Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel (ruseg : Союз Советских Социалистических Республик Soyouz Sovetskic'h Sotsialistitcheskic'h Respublik), ent-berr an Unaniezh Soviedel, anavezet ivez gant an teskanv URSS (СССР SSSR e ruseg), krouet e 1922, a oa ur riez hag a zo aet da get e 1991. En em astenn a rae eus ar Mor Baltel d'ar Mor Du ha betek ar Meurvor Habask. Lodenn Norzh Eurazia e oa he ziriad, hini Impalaeriezh Rusia, war-bouez Polonia ha Finland, da lavaret eo tost da 15 % eus douaroù ar bed. Riez vrasañ ar bed e oa dre he gorread, hag a-bell.

Banniel Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel

En amzer ma oa staliet an URSS e oa bet enteuziet pe zispartiet diouti un nebeud riezoù ha tiriadoù. Koulskoude, ma oa 15 republik enni en diwezh, e oa Republik Sokialour Kevreadour Soviedel Rusia an hini vrasañ, divent he gorread hag he foblañs. E-keñver an darempredoù diplomatel ez eo Stad Rusia warlerc'hiadez an URSS.

Istor Aozañ

Disoc'h pennañ an Dispac'h rusian, c'hoarvezet e 1917 pa voe skarzhet an Tsar Nikolaz II diwar e dron, e oa krouidigezh an URSS.

Goude trec'h an Dispac'h ec'h embannas Lenin, penn ar strollad bolchevik, e vefe renet ar vro gant pennaennoù ar gomunouriezh ha bev e chomas ar bennaenn-se betek an diwezh.

Un aozadur politikel hepken a voe aotreet adalek 1923, Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel (SKUS) ha daou urzhaz a rene ar riez : hini ar SKUS ha hini ar pennoù politikel dilennet, met lec'hiet dindan kazel-gê ar Strollad.

Eil Brezel-bed Aozañ

Goude an Eil Brezel-bed Aozañ

Diskar an Unaniezh Soviedel Aozañ

Er bloavezhioù 1980 e oa krog an Unaniezh Soviedel da vont war e gement all. Klask a reas sekretour meur diwezhañ an URSS, Mic'hail Gorbatchev, da derriñ an diskar-mañ dre bolitikerezh ar Perestroika (Перестройка, « Adsavadur », « Adframmadur ») hag ar Glasnost (Гласность, « Foranded » ar breudoù) adalek 1985. A-benn ar fin e voe diflosket an impalaerezh soviedel e 1991, ha roet he flas da Kenglad ar Stadoù Dizalc'h.

War div dachenn e c'haller kavout abegoù freuzadur an URSS :

  • tachenn an armerzh, a yae gwashoc'h-gwashañ pa greske an dispignoù milourel dindan kevezerezh Stadoù-Unanet Amerika ;
  • tachenn ar politikerezh, pa boueze an nerzhioù demokratel ha pa c'houlenne ar republikoù trobarzhel muioc'h-muiañ a emrenerezh.

Dre ma oa kreizennour ha burevourel, ne oa ket gouest ar renad da herzel ouzh kement a rendaeloù e pep lec'h.

Ar Republikoù soviedel Aozañ

 
  1. RSS Armenia, krouet e 1936
  2. RSS Azerbaidjan, krouet e 1936
  3. RSS Bielorusia (bremañ Belarus), krouet e 1919
  4. RSS Estonia, ebarzhet e 1940
  5. RSS Jorjia, krouet e 1921
  6. RSS Kazac'hia (bremañ Kazakstan), krouet e 1920, ebarzhet e 1936
  7. RSS Kirgizia (bremañ Kirgizstan), ebarzhet e 1936
  8. RSS Latvia, ebarzhet e 1940
  9. RSS Lituania, ebarzhet e 1940
  10. RSS Moldavia (bremañ Moldova), krouet e 1944
  11. RSKS Rusia, krouet e 1917
  12. RSS Tadjikistan, ebarzhet e 1929
  13. RSS Turkmenia (bremañ Turkmenistan), ebarzhet e 1924
  14. RSS Ukrania (bremañ Ukraina), ebarzhet e 1922
  15. RSS Ouzbekistan, krouet e 1924
Republikoù aet da get

Pennadoù kar Aozañ

Republikoù an Unaniezh Soviedel
  RSS ArmeniaRSS AzerbaidjanRSS BielorusiaRSS EstoniaRSS JorjiaRSS Kazac'hiaRSS KirgiziaRSS LatviaRSS LituaniaRSS MoldaviaRSS OuzbekistanRSKS RusiaRSS TadjikistanRSS TurkmenistanRSS Ukraina

Republikoù berrbad : RSS Finnek-Kareliek (1940-1956) | RSKS Treuzkaokazek (1922-1936)