RSS Bielorusia
Unan eus Republikoù diazez an Unaniezh Soviedel e oa Republik Sokialour Soviedel Bielorusia (belaruseg: Беларуская Савецкая Сацыялістычная Рэспубліка). Anvet e veze ivez Rusia Wenn.
Белору́сская Сове́тская Социалисти́ческая Респу́блика Беларуская Савецкая Сацыялістычная Рэспубліка | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Ger-stur Пралетарыі ўсіх краін, яднайцеся! "Proleterion ar bed, em unanit!" | |||||
![]() | |||||
Yezh ofisiel | Hini ebet | ||||
Yezhoù | Belaruseg Ruseg Yidicheg[1] | ||||
Kêr-benn | Minsk | ||||
Gorread • En holl • % dour |
207 600 km² Disterik | ||||
Poblañs • Hollad • Stankter |
10 151 806 (1989) 48,9/km² | ||||
Moneiz | Roubl (рубель) |
Minsk e oa kêr-benn ar Republik soviedel-mañ.
Krouet e oa bet d'ar 1añ a viz Genver 1919 evel ur Republik Soviedel Sokialour.
Unan eus peder Republik kentañ an Unaniezh Soviedel e 1922 e oa RSS Bielorusia gant RSS Ukraina, ar RSKS Treuzkaokazek ha RSKS Rusia.
Roet e oa bet ur sez da RSS Bielorusia er Broadoù Unanet ouzhpenn hini an Unaniezh Soviedel hag hini RSS Ukraina.
Goude Taol-stad miz Eost e oa bet disklêriet he dishualded diouzh URSS d'ar 25 a viz Eost 1991 ha dont a reas da vezañ Republik Belarus d'an 19 a viz Gwengolo 1991.
D'an 8 a viz Kerzu 1991 e kensinas gant Rusia hag Ukraina Emglevioù Belaveja hag a dalvezas da grouiñ Kenglad ar Stadoù Dizalc'h e-lec'h URSS.
Gwelet ivezAozañ
NotennoùAozañ
- ↑ A-raok an Eil Brezel-bed
Republikoù an Unaniezh Soviedel | |
RSS Armenia | RSS Azerbaidjan | RSS Bielorusia | RSS Estonia | RSS Jorjia | RSS Kazac'hia | RSS Kirgizia | RSS Latvia | RSS Lituania | RSS Moldavia | RSS Ouzbekistan | RSKS Rusia | RSS Tadjikistan | RSS Turkmenistan | RSS Ukraina Republikoù berrbad: RSS Finnek-Kareliek (1940-1956) | RSKS Treuzkaokazek (1922-1936) |