Plistin
Plistin | ||
---|---|---|
![]() An ti-kêr. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Plestin-les-Grèves | |
Bro istorel | Treger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Lannuon | |
Kanton | Plistin (pennlec'h) | |
Kod kumun | 22194 | |
Kod post | 22310 | |
Maer Amzer gefridi | André Lucas (PS) 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Lannuon-Treger Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Treger ha Goueloù | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 635 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 105 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 127 m | |
Gorread | 34,52 km² | |
kemmañ ![]() |
Plistin (distaget: [ˈplistin]), ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor. Pennlec’h Kanton Plistin eo.
DouaroniezhAozañ
War lez ar stêr Yar emañ Plistin. Graet eo arvor Plistin gant tornaodoù ha traezhennoù. Unan eus baeoù brasañ Breizh eo, en em astenn a ra eus Sant-Eflamm da Lokmikael a-hed 3 km ha galloud a ra ar mor dichalañ betek 1,3 km eus an douar. Lec'h uhelañ arvor Plistin eo Hyrglas[2], Roc'h Hallaz (pe "Roc'h Karlez"), ur pezh mell roc'h vras, a sko war bae Sant-Eflamm, 84 m eo en hec'h uhelañ. Kinnig a ra al lec'h-mañ ur panorama 180° war ar bae, hag ul lec'h gwareziñ logod-dall a zo dindani. Kalz a laboused-mor a vev er vro, evel, da skouer, herlegoned, kerc'heized louet, ha spesadoù laboused aod all.
AnvAozañ
Stummoù skrivet
- Régis de Saint-Jouan ː Plegestin, 1096; Plestin, 1330; Plestin-les-Grèves, 07.07.1884
- Bernard Tanguy ː Plegestin, 1086, 1163; Plestin, 1292; Plestina, XIIvet; par. de Plestin, 1330; Plestin, c. 1330, fin XIVvet; Ploegestin, 1481
- Erwan Vallerie ː Plesgestin, 1086, 1163; Plestin, Plesti, 1330; Plestin, 1371; Ploestin, 1424; Plestin, 1425; Ploestin, 1426; Plestein, Plestin, 1425; Plestin, 1516; Plestin, 1709
Gerdarzh
- anv den (sant ?) Justinus, e hen-brezhoneg Iostin, Iestin
ArdamezioùAozañ
En aour, e gebrenn en gul, eilet gant teir steredenn kevliv[3].
IstorAozañ
XVIIvet kantvedAozañ
Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh daou zen eus Plistin, Jacques hag Yves Gariou, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[4].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 202 waz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 5,11 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[5].
Eil Brezel-bedAozañ
- Mervel a reas 48 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[5].
TrevadennoùAozañ
- Brezel Indez-Sina: ur soudard a varvas e 1948.
MelestradurezhAozañ
Meur a garter a zo e Plistin, en o zouez emañ dreist-holl reoù Sant-Rok, Sant-Jagu, Sant-Eflamm, Sant-Sebastian, Sant-C'haran, Toull ar C'hirri ha Porzh-Maeleg.
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
? | ? | François Ales | ? | (?-?) |
Meurzh 1971 | Meurzh 1977 | Marcel Hamon | PCF | Kuzulier meur Kanton Plistin
(1973-1979) |
Meurzh 1977 | Mezheven 1995 | Roger Rioual | PCF | Kuzulier meur Kanton Plistin
(1985-1992) |
Mezheven 1995 | bremañ | André Lucas | PS | Labourer-douar, Kuzulier meur Kanton Plistin
(1998-2011) |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Glad ha sevenadurAozañ
Glad relijielAozañ
- Iliz katolik Sant Eflamm a zo deuet da vezañ ur monumant istorel e 1908. Savet eo bet etre ar XVvet kantved hag ar XVIvet kantved, ar pezh e c'hellomp gwelout war talbenn ar porched e-lec'h m'eo skrivet ar bloaziad 1576.
- Chapel Santez Barba enskrivet e 1934 evel ur monumant istorel.
- Chapel Sant Yagu, adsavet e 1496 a zo bet benniget e 1498 a zo enskrivet evel monumant istorel.
Glad sivilAozañ
- Kibelldi galian-ha-roman an Hogolo, savet er bloavezhioù 50 g. J.-K. a zo bet miret mat-tre.
- Feunteun sant Eflamm, savet er XVIIIvet kantved, a zo bet enskrivet e 1926 evel monumant istorel.
- Kastell Lesvaez ha Maner Kervizioù, o-daou eus ar XVIvet kantved ha Kastell Leslac'h eus ar XVIIvet kantved a zo bet enskrivet e 1927 evel monumant istorel.
- Traoù all:
- Maner ar Porzhioù
- Kastell Lezormel
- Chapel santez Katell
- Chapel sant Yagu
Lec'hioù heverkAozañ
- Porzh Toull ar C'hirri
- Roc'h Hellaz
- al Lev-Draezh
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
- Eus 1924 da 1926, a oa mestr ar skrivagner Alan an Diuzet war ar jedoniezh hag ar skiantoù e skolaj eil-derez Plistin.
- sant Eflamm
- santez Enora
- Sant Yestin
- Marcel Hamon, stourmer gall, maer kozh hag kuzulier meur ha depute komunour.
- Jean-Pierre Abraham, skrivagner.
- Erwan Tangi, livour dreistwirvoudel hag en deus bevet e Plistin.
- René Largillière, alvokad ha skrivagner, hag oberer un dezenn war sent Breizh.
- Macario Vitalis, livour filipat en deus bevet e Plistin.
- Andrev an Enored, beleg micherour.
- Simonet Richard, kenlodek en Emgann an Tregont.
- Yann Kerlann, emsaver
Tud bet ganet enoAozañ
- Eflamm ar Maout (1764-1852), apotiker.
- Juluen Sklison (Paotr Juluen), beleg ha skrivagner brezhonek, (° 19 a viz Kerzu 1883).
- Even Begaignon, eskob Landreger, er bloavezhioù 1362 da 1371, ganet e Plistin.
- Jeanne Bohec, stourmerez c'hall, skrivagnerez, kelennerez ha politikerez, ganet ha marvet e Plistin.
Tud bet marvet enoAozañ
- 1938 : Erwan-Vari Gwazdoue, barzh
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Adam, aotrounez Kermalvezan ː
Brizhet etre argant ha gul, e vevenn en sabel bezanted en argant[6] | |
de Coëtlogon, aotrounez Kerberio
En gul e zri skoedig en erminoù |
BrezhonegAozañ
Ar Brezoneg er SkolAozañ
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[7].
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D’an 8 a viz Meurzh 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'an 9 a viz C'hwevrer 2007 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
DeskadurezhAozañ
Ar sportoùAozañ
- Porzh kozh Toull ar C'hirri, war aber an Douron, a zo deuet da vezañ ur porzh gwarez evit bigi dudi. Betek eno e teu d'ar porzh al listri-bale eus Beg-Douar war Beg an Arvor.
- Sportoù bageal a vez graet e Sant-Eflamm. Tu zo d'ober karr-dre-lien, katamaran, plankenn-dre-lien, kaiak-mor.
- Pa vez redadegoù kezeg war al Lev-draezh, e teu 1700 vakañsour ha c'hoarier bennak da glaoustreañ war ar c'hezeg.
Darempredoù etrebroadelAozañ
GevelliñAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Kernev-Veur | Lannstefan | 1984 |
Alamagn | Feldheim | 1998 |
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. ArMen. 1992
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Bernard Tanguy ː hir, ha glas (pe gwer, pe glas, pe louet). Meneget dinda ar stum se e 1086.
- ↑ Ma weler Martin Schultz, Prezidant Parlamant Europa, gant bannielig ar gumun, hag aotrou maer Plistin, Skeudenn ma weler ar skoed ouzh moger an ti-kêr
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie , La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
- ↑ 5,0 ha5,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. 1890 (diwar Guy le Borgne)
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek