Intañv
Un intañv zo ur pried hag a zo marvet e wreg, un intañvez zo ur bried hag a zo marvet he gwaz. Komz a reer eus intañvded, intañvegezh, intañvelezh pa gomzer eus o stad.
Intañviñ a ra ur gwaz, intañvezañ a ra ur wreg, pa varv o fried.
Intañvezañ
kemmañAn tiegezhioù ma varve an tad a golle an tu da gaout o bara. Marv an tad a gase an intañvezed hag o bugale da glask o bara alies, evel a weler el levr Bilzig.
Dre ma varve aliezik ar gwragez er gwilioud e c'halle an ezhec'h intañviñ meur a wech.
Brud fall a c'halle bezañ ivez war an intañvezed, dreist-holl ar re yaouank, ha barnet kriz e veze, er gevredigezh kozh, an doare ma vevent a-wechoù.
En Indez e oa ar c'hiz d'an intañvezed mervel en tan da vare obidoù o gwaz, en desped dezho peurvuiañ evel-just. Gwelet a reer haroz levr Jules Verne Le Tour du Monde en 80 jours o saveteiñ un intañvez yaouank eus an tan.
El lennegezh
kemmañ- Er gontadenn Kroc'hen Azen e weler un tad intañv hag a fell dezhañ dimeziñ d'e verc'h.
- An Intañvez yaouank, fablenn.
Intañvien brudet
kemmañ- Shah Jahan, an impalaer a lakaas sevel an Taj Mahal.
- Herri VIII, roue Bro-Saoz, zo bet dimezet 6 gwech, intañv 3 gwech, goude dibennet div wreg dezhañ.
Intañvezed brudet
kemmañIntañvien hag intañvezed
kemmañ-
Shah Jahan, an impalaer intañv a lakaas sevel an Taj Mahal.
-
Antoinette d'Orléans
-
Poltred ur vaouez gant ul levr, Marie Wiegmann, 1864
-
Valentina Visconti, gant Fleury François Richard (1777 -1852)
-
Fernando VII, roue Spagn, teir gwech intañv, a laoskas un intañvez war e lerc'h.