Bilzig eo anv ar romant brezhonek skrivet gant Fañch al Lae.

Golo Bilzig (trede embannadur)

An istorAozañ

Bilzig a zo ur romant da gelenn ar yaouankiz. Embannet e voe evit ar wech kentañ er gelaouenn Buhez Breiz, adal an niverenn 37 (miz genver 1924) betek an niverenn 47 (miz du 1924).

Kontañ a ra bugaleaj ha yaouankiz ur paotr paour hag emzivad eus parrez Lokireg, en Bro-Dreger. Savet eo gant e voereb Izabel. Afer en deus ouzh ar person hag ar c'hont, dalc'herien ar galloud er barrez. War a seblant e c'hoarvez an istor en XVIIIvet kantved. *Bilzig a zo ur mousig hag emzivad. Tremen a ra an istor etre Plistin (Toull-ar-c'hirri, al Lev-Draezh), Sant-Eflamm, Perroz-Gireg, Montroulez, Lannuon

Lakaet en deus an aozer barzhonegoù e-barzh an istor.

Skrivañ a ra Fañch al Lae e KLT ha santet e vez da-vat blaz yezh Treger. Ne vez ket lakaet a ñ e fin an anv-verb, ao met ô, eur evit ur, buhe, anehañ, kentañ, pôtr, penôs, ... Bez' ez eus gerioù a skriv evel e klev anezho.

LevrlennadurAozañ

Kavout a reer ur pennad diwar Bilzig en Annales de Bretagne e 1958, e-lec'h ma 'n em c'houlenn Pêr Trepos hag-eñ ez eo tennet ar pennad tri eus Bilzig e gwirionez.

EmbannadurioùAozañ