Ur vamm zo ur vaouez hag he deus krouet ur bugel, pe emañ o tougen c'hoazh, ha n'eo ket ganet ar bugel, pe he deus ganet anezhañ.

Estlamm mamm
Livadur gant William Bouguereau, 1869
Moederschap
Wyspiański, 1905

Dre vras, bezañ mamm zo kement hag ober ha kaout bugale, goude ma c'haller dispartiañ an daou dra-se a-wechoù.

  • Ur vamm naturel eo an hini a c'han ar bugel.
  • Ur vamm hervez al lezenn eo an hini zo anavezet dezhi gwirioù ur vamm, goude ma n'he deus ket ganet ar bugel, peogwir he deus advabet ur bugel ganet gant ur vamm all.

Mamm ha tad

kemmañ

Evit bezañ mamm he deus ezhomm ar vaouez da gavout ur gwaz peurvuiañ. Hennezh a vez graet an tad anezhañ.

Abaoe 20 bloaz diwezhañ an XXvet kantved koulskoude ez eus bet kavet doareoù all da vezañ mamm hep skoazell an tad, nemet n'eo ket hep had un tad c'hoazh.

Loened

kemmañ
 
Orangoutanez hag he c'hrouadurig
Komzet e vez eus mammoù ivez evit al loened, marmouzien pe evned pe amprevaned.

Pennadoù kar

kemmañ


Sellit ouzh ar ger mamm er
wikeriadur, ar geriadur frank.