Digeriñ al lañser pennañ

Arthur Le Moyne de La Borderie

tad istor Breizh
(Adkaset eus Arthur de La Borderie)
La Borderie

Arthur Le Moyne de La Borderie (bet graet alies anezhañ Arthur de La Borderie), Den meur war istor Breizh eus Gwitreg (1827-1901), tad istorouriezh vodern Breizh. Ar Borderie a zo ivez anv un takad douar e kumun Étrelles. Bet eo bet ivez un den a bolitikerezh, kuzulier ti-kêr, ha dilennad Il-ha-Gwilun e takad Gwitreg. Levezoniñ kalz a raio an emsav rannvroelour ha da-c'houde an hini broadelour. Moaian a zo da lavarout en deus c’hoazh ul levezon vras hiziv e-touez ar Vrezhoned evito da gompren gwelloc'h o istor. Setu al labour ramzel kaset a-benn gantañ : e c'hwec'h levrenn (miliadoù a bajennoù) pellgargapl war lec’hienn bibnum. Univ Rennes2.(hag o zrugarekaat a rankomp evit al labour skaniñ).

Buhez Arzhur ar BorderieAozañ

Goude studioù war ar gwir e skol-veur Roazhon ez a da skol Chartrez. An hini kentañ (gwellañ) e voe d’an arnodennoù e 1852. En dielloù departamant Naoned e labouro eus 1853 da 1859. Seveniñ a raio kevredigezh arkeologiezh hag istorel Il-ha-Gwilun, bez' e vo prezidant eus 1863 da 1890, e labourioù fonnus, war amzeriou kozh Breizh a roio brud vat dezhañ da vezañ enoret evel istorour meur Breizh. Diskoachañ a raio dielloù lies war an amzer-grenn hag o studiañ spis a-benn displegañ darvoudoù ar rouantelezh hag an dugelez vrezhon. A-hervez en dije klasket kuzhat ha diverkañ alies levezon ar Franked hag ar C’hallaoued war an ensavadurioù breizhat. Levezoniñ kalz a raio an emsav rannvroelour o tont ha da-c'houde an hini broadelour betek hiziv-an-deiz. Nerzh a gaso d’an enklaskoù war gement tachenn ha levezoniñ a raio ur bern tud war o sell eus istor Breizh. Rener e oa eus ar gelaouenn en devoa krouet d’an oad a 25 bloaz : Revue de Bretagne et Vendée embannet adalek 1867 betek 1900.

Den politikelAozañ

Dilennet e vo da guzul departamant Il-ha-Gwilun eus 1864 betek 1871 hag adal ar memes bloavezh dilennet kannad e Gwitreg betek 1876. Kiriek e vo eus ar poellgor studi parlamantel bizskrivet entre 1872 ha bet embannet e 1874, o labourat war aktaoù ar gouarnamant difenn broadel, spisoc’h c'hoazh war Kamp-bac’h Konli : lec’h ma voe dalc’het prizonidi vrezhon en ur c’hamp bac’h un 50 mil bennak, stanket e doareoù spontus ha dizenel e 1871, ha ma varvo gant an naon hag eus ar c’hleñvedoù ur bern anezho. (Un engravadur brudet eus kamp-bac’h Konli a zo da welout e mirdi Kemper, graet gant Jan Moulin). Ur politiker eus an tu-dehoù ez oa, katolik ha roueelour, ne c’hwitae ket an tu bewech da flemmañ pe da vurutellañ ar pennaenou republikan gall. E 1875 e voto enep d’ar c'hraf a anv Wallon hag a gadarnao stumm republikan an ensavadurioù, ne gemero ket perzh e votadegoù al lezennou bonreizhel ha zeuio da heul. N’en em ginnigo ket adarre e 1876. E 1873 ec’h adsavo ar gevredigezh vrezhon hag a oa bet dispennet dindan ren gouarnamant Napoleon III e 1859, rak douetañs en devoa outi.

Liamm diavaezAozañ

Setu amañ e labour, miliadoù a bajennoù war istor Breizh, aes da bellgargañ : Levraoueg Skol-veur Roazhon 2