Brezel Yen

1947-1991 ur brezel disten etre Stadoù-Unanet Amerika hag Unvaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel
(Adkaset eus Brezel yen)

Brezel Yen zo bet graet eus ur prantad bec'h padus, adalek fin ar bloavezhioù 1950 betek dibenn ar bloavezhioù 1990, ma veze kevezerezh etre Stadoù Unanet Amerika (SUA) diouzh an eil tu hag an Unvaniezh Soviedel (URSS) hag ar broioù kevredet ganti diouzh an tu all.
Kornôg Europa ha Japan e oa ar broioù kevredet gant SUA. An darn vrasañ eus ar re a oa kevredet gant an Unvaniezh Soviedel a oa Reter Europa ha Republik Pobl Sina (a-raok an torr etre an URSS ha Sina).
E-pad ar prantad-se e voe kevezerezh war tachenn ar brezelioù bihan, ar c'hevrediñ nerzhioù milourel, an ideologiezh, hag ar c'hrouiñ ha produiñ armoù a bep seurt ha dreist-holl an armoù nukleel.

Brezel Yen
cold war, perpetual war, proxy war, marevezh istorel
Iskevrennad euslow-intensity conflict Kemmañ
Lec'hAmerika Latin, Azia, Afrika, Europa Kemmañ
Raklec'hiet gantEil Brezel-bed Kemmañ
Heuliet gantpost–Cold War era Kemmañ
Deiziad1946 Kemmañ
Deiziad kregiñ1945 Kemmañ
Deiziad echuiñ25 Kzu 1991 Kemmañ
PerzhiadBloc'had Reter, Bloc'had Kornôg Kemmañ
Abeg pennañsuperpower Kemmañ
Studiet ganthistory of the Cold War Kemmañ
Ar bed rannet e div lodenn : ar C'hornôg (glas), ar Broioù komunour (ruz) hag an Trede bed (gwer).
An emglevioù e-keñver lu pe arme

Hervez Bernard Baruch, anezhañ un den-stad en SUA brudet gant ar c'hazetenner Walter Lippmann, e talvez an droienn Ar Brezel Yen ur prantad bec'h bras etre SUA hag Unvaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel pe URSS etre 1947 ha 1991, hag int bet kevredet e-pad an Eil Brezel Bed. Hervez Raymond Aron e oa ur "brezel bevennet" pe ur "peoc'h brezelek" en ur bed daoubolel ma klaske an daou du chom hep tagañ an eil egile. Anavezet eo an dro-lavar "peoc'h dibosupl, brezel diasur".

Un toullad emgannoù, adalek brezel Korea, brezel Vietnam betek brezel Afghanistan, o deus skeudennaouet ar brezel ameeun etre Soviediz ha stadunanadiz, gant kemer perzh o gevredidi. Broioù an trede bed evel India gant Nehru, Ejipt gant Nasser ha Yougoslavia gant Tito o deus savet e-pad un amzerig emsav ar re zisteud o tisklêriañ evel-se o neptuegezh hag o c'hoari gant ar c'hevezerezh etre an daou vloc'had evit sevel aotreadurioù.

Abeg an anv

kemmañ

Ar gêr "yen", implijet evel un enepster a ziskouez n'eo ket ur brezel boutin, met un emgann hep tagadennoù armet eeun etre trec'herien an Eil Brezel-bed ; merket eo bet ivez gant redadeg an armañ, gourdrouz an armoù nukleel (kempouez ar spont) hag ar genstrivadeg teknologel evit gounit an egor.

C'hoant adsevel ar bed hag ar peoc'h goude an Eil Brezel-bed

kemmañ
 
Europa da vare ar rideoz houarn.
     Blokad ar c'hornog, broioù an AFNA      Blokad ar reter, broioù pakt Varsovia      Rideoz houarn      Broioù neptu      Emsav ar re zisteud

E 1945, dirak ar Stadoù europat rivinet gant an Eil Brezel-bed, eo lakaet war-wel div vro dreistgalloudus en endro geopolitikel ar bed. Ar Stadoù-Unanet o deus ar monopol nukleel abaoe bombezadegoù atomek Hiroshima ha Nagasaki e miz Eost 1945, ha bez' o deus ar galloud ekonomikel hag arc'hantel brasañ. An URSS he deus ur c'hreñvder soudardel pouezhus e Kreizeuropa ar c'hreiz hag Europa ar Reter.

Un adsavadur ekonomikel

kemmañ

Un urzh moneiz hag arc'hantel bedel nevez a zo savet tro-dro d'an dollar stadunanat, evit mont e-biou d'an distabilded ekonomikel a oa etre an daou vrezel hag adlañsañ an eskemmoù etrebroadel. Savet d'an 22 a viz Gouere 1944 gant emglevioù Bretton Woods, goude ur brezegenn a vodas 44 Stad, aozadur nevez an ekonomiezh bedel a voe marc'hataet de facto etre Bro-C'hall, ar Rouantelezh-Unanet hag ar Stadoù-Unanet.

An emglevioù a savas Font Moneizel Etrebroadel (FME), hag ur Bank etrebroadel evit an adsevel hag an diorren (BEAD pe BIRD), anvet "Bank etrebroadel" peurvuiañ. An FME hag ar BIRD o defe evel karg ober war-dro stabilded an teulennoù etrebroadel hag ober prestoù evit an adsavidigezh hag an diorroadur.

An emglevioù a save ivez ur sistem parder digemm e-keñver an dollar stadunanat, ar moneiz nemetañ amdroadus penn-da-benn en aour. Dre m'o doa ar Stadoù-Unanet ur mirva aour tost da tri c'hard ar mirva bedel, an dollar US a voe dre ret dibabet evel moneiz mirva.
Evit arc'hantañ ar brezel, ar galloudoù europat o deus ranket gwerzhañ o stokoù aour d'ar Stadoù-Unanet. Evel-se, ar sistem moneizel nevez ne oa mui diazezet nemetken war an aour a oa gant ar bankoù kreiz, met ivez war an dollar US, as good as gold ("kenkoulz hag aour"), gant un dalvoudegezh gwarantet gant Mirad kevreadel ar Stadoù-Unanet, kement ha galloud ekonomikel ar vro.

E miz Even 1947, e-kerzh ur brezegenn distaget e Skol-veur Harvard, ar sekretour-Stad George Marshall a roas da Europa "ur sikour breurel" a-benn mont a-enep "an naon, an dispi hag ar reuz" a rene. Ar steuñv Marshall pe "steuñv adsavadeg Europa" ((en) European Recovery Program) a voe kinniget da Europa a-bezh, broioù ar reter hag URSS en o zouez. Daou ziviz a oa memestra : ar sikour stadunanat a vefe meret gant ensavadurioù europat hag ar gouarnamant kevredadel stadunanat en defe ar gwir da sellet ouzh an dasparzh. Jozef Stalin en deus haketet, hag e fin miz Even e nac'has. Polonia ha Tchekoslovakia, a oa gant ar soñj asantiñ ar steuñv, a rankas kemmañ ali.

Er fin, c'hwezek bro, gant donedigezh Alamagn ar C'hornôg e 1949, a asantas d'ar steuñv Marshall : Bro C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet, a voe ar broioù pennañ sikouret gantañ, Aostria, Benelux, Gres, Iwerzhon, Island, Italia, ar broioù skandinaviat, Portugal, Suis ha Turkia. E miz Ebrel 1948, ar c'hwezek bro-mañ o deus savet an Aozadur Europat a Genobererezh Ekonomikel (AEGE), un aozadur dreistbroadel a oa e bal kentañ merañ ha dasparzhañ ar sikour stadunanat etre ar broioù ezel.

Eus 1948 betek 1952, muioc'h eget trizek milmilion a zollaroù US, 5/6 evel roadoù, 1/6 evel amprestoù, a voe roet gant ar Stadoù-Unanet. Ar sikour-mañ evit an adsavidigezh a oa savet gant ul lodenn arc'hantel (skoaziadennoù hag amprestoù) hag unan all e danvezioù ha kenderc'hadoù liesseurt (boued, traktourien, ostilhoù...).

War un dachennad ekonomikel "dollaraet" gant emglevioù Bretton Woods, steuñv Marshall a voe savet evit leuniañ an « dollar gap », evel-se e c'helle Europiz prenañ digant ar Stadoù-Unanet pourvezadennoù ha kenderc'hadoù o asurañ ur fred d'ar produioù stadunanat. E 1946, 42% eus an ezporzhadurioù stadunanat a oa war-du Europa ar c'hornôg, un enkadenn europat a vefe bet drastus evit ekonomiezh ar Stadoù-Unanet.

Hogen, pal ar steuñv Marshall ne oa ket ekonomikel nemetken. Gouarnamant federalour ar Stadoù-Unanet e Washington en doa komprenet e sikoure arvar Europa ar strolladoù Marksourien staliet e Moskou, e Bro-C'hall hag e Italia dreist-holl lec'h ma vote ur c'hard eus an dileuridi evit ar c'homunourien. Neuze, ensinklerezh ar c'hevala stadunanat a voe ar c'henglokausted ekonomikel evit doktrin ar c'h/containment : chaoseriañ al levezon soviedel en ur c'hrouiñ ur spas a berzh mat e Europa.

Ar Soviediz a verzo kement-se, hag e miz Here 1947 e-pad emvod diazezer ar c'h/Kominform, Andrei Jdanov, sekretour Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel (SKUS), bodet gant kannaded an nav strollad komunour European, a freuzas an "impalaerouriezh stadunanat". Hervez doktrin Jdanov, ar bed a oa bremañ rannet e daou : ul lodenn "impalaerour hag enep-demokratel", ar Stadoù-Unanet o vezañ "an nerzh sturiañ pennañ" hag ul lodenn "enep-impalaerour ha demokratel", Moskou en he benn.

Ur c'hoant peoc'h

kemmañ

E miz Eost 1941, Churchill ha Roosevelt o doa sinet ar c'harta atlantel, un diskleriadur awenet gant priñsipoù Wilson, lec'h ma oa raktres an daou brezidant lakaat e plas ur "reizhad ledanet ha pad evit surentez an holl". E miz C'hwevrer 1945, emglevioù Yalta o deus adkemeret al lavarenn-se ha diskleriet o deus kengalv ur "c'hendiviz eus ar broioù unanet war an aozadur bedel (...) d'ar 25 a viz Ebrel 1945, er Stadoù-Unanet."[1]

D'ar 26 a viz Even 1945, kaset gant lusk ur meno trubuilhet gant an oberennoù nazi ha krizder an emgannoù, kannaded ar 51 bro o deus asantet e San Fransisco karta ar broioù unanet, an destenn ziazez evit Aozadur ar broioù unanet (ABU), gant ar pal pennañ a oa "gwareziñ ar remziadoù o tont eus distrujoù ar brezel en deus gloazet an denelezh div wech e amzer buhez un den."

An deroù

kemmañ

Abegoù

kemmañ

Goude an Eil Brezel-bed, an darempredoù etre an Amerikaned hag ar Soviediz a za war fallaat. An URSS a ziskler en deus ar c'hoant gwarantiñ e surentez oc'h en em gelc'hiañ gant broioù kevredidi a-hed e harzhoù. An Arme Ruz a chom er broioù bet savetaet eus an naziegezh ganti ha, ez kontrol eus ar pezh a oa bet divizet e Yalta, ne lak dilennadegoù aozet ebet e plas. Ur "brezel" eus un doare nevez a sav etre ar Stadoù-Unanet hag ar Soviediz, ha brezel al levezon a dizh buan-tre an trede-bed, stabilaet gant ur c'hempouez nukleel, anvet "kempouez ar spont", adalek 1949, bloavezh lec'h ma vo ar vombezenn nukleel gant an URSS ivez.

An abegoù kentañ : ar blegenn goude ar brezel

kemmañ

Stalin a glask goudoriñ an URSS eus un dagadenn nevez en ur c'hrouiñ ur "rakkêr" douarel hag ideologel, da lâret eo ur spas gwarezour a bella gourdrouz an harzhoù soviedel :

  • O vountañ davet ar c'hornôg harzhoù an URSS dre stagañ ar broioù baltek hag ul lodenn eus Polonia, pa 'z eo douaroù Alamagn lec'hiet e reter an Oder hag eus Neisse Görlirz lakaet dindan melestradurezh Polonia (kenrann divizet e-pad kendiviz Potsdam) ;
  • O rediañ gouarnamatoù pro-soviedel e broioù Europa ar c'hreiz hag Europa ar reter okupet gant an arme ruz (war-bouezh Aostria), broioù a vo diwezhatoc'h "demokratelezhioù poblek". Taol Prag e Tchekoslovakia, unan eus demokratelezhioù gwirion Europa a-raok ar brezel e Europa ar reter, a voe ur skouer splann evit ar c'hornôg eus ar politikerezh-mañ hag e vo gwelet evel un arouez eus ar c'hoant bezañ mestr gant an URSS.

A-raok fin ar brezel gant Alamagn, an unaniezh soviedel en deus staliet he galloud e tachennoù dieubet gant an arme ruz :

  • Harzet c'hwezek rener eus an Armia Krajowa (arme kuzh Polonia), pedet e Moskou evit "emzivizoù politikel", daou leader pennañ eus an emzav poloniat o vervel en toull-bac'h un nebeud mizioù goude. Gouarnamant Polonia en harlu e Londrez, dilezet gant ar c'hornôg, a goll tamm ha tamm e atebegezh ha komite Lublin, stummet gant ar soviediz, a gemer kontroll ar vro.
  • Kemeridigezh proviñs Ruteni, ur broviñs eus Tchekoslovakia, ar pezh a ro d'an URSS harzoù gant Hungaria
  • Kemeridigezh ar galloud gant ar strolladoù komunour kement e Bucarest hag e Sofia, hag skarzhadeg ar stummoù politikerezh all.
  • Staliadur e Vienne, hep goulenn d'ar c'hornôg, ur gouarnamant pro-soviedel gant ur mestr bet asantet gantañ an Anschluss e 1938.
  • Ar marechal Tito, staliet e Belgrad, a nac'h, er c'hontrol d'ar pezh a oa prometet gant an URSS d'ar Gevredidi, leuskel ar roue Per II da zistreiñ eus e harlu.

Fin ar Brezel Yen

kemmañ

Echu e voe d’ar Brezel Yen pa grogas Mikhail Gorbatchev da adkempenn e vro dre brogrammoù ar Perestroika hag ar Glasnost, pa leuskas da vont dizalc’h Reter Europa, hag ivez, pa voe divodet an Unvaniezh Soviedel e 1991.

Liammoù diavaez

kemmañ

Daveoù

kemmañ
  1. Kemenadenn fin kendiviz Yalta