzkiz dezhe. Talvezout a reas an termenadur-se betek diwezh an Eil Brezel-bed.

E diwezh an XXvet kantved ez eas al listri hobregonet diwar c'hiz dre ma ne oant ket graet ken diouzh ar brezel war vor evel ma veze renet, ar pezh a reas eus ar morrederioù ar re vrasañ hag ar re c'halloudusañ eus al listri brezel war ar morioù. Cheñchet en deus roll ar morrederioù diouzh ar bigi ha diouzh ar morluoù. Alies e oant karget eus an difenn a-enep tagadennoù o tont eus an aer, da dagañ ar bigi kenwerzh pe da vombezañ an aodoù. E-pad ar Brezel yen e savas an U.S. Navy morrederioù gant fuc'helloù pellurzhiet a oa o fal, da gentañ, pourchas difennoù a-enep tagadennoù o tont eus an aer, e-skoaz morlu an URSS a savas morrederioù gant fuc'helloù a-enep ar bigi a oa da c'houelediñ strolladoù dougerien kirri-nij an OTAN.

Hiziv an deiz, teir broad hepken a implij morrederioù, ar Stadoù-Unanet, Rusia, ha Perou (BAP Almirante Grau (CLM-81) pa servije atav e morlu Perou), daoust ma teu ar c'hemm etre ar morrederioù hag al listri-distruj da vezañ tanv-kenañ. Ar patromoù listri-distruj nevez (ar c'hlasadoù Zumwalt pe Arleigh Burke da skouer) a vez alies brasoc'h ha galloudusoc'h evit ar c'hlasoù morrederioù a vez implijet en o raok.