Tiegezh
E kevredigezh Mab-Den, an tiegezh pe ar familh (eus al Latin: familia) zo un ensavadur war un dro sokial, gwirel hag ekonomikel a gaver dindan stummoù disheñvel en holl gevredigezhioù, hervez an antropologour Claude Levi-Strauss. An tiegezh zo ur strollad sokial a vod tud zo liammet etrezo dre ar gwad pe dre liammoù kerentiezh sevenadurel. Er pep brasañ eus ar c'hevredigezhioù ez eo an ensavadur pennañ a dalvez da zesevel ha da sokialaat ar vugale. Un tiegezh, ennañ an tad, ar vamm, hag o bugale, a vez graet tiegezh nukleel anezhañ. Gallout a ra bezañ enebet ouzh an tiegezh ledan.
An tiegezhioù, en hor c'hevredigezh dreist-holl, o deus ur bersonelezh lezennel, un anv, ul lec'h annez hag ur glad. Krouiñ a reont etre o izili ur redi lezennel ha sevenadurel a gengred buhezegezhel[1] ha danvezel[2], sañset o gwareziñ hag harpañ o diorroadur sokial, korfel ha santadurel[3].
An tiegezhioù, evel unanennoù sokializadur hag ensavadur diazez eus ar gevredigezh, zo un danvez studi evit sokiologourien an tiegezhioù. Ar c'henealogiezh eo studi an tiegezhioù, eus o lignezioù hag o istor. En Etologiezh pe e studi al loened, ez eur en em rentet kont ez eus strolladoù e kalz spesadoù zo damheñvel ouzh an tiegezhioù eus hor c'hevredigezh.
Tud an tiegezh
kemmañKentañ derez a gerentiezh
kemmañEn tiegezh gwelet adal an derez kentañ a gerentiezh emañ
- an tad hag ar vamm, pe ar priedoù (ma'z int dimezet)
- ar vugale : ar vibien hag ar merc'hed
- ar bugel henañ, ar bugel etrehenañ, ar bugel yaouañ (ar yaouaerien)
An tiegezh ledan
kemmañMeur a zerez all zo :
- an diskennidi : ar mibien-vihan hag ar merc'hed-bihan, hag o bugale; ;
- an diagentidi : tadoù-kozh ha mammoù-kozh;
- an dud nes : an deuñv hag c'houhez ;
- diagentidi nes: tadoù-kaer ha mammoù-kaer, eontred ha moerebed,
- diskennidi-kar : mab-kaer ha merc'h-kaer, kendirvi ha kenitervezed
Notennoù
kemmañ- ↑ Sellet ouzh ar studiadennoù diwar-benn ar veñjañs hag ar vendetta.
- ↑ Sellet ouzh melladoù ar C'hod sivil diwar-benn ar redioù a sikour ha harp dleet etre priedoù, ar redi da bourveziñ peadra da vagañ ha da zesevel ar vugale.
- ↑ S.o. ar pennaennoù diwar-benn gwirioù ar vugale disklêriet gant an UNESCO, sellet ivez ouzh kelc'hlizherioù an Iliz katolik evit a sell broioù ar C'hornôg.
• tad • mamm • gwaz • gwreg • pried • ozhac'h • breur • c'hoar •
• mab • merc'h • emzivad • emzivadez • minor • minorez • dalif • dalifez • pennhêr • pennhêrez •
• tad-kozh • mamm-gozh • mab-bihan • douaren • merc'h-vihan • tad-kuñv • mamm-guñv •
• eontr • moereb • kenderv • keniterv • ni • niz • nizez •
• tad-kaer • mamm-gaer • mab-kaer • deuñv • merc'h-kaer • breur-kaer • c'hoar-gaer•
•tadeg • mammeg • mabeg • merc'heg • breureg • c'hoareg
• leztad • lezvamm • lezvab • lezverc'h • lezvreur • lezc'hoar •
Gwelout ivez :
• kar - kerentiezh - tud
• eured - dimeziñ - priedelezh - bugel - intañv