An Intañvez yaouank
An Intañvez yaouank zo ur fablenn vrezhonek, a orin italian, diwar-benn ur wreg nevez intañvezet. Brudet eo bet e galleg gant Jean de La Fontaine, ha lakaet e brezhoneg gant Eozen Kombod en XIXvet kantved.
Ar Fablenn
kemmañEn un digoradur hirik, pemzek gwerzennad anezhañ, e lavar ar barzh ez eus kemm etre un intañvez vloaz hag an hini a-veac'h he deus un deiz c'hoazh. Goude e teu an istor, a-hed teir gwerzenn ha tregont.
Ur wreg yaouank a varv he fried diganti, ha hi prest da vont d'e heul. He zad a lavar dezhi paouez da leñvañ : Re e leñvit, va Merc'h. Hag e kinnig dezhi kregiñ da soñjal en ur pried all. Hi avat ne fell ket dezhi klevout seurt kaoz.
Tamm-ha-tamm e krog da wiskañ dilhad brav ha da vont d'an dañsoù. An Tad ne lavar tra, ha hi neuze: E pelec'h emañ 'ta an ozhac'h yaouank-se, lavaras-hi, ho poa komzet din-me?
Istor
kemmañ- Kentañ ma voe embannet a oa e 1492 en dastumad latin Hecatomythium, gant Laurentius Abstemius[1].
- Ur pennadig goude, war-dro 1530, e voe kavet el levr saoznek Merry Tales and Quick Answers[2].
- Er XVIIvet kantved e voe lakaet
- e galleg gant Jean de La Fontaine en e levr Fables de La Fontaine (VI.21[3]).
- e saozneg, e 1692, gant Sir Roger L'Estrange en e levr Fables of Aesop and Other Eminent Mythologists, ennañ oberennoù eus Aesopos hag eus Abstemius[4].
- E 1754 e voe troet e saozneg fablenn La Fontaine gant Charles Denis en e Select Fables[5].
- En XIXvet kantved
- neuze e voe lakaet e brezhoneg gant Eozen Kombod, hogen ne voe ket embannet.
- e Fantastic Fables[6] gant Ambrose Bierce, e 1899, ma oa anvet The Inconsolable Widow. Pellaet un tamm eo an istor diouzh ar stumm orin.
- Er XXIañ e voe embannet e brezhoneg el levr Fablennoù Jean de la Fontaine.
Embannadur brezhonek
kemmañE Fablennoù Jean de la Fontaine e 2005.
Filmoù
kemmañ- La vedova inconsolabile ringrazia quanti la consolarono (1973)
- The incosolable widow, filmig saoznek diwar kontadenn Bierce[7]
Sonerezh
kemmañ- Ar fablenn kanet e galleg : https://www.youtube.com/watch?v=I1eKeq4NlxY.
Notennoù
kemmañ- ↑ http://aesopus.pbworks.com/w/page/1471393/abstemius014
- ↑ Google Books fable x
- ↑ http://www.la-fontaine-ch-thierry.net/jeunvve.htm
- ↑ Skrid Roger l'Estrange: http://mythfolklore.net/aesopica/lestrange_abstemius/14.htm
- ↑ Select Fables pp.156-9
- ↑ Skrid al levr
- ↑ Filmig saoznek