Un ozhac'h zo un den dimezet, hag un tad ivez war un dro, dezhañ karg a diegezh. Anezhañ e teu anv an tiegezh, a oa ivez hini e wreg war-lerc'h o dimeziñ, betek dibenn an XXvet kantved.

Ozhac'h
karg
Iskevrennad euslusker, gwaz Kemmañ
Rann euspatriarchy Kemmañ
Enebet ouzhmatriarch Kemmañ

Enebet e vez ar ger

Gant disteraat pouez an dimezioù er gevredigezh ha lec'h an tiegezh henvoazel dre vras, ne vez ket komzet kement eus an ezhec'h ken, a oa diazez ar gevredigezh kozh, a-raok d'ar merc'hed (pe gwragez, pe maouezed) gounit un nebeud gwirioù.

Muioc'h e vez komzet eus an "tadoù" (met ar memes tra eo e gwirionez), pe eus ar wazed (met er ger-se n'eus ket anv eus karg a vugale).

E-lec'h Gwirioù an tadoù e c'hallfed ken aes all komz eus gwirioù an ezhec'h pa vez kaoz eus lec'h ar gwaz en tiegezh, ha n'eo ket eus e varregezh d'ober bugale hepken.

Galloud an ezhec'h

kemmañ

Komzet e vez eus galloud an ezhec'h, pe eus ozhac'hveliouriezh, en ur gevredigezh ma emañ pep galloud gant an ezhec'h, pe gant ar wazed dre vras, ha gwir ebet gant ar gwragez pe ar merc'hed.

Gwirioù an ezhec'h

kemmañ

Gwirioù an ezhec'h eo gwirioù an tadoù, a vez embannet gant ezhec'h a lavar eo bet roet an holl wirioù war ar vugale d'ar gwragez, pe d'ar mammoù, pa vez torret un dimeziñ.

Krennalavaroù

kemmañ
  • Yenañ tra zo en ti: Pennoù daoulin an ozhac’h ha fri ar c’hi.