Karl Marx
Karl Heinrich Marx a zo ganet d'ar 5 a viz Mae 1818 e Trier, e Rheinland-Pfalz, en Alamagn ha marvet d'ar 14 a viz Meurzh 1883 e Bro-Saoz. Karl Marx a zo bet un oberiantizour politikel, ur prederour meur, hag un damkanour dispac'hour sokialour. Brudet eo bet gant ar burutellerezh en deus kaset a-enep d'ar gapitalouriezh ha d'ar c'hevala, mes ivez evit e sell war an Istor : abegiñ a ra an Istor e efedoù an emgann hollbadus etre an div glasad sokial ar broleterien hag ar gapitalourien. A-gevred gant Friedrich Engels, e vignon hag a rene ur c'hevredad gwiaderezh, e savas ar sokialouriezh skiantel.
Rann eus | Marx siblings, Karl Marx and Friedrich Engels |
---|---|
Reizh pe jener | paotr |
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Prusia, statelessness, Rouantelezh-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Karl Marx |
Anv ganedigezh | Karl Heinrich Marx |
Anv-bihan | Karl, Heinrich |
Anv-familh | Marx |
Lesanv | Glückskind |
Moranv | Maurice |
Deiziad ganedigezh | 5 Mae 1818 |
Lec'h ganedigezh | Trier |
Deiziad ar marv | 14 Meu 1883 |
Lec'h ar marv | Londrez |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | lung disease |
Lec'h douaridigezh | Tomb of Karl Marx |
Tad | Heinrich Marx |
Mamm | Henriette Presburg |
Breur pe c'hoar | Emilie Conradi, Louise Juta, Mauritz David Marx, Sophia Marx |
Pried | Jenny von Westphalen |
Kar | Ludwig von Westphalen |
Yezh vamm | alamaneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Yezh implijet dre skrid | alamaneg |
Tachenn labour | political economy, sokiologiezh, prederouriezh |
Implijer | Neue Rheinische Zeitung, Rheinische Zeitung |
Bet war ar studi e | University of Bonn, skol-veur Jena, Humboldt University of Berlin, Gimnasium Real Frederick William III |
Diplom skol-veur | doktorelezh |
Tezenn | The Difference Between the Democritean and Epicurean Philosophy of Nature |
Rener tezenn | Bruno Bauer |
Bet studier da | Friedrich Gottlieb Welcker |
Lec'h annez | Londrez, Trier, Berlin, Pariz, The Swan |
Lec'h labour | Köln |
Strollad politikel | Communist League |
Strollad etnek | Achkenazed |
Relijion | dizoueegezh, antitheism |
Partner in business or sport | Friedrich Engels |
Contributed to creative work | Deutsch–Französische Jahrbücher, Rheinische Zeitung |
Oberenn heverk | Economic and Philosophic Manuscripts of 1844, Capital: A Critique of Political Economy, The German Ideology, The Communist Manifesto |
Diellaouet gant | International Institute of Social History, Marx Memorial Library, Boris Yeltsin Presidential Library |
Ezel eus | International Workingmen's Association |
Levezonet gant | Georg Wilhelm Friedrich Hegel, Max Stirner, Ludwig Feuerbach, The Essence of Christianity |
Darvoud-alc'hwez | Nazi book burnings |
Prizioù resevet | Fellow of the Royal Society of Arts |
Hashtag | Marx |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Buhez
kemmañStudioù
kemmañE Trier, ur gêr dindan beli Prusia, e wel Karl Marx sked gouloù an deiz evit ar wech kentañ. En ur familh bourc’hizien a orin yuzev, mes troet d’ar brotestantiezh e vevo e-kerzh e yaouankiz. E dad, Hirschel Marx, a zo alvokad a vicher, ha diskennad ul lignez koñversanted ha rabined. A-benn gellout ober e vicher en doa cheñchet relijion. Henrietta Pressburg Hirshel a oa anv e wreg, mamm Karl. Ganto e vezo badeziet e 1824 hervez al lid lutherour. Goude m’en dije paket e vachelouriezh e Gymnasium (Lise) Trier e lakaas Marx e anv e skol-veur Bonn. Eno e studias ar gwir. War-lerc'h ez eas da hini Berlin evit studiañ ar brederouriezh hag an Istor. Da Iena ez eas ivez. E 1841 e lakas un termen d’e studioù o kinnig un dezenn skrivet en henc'hresianeg : Differenz der demokritischen und epikureischen Naturphilosophie. Dilojañ a reas a ra da vBonn gant ar spi da vezañ kelenner eno. Lezel a raio e venoz dre wall ar raktresoù gouarnamantel war dodenn ar c’helenn.
Kazetenn eneberezh Rheinische Zeitung
kemmañUr c’hazetenner direnkus a zeuio Karl Marx da vezañ neuze.
Goude bezañ bet embannet e gentañ pennad-skrid e-barzh ar Rheinische Zeitung (ar « gazetenn roenad»), ur gazetenn embannet e Kologn ha brudet evit e dech demokratel dispac’hour, e teu Marx da vezañ pennskrivagner ar gazetenn e 1842. Ezel e kelc’h Hegelourien an tu kleiz (gant Bruno Bauer ha reoù all), tud o heuliañ prederouriezh Georg Hegel gant ur sell dispac’hour, e selloù politikel a zo d’ar c’houlz-se pell-tre a gleiz, mes n’int ket komunour evit c’hoazh. E vurutellerezh war diferadennoù politikel ha sokial ar c’houlz, adkavet er Rheinische Zeitung a zegaso dezhañ gwall imor ar Stad Prusian. Da gentañ-penn e vezo doubl-aotreeret ar gazetenn, goude e vo tripl-aotreeret ha d’an 1añ a viz Genver 1843 e verzhas ar gouarnamant prusian ar gazetenn da viken. An dra-se eo a vounto Marx da guitaat douaroù e yaouankiz.
Dimeziñ
kemmañE 1843 e timez Marx gant ur vignonez a vugaleaj Jenny von Westphalen e Kreuznach. Ganti edo dibaoe ma oa studier. Dont a ra eus an noblañs prusiad. He breur henañ a vo ministr an aferioù diabarzh e Prusia etre 1850 ha 1858. Meur a vugale en devo Marx gant e wreg hogen n’ez eus nemet teir flac’h (Laura, Eleanor ha Jenny) hag a vevo beteg an oad gour, ar re all a varvo a-raok. Laura a zimezo gant Paul Lafargue, ur sokialour gall, pehini a skrivo eñvorennoù hiniennel war Karl Marx, ur buhezskrid tomm ouzh ar prederour hag ouzh e dad-kaer.
Stagadennoù Bro-C'hall/Alamagn
kemmañEn diskar-amzer 1843 e ra Marx e annez e Pariz a-benn embann ur gazetenn radikal en estrenvro a-gevred gant Arnold Ruge (1802-1880). Ne vo embannet nemet un niverenn eus ar stagadennoù Bro-Chall-Alamagn. Tardet e vez gant ar gazetenn-se abalamour d'an diaesterioù o dez da zasparzhañ ar c’hazetennoù d’an dud en Alamagn (dre guzh) ha abalamour d'an disemglevioù a zo savet etre Marx ha Ruge. Kavet e vez dija e skridoù Marx roudoù un dispac’hour. E mennoz Marx ez eo ret kontañ muioc’h war niverusted ar broleterien kentoc’h eget war empennoù sklerijennet un nebeud merourien. “Arm ar burutellañ na c’hell ket kemer plas buretellañ an armoù”.
D’ar mare-se e embann ar prederour alaman Ludwig Feuerbach Pennaennoù prederouriezh an dazont. Engels a lavaro da c’houde-se "hag e teujimp holl da vezañ Feuerbachianed".
Kejadenn gant Engels
kemmañE miz gwengolo 1844 e kej Marx gant Friedrich Engels, p’emañ hennezh o tremen un nebeud devezhioù e Pariz. Penn-kentañ ur vignoniezh dibar ez eo. Da 18 bloaz en doa ranket Engels kuitaat al lise evit dont da vezañ implijad armerzhel e Bremez dre abegoù familh. O studiañ drezañ e-unan ar brederouriezh e oa deuet neuze da vezañ partizan Hegel, koulskoude ne asante ket en defe hennezh roet e harp d’ar Stad prusian. E 1842 en doa kuitaet Bremez evit kemer ur post en ur firm kenwerzhel e Manchester, lec’h ma oa e dad unan eus ar berc’henned. Eno e kejas gant an dienez proletarian d’an holl liveoù (paourentezhioù dibar). Neuze e studias an diferadennoù da gompren : « Diferadenn a zivoud ar renkadoù labourus e Bro-Saoz », (1845). Ar gejadegenn-se n’eo ket c'hoarvezet dre zegouezh.
Nebeut goude bezañ graet anaoudegezh en em lakaont neuze da genlabourat war o c'hentañ oberenn a-stroll, ar familh santel a dag prederouriezh vurutellourezh Bruno Bauer, memes ma oant bet tost outañ a-raok. Goude e teu An Ideologiezh Alaman (skrivet evit ar lodenn vrasañ gant Marx), aozet diwar-benn ur burutellerezh stank a-zivout Max Stirner (lesanvet Sant Max) evit div drederenn eus an oberenn, a zifenn ur sell dañvezelour war an istor, o vont pelloc’h evit Feuerbach. P’o doa Marx hag Engels sevennet ur vurutelladenn strizh gant Bauer ha Stirner o devoa troc’het da vat neuze gant ar Feuerbachiezh, mes ivez gant ar sokialouriezh utopiour hag an idealouriezh Hegelian.
An oberenn ne gavas embanner ebet, ne vo embannet nemet ur c’hantved da c’houde. E Tezennoù war Feuerbach, testenn verr adkavet er memes dorn-skrid, e skrivas Marx : « Ar brederourien n’o deus graet nemet interpretiñ ar bed dre zoareoù lies, ar pezh a gont a zo treusfurmiñ anezhañ ». E kreiz ar bloavezhioù 1840 e kemer Marx hag Engels perzh er vuhez da neuze karget a strolladoù dispac’hourien parizian o virviñ. Kalz diouto a oa daoubleget dirak lavarennoù Pierre-Joseph Proudhon, dispaket e Prederouriezh an Dienez. Marx a raio ur burutellerezh taer eus an oberenn e Dienez ar Brederouriezh. Skoueriet eo an dro-spered a ren war ar skridoù el levr gant ar rakger : « E Bro-C’hall, eñ Proudhon en deus ar gwir da vezañ un armerzhour fall, keit ha ma z’eo ur prederour Alaman feal. E Alamagn en deus ar gwir bezañ prederour fall peogwir ez eo un armerzhour e-touez ar re greñvañ. Ni, en hor perzh vat a Alaman hag a armerzhour hon eus bet c’hoant da ginnig hon fazi doubl. » Diwar goulenn gwaskus ar gouarnour prusiad e oa chaseet Marx eus Pariz e 1845, tamallet outañ bezañ un dispac’hour danjerus. Mont a reas neuze da vBrusel. An ti annezet gantañ, en Iksel etre miz Genver 1847 ha C’hwevrer 1848, a servijaas diwar neuze da da lec'h emgav evit an holl enebourien politikel. Kemer a ra Marx perzh e Kevredigezh Demokratel Brusel ha dilennet eo evel Is-Prezidant.
E koulz nevezamzer 1847, e emezell Marx hag Engels en ur strollad kommunour kuzh : ar c'hevre kommunour. Kemer a reont enni ur plas kreñv e-pad eil emvod Londrez e miz Du 1847. Neuze e oa goulennet ganto sevel Manifesto ar strollad kommunour, (anavezet dindan ar memes anv), a oa embannet e 1848.
Dispac’hoù 1848
kemmañPa darzh dispac’h gall miz C’hwevrer 1848 e kuita Marx Bro Velgia evit dont d’en em staliañ e Pariz adarre. Goude bezañ erruet an dispac’h e Bro-Alamagn ez a Karl Marx da Gologn evit dont da vezañ pennskridaozer an Neue Rheinische Zeitung (Kazetenn Nevez Ar Roen) embannet eus ar 1 a viz Mezheven 1848 betek an 19 a viz Mae 1849. Gant trec’h an enepdispac’h eo kaset Marx dirak al lez-varn peurgetket evit bezañ embannet e La Gazette skridoù-embann an dispac’her arluet Friedrich Hecker. Dirak an douidi en em zifenn dre lâret « Dever kentañ ar wask eo tangleuziañ diazezoù ar reizhiad politikel a-vremañ. » Didamallet eo d’an 9 a viz C’hwevrer 1949, met argaset gant ar gouarnamant d’ar 16 a viz Mae 1849 daoust dezhañ bezañ sujed ar Prus.
Distreiñ a ra neuze da Bariz met argaset eo adarre goude manifestadeg an 13 aviz Mezheven 1849. Mont a ra da Londrez ha chom a raio ahont betek e varv.
Diaes-kenañ eo bet buhez Marx pa oa arluet evel e c’heller lenn en e lizheroù. Gant skoazell arc’hant Engels staliet eñ ivez e Bro-Saoz e teu a-benn da dreuzvevañ[1]. Daouast da-se emañ gant e familh en dienez : « Ma gwreg zo klañv, Jenny bihan zo klañv, Leni zo tapet gant ur seurt terzhienn nervel. N’hellan ket ha n’hellen ket gervel ar medisin defot arc’hant evit paeañ al louzoù. Abaoe eizhteiz e vouetan ar familh gant bara hag avaloù-douar, met en em c’houlenn a ran hag-eñ e c’hellin kaout un tamm anezhe hiziv » (da Engels, d’ar 4 a viz Gwengolo 1852). Unan eus e vugale, Edgar, a varv gant an isvagadur.
Skrivañ a ra un heuliad seizh pennad, dastumet dindan an titl « Le 18 Brumaire de Louis Bonaparte ». Deskrivañ a ra enno penn kentañ an eil Republik gall hag hec’h emdroadur betek taol-Stad an 2 a viz Kerzu 1851 hag a ro an Eil Impalaeriezh. Betek fin 1862, bloavezh e krog gant skritur e levr Das Kapital (Ar C’hevala) emañ Marx en ur blegenn eizik c’hoazh en desped da sikour Engels, a zo eñ ivez lakaet diaes gant an arc’hant abalamour d’an enkadenn ekonomikel amerikan, ha da sikour e eontr Lion Philips a ro un astenn war e herezh dezhañ. E 1864 ez a gwelloc’h stad e arc’hant gant herezh e vamm he doa atav nac’het reiñ dezhañ ar pezh e tlefe bezañ resevet goude marv e dad.
Holl ar bloavezhioù 1850 a ouestl da skrivañ ur c'hantad a skridoù "boued" evit kazetennoù evel an New York Tribune, hogen kenderc'hel a ra gant e enklaskoù donaet war an armerzh, an Istor, ar politikerezh, hag all ... E-keit-se e chom e darempred gant dispac'hourien ar c'hevandir hag e skriv levrioù-stroll politikel liammet gant an nevezinti. Sellet e vez outañ gant gouarnerien Prusia evel penn un aozadenn irienn, pa n'ez eus mui eus ar Strollad komunour, a oa en em zivodet e 1852. Digeñvez en em gav Karl Marx, ha berr ar gwenneien gantañ. Dre-se ne c'hell ket kas e gefridi war-raok gant ar memes tizh.
Distro d'ar skridoù politikel
kemmañ
Etrebroadeliezh al Labourerien
kemmañ
Dibenn e vuhez
kemmañYec'hed Marx a falla abalamour d'e labour politikel distabil ; aozadur an Etrevroadel...
War roudoù Marx
kemmañPoltredoù
kemmañArroudennoù brudet
kemmañ- " Hi Ar Brederouriezh a ra outi arbennikadur feiz Promethee : "kasoni a vagan ouzh an Doueed." An arbennikadur feiz-se a zo he ger stur a lak e-tal da holl Doueed an Oabl hag an Douar ha ne anavezont ket emskiant an den evit Doueelezh-uhelañ." (Diforc’h prederouriezh an natur etre Democrites hag Epicure)
- " Ar baganelezh a zo un nac’hadenn eus Doueha dre an nac’hadenn-se e vez lakaet bezañs mab-den." (Dornskridoù 1844)
- "Ar relijion a zo uhanadenn ar boud gwallgaset, ene ur bed digalon ha spered an diferadennoù sokial diboell. Opium ar bobl ez eo." (a gevred gant Engels, burutellañ prederouriezh ar gwir Hegel, (1844).
- "Sed aze diazez ar vurutellerezh relijiel : an den an hini eo a ra ar relijion ha n’eo ket ar relijion a ra an den." (gant Engels, Burutellañ Prederouriezh ar gwir eus Hegel, 1844)
- "Nac’hañ ar relijion, sederidigezh touellus ar bobl, a zo gouc’hemenn ar wir blijadur. Gouc’hemenn e rank dilezel holl e doueladurioù war e stad a zo gouc’hemenn d’ur stad nevez a hop da douelloù nevez. Burutellerezh ar relijion a endalc’h greunenn traonienn an daeloù ar relijion he dreuskiz." (gant Engels, Burutellañ Prederouriezh ar gwir eus Hegel, 1844)
- "Ar brederourien n’o deus graet nemet interpretiñ e doareoù lies ar bed, bremañ ez eo ret kemmañ anezhañ. " (Tezenn war Feuerbach)
- " An doare-bezañ pennek o deus an dud e tal d’an natur a zifera evit o zoare pennek da vezañ kenetrezo." (Ideologiezh Alaman)
- "Ar gomunourien n’en em izelaont ket da guzhat o Mennozhioù hag o dodennoù. Sklaer e embannont n’ez eo ket o falioù bezañ sevenaet nemet dre zispenn taer an urzh sokial tremenet. Krenañ a rank ar c’hlasadoù e-penn ober o soñjal en un dispac’h kommunour ! Ar broleterien n’o deus mann da goll nemet o chadennoù a vefe. Ur bed o deus da c'hounit. Proleterien an holl broioù, unanit !"
"Istor ar gevredigezh beteg hiriv an deiz n’eo bet a-viskoazh nemet istor stourm ar c’hlasadoù" (Manifesto ar strollad kommunour, 1848)
- "Burutellerezh ar relijion a gas d’an deskadurezh ez eo an den boud meur an den, da lavaret eo ar redi dibleg da bilañ an holl liammoù sokial hag a lak an den da vezañ peuzvezhekaet, sklavekaet, dilezet, droukrañsadus." (Digoradur burutellañ prederouriezh ar gwir skrivet gant Hegel)
- " N’eo ket emskiant an dud dermen o vezañs mes ar c’hontrol : o vevañs sokial a dermen o emskiant." (Oberennoù armerzhel)
- "Domani ar frankiz a grog lec’h ma echu domani al labour termenet dre an ezhomm." * "An neb ha ne anavez ket an istor a zo kondaonet d’e advevañ"
- "Ar Mennozhioù n’int netra all eget traoù dafarel treuskaset ha troet e penn an dud."
Oberennoù
kemmañ- Levrioù
- Ar goulenn yuzev
Pa skriv Marx al levrenn-se e 1843, e tag unan eus speredegezhioù pennañ ar c’houlz, Bruno Bauer, penn-linennad an Hegelianed yaouank hag a oa o paouez echuiñ ur skrid a zivous an dodenn. E testenn Marx ez eo ar Yuzevien abeg dezhañ da blediñ gant ur bern dodennoù all kalz ledanoc’h, a-benn ober ur vurutellañ diazezek eus ar Stad, eus e liammoù gant ar relijion dre vras, eus ar gevredigezh keodedel. Skoulm a levr o vezañ an emrenerezh. Evir ar wech kentañ e ra Marx un diforc’hidigezh splann etre an emrenerezh politikel hag an hini denel. Gant al levr-se e vezo Marx tamallet a enep-yuzeverezh.
- Dornskridoù 1844
El levr-se e vez graet ur vurutelladenn taer eus ar gapitalouriezh. Ar gevredigezh a zo mestroniet gant an armerzh, pezh a gas d’un daladenn hollek.
- Paourentezh ar brederouriezh, (1847)
- Manifesto ar Strollad komunour, (1847), troet e brezhoneg gant Frañsez Favereau (Preder, 1970), troet ivez diwar an alamaneg gant Alan E. ar Berr (Preder, 1978).
A-gevred gant Engels e red Marx war roudoù stourm ar c’hlasadoù. Sevel a reont neuze ur gwir program Dispac’hour. Un Oberenn dibar he deus merket da viken istor ar Broleterien.
- 18 Brumer Louis Bonaparte
Skrivet etre miz kerzu 1851 ha miz meurzh 1852 e diferadennoù ostilhel izel kenañ, d’ur maread lec’h m’eo Marx digenvez da vat. Un dielfennadenn eus an istor bemdeziek ez eo an oberenn-se, o tisplegañ dre sell Marx taol-Stad an 2 a viz kerzu 1851, a vounto niz Napoleon e-penn an eil Impalaeriezh. Dre lec’hiañ an taol-Stad en e endro armerzhel, sokial ha sevenadurel e ro Marx deomp un displegadenn genedus a ziskouez natur ar Stad suner-gwad etre krabanoù burevkrated divezh, o tebriñ ar gevredigezh. Un oberenn speredek tre
- Degasadenn da vurutellerezh an armerzh politikel, (1859)
- Prederouriezh ( ? )
- Stourm ar c’hlasadoù e Bro-C’hall ( ? )
- Ar C’hevala ( ? )
- Pennadoù
- 1843: Burutellañ prederouriezh Hegel war ar gwir (gant Engels)
- 1845: Tezennoù Feuerbach (gant Engels), Ar sant-Familh (gant Engels)
- 1846: Ideologiezh Alaman (gant Engels)
- 1847: Statud al lig kommunour, Levr ar gopr
- 1848: Prezegenn a zivoud dodenn an eskemm-frank
- 1850: Chomlec’h bodad-kreizenn al lig kommunour, Stourm ar renkadoù e Bro-C’hall
- 1867: Ar varc’hadourezh, Eskemmoù, Formulenn hollek ar c’hevala, Enep-lavarennoù ar formulenn hollek war ar c’hevala
- 1871: Brezel keodedel e Bro-C’hall
Skridoù diwar-benn Karl Marx
kemmañ- Fulup Lannuzel : Karl Marx, bev bepred !, Bremañ niv. 421, Mezheven-Gouere 2018, pp. 8–11.
Liammoù diavaez
kemmañ- ↑ Michel Dubois, Les fondateurs de la pensée sociologique, Ellipses, 1993, page 38