Digeriñ al lañser pennañ

Emgann an Tregont

emgann Brezel Hêrezh Breizh

Emgann an Tregont a c'hoarvezas e-kerzh Brezel hêrezh dugelezh Breizh d'ar 26 a viz Meurzh 1351, e Gilieg, etre Josilin ha Ploermael.
Tregont den eus kostezenn Charlez Bleaz a stourmas ouzh tregont den eus kostezenn Yann Moñforzh. Ar stourmerien en em gannas e-kichen "dervenn Lanneg an Hanter-Hent".
Gant kostezenn Bleaz ez eas an trec'h, met pouez ebet n'en devoe e kerzh ar brezel.

Emgann an Tregont        
Compilation des chroniques et histoires de Bretagne - Le Combat des Trente.jpg
Chroniques et histoire de Bretagne
Pierre Le Baud, c. 1481
Deiziad 26 a viz Meurzh 1351
Lec'h Gilieg
Breizh Breizh
Trec'h Charlez Bleaz
Bellerien
Armoiries Bretagne - Arms of Brittany.svg Charlez Bleaz Royal Arms of England (1340-1367).svg Bro-Saoz
Armoiries Bretagne - Arms of Brittany.svg Yann Moñforzh
Armoiries Saint-Empire monocéphale.svg Impaleriezh santel
Pennkadourien
Blason Jehan de Beaumanoir.svg Beaumanoir Robert Bemborough
Stourmerien
32 marc'heg pe floc'h diouzh pep tu
Kolloù
6 marv 9 marv

E penn kostezenn Bleaz e oa Jean IV de Beaumanoir hag a lavaras en devoa sec'hed. Un emganner en e gichen a eilgerias : « Ev da wad, ha distanañ a ray da sec'hed ».[1]

Emgann an Tregont
Octave Penguilly l'Haridon (1857) — Mirdi an Arzoù-kaer, Kemper

NotennoùAozañ

  1. Histoire de Bretagne, Arthur de La Borderie, levrenn 3. Troet e brezhoneg gant Roparz Hemon evel-henn : "Ev da wad, Belmaner, ha sec'hed ne'z po mui" (Al Liamm niv. 184, p. 394)


Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.