Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel (ruseg : Союз Советских Социалистических Республик Soyouz Sovetskic'h Sotsialistitcheskic'h Respublik), ent-berr an Unaniezh Soviedel, anavezet ivez gant an teskanv URSS (СССР SSSR e ruseg), krouet e 1922, a oa ur riez hag a zo aet da get e 1991. En em astenn a rae eus ar Mor Baltel d'ar Mor Du ha betek ar Meurvor Habask. Lodenn Norzh Eurazia e oa he ziriad, hini Impalaeriezh Rusia, war-bouez Polonia ha Finland, da lavaret eo tost da 15 % eus douaroù ar bed. Riez vrasañ ar bed e oa dre he gorread, hag a-bell.

En amzer ma oa staliet an URSS e oa bet enteuziet pe zispartiet diouti un nebeud riezoù ha tiriadoù. Koulskoude, ma oa 15 republik enni en diwezh, e oa Republik Sokialour Kevreadour Soviedel Rusia an hini vrasañ, divent he gorread hag he foblañs. E-keñver an darempredoù diplomatel ez eo Stad Rusia warlerc'hiadez an URSS.
Istor Aozañ
-
Ur brezegenn gant Lenin.
-
Lenin, Sverdlov hag Avanesov e 1918.
-
An naonegezh a lazhas tremen ur milion a dud e 1921-1922.
Disoc'h pennañ an Dispac'h rusian, c'hoarvezet e 1917 pa voe skarzhet an Tsar Nikolaz II diwar e dron, e oa krouidigezh an URSS.
Goude trec'h an Dispac'h ec'h embannas Lenin, penn ar strollad bolchevik, e vefe renet ar vro gant pennaennoù ar gomunouriezh ha bev e chomas ar bennaenn-se betek an diwezh.
Un aozadur politikel hepken a voe aotreet adalek 1923, Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel (SKUS) ha daou urzhaz a rene ar riez : hini ar SKUS ha hini ar pennoù politikel dilennet, met lec'hiet dindan kazel-gê ar Strollad.
Eil Brezel-bed Aozañ
-
Soudarded alaman o vont d'en em rentañ d'ar Soviediz e miz Kerzu 1941 e-pad Emgann Moskov.
-
Soudarded soviedat e-kerzh Emgann Stalingrad d'an 2 a viz C'hwevrer 1943 pa voent trec'h war ar Wehrmacht.
-
Leningradiz e-kerzh ar Seziz.
-
Mindraouilhourion soviedat e-doug Emgann Koursk.
-
Banniel an Trec'h skourret ouzh ar Reichstag gant soudarded soviedat d'an 2 a viz Mae 1945.
Goude an Eil Brezel-bed Aozañ
-
An egorlestr Vostok.
Diskar an Unaniezh Soviedel Aozañ
Er bloavezhioù 1980 e oa krog an Unaniezh Soviedel da vont war e gement all. Klask a reas sekretour meur diwezhañ an URSS, Mic'hail Gorbatchev, da derriñ an diskar-mañ dre bolitikerezh ar Perestroika (Перестройка, « Adsavadur », « Adframmadur ») hag ar Glasnost (Гласность, « Foranded » ar breudoù) adalek 1985. A-benn ar fin e voe diflosket an impalaerezh soviedel e 1991, ha roet he flas da Kenglad ar Stadoù Dizalc'h.
War div dachenn e c'haller kavout abegoù freuzadur an URSS :
- tachenn an armerzh, a yae gwashoc'h-gwashañ pa greske an dispignoù milourel dindan kevezerezh Stadoù-Unanet Amerika ;
- tachenn ar politikerezh, pa boueze an nerzhioù demokratel ha pa c'houlenne ar republikoù trobarzhel muioc'h-muiañ a emrenerezh.
Dre ma oa kreizennour ha burevourel, ne oa ket gouest ar renad da herzel ouzh kement a rendaeloù e pep lec'h.
Ar Republikoù soviedel Aozañ
|
Pennadoù kar Aozañ
Republikoù an Unaniezh Soviedel | |
RSS Armenia • RSS Azerbaidjan • RSS Bielorusia • RSS Estonia • RSS Jorjia • RSS Kazac'hia • RSS Kirgizia • RSS Latvia • RSS Lituania • RSS Moldavia • RSS Ouzbekistan • RSKS Rusia • RSS Tadjikistan • RSS Turkmenistan • RSS Ukraina
Republikoù berrbad : RSS Finnek-Kareliek (1940-1956) | RSKS Treuzkaokazek (1922-1936) |