Il-ha-Gwilen
Il-ha-Gwilen | |||
---|---|---|---|
| |||
![]() | |||
Anv gallek (ofisiel) | Ille-et-Vilaine | ||
Bro | ![]() |
||
Melestradurezh | |||
Riez | ![]() | ||
Rannvro | Rannvro Breizh | ||
Pennlec'h (prefeti) |
Roazhon | ||
Isprefetioù | Felger Redon Sant-Maloù |
||
Prezidant ar c'huzul-departamant | Jean-Luc Chenut (PS) | ||
Prefed | Emmanuel Berthier | ||
Kod EBSSA | 35 | ||
Kod ISO 3166-2 | FR-35 | ||
Kod Eurostat NUTS-3 | FR523 | ||
Poblañsouriezh | |||
Poblañs | 1 088 855 ann. (2020)[1] | ||
Stankter | 161 ann./km² | ||
Douaroniezh | |||
Kenurzhiennoù | |||
Gorread | 6 775 km² | ||
Adrannoù | |||
Arondisamantoù | 4 | ||
Pastelloù-bro | 8 | ||
Kantonioù | 27 | ||
Etrekumuniezhioù | 18 | ||
Kumunioù | 333 | ||
kemmañ ![]() |
An Il-ha-Gwilen[2] (distaget: [ˌiˑlaˈɡwiːlɛn](Daveoù a vank)), Il-ha-Gwilum[3] pe Il-ha-Gwinum[4], Ille-et-Vilaine e galleg hag ent-ofisiel (distaget: [i.l‿e.vi.lɛn]), a zo unan eus ar pemp departamant a oa bet savet e Breizh da heul ar Reveulzi c'hall. E reter-norzh ar vro emañ, Roazhon eo ar pennlec'h anezhañ, hag ar 35 an niverenn roet dezhañ.
An anvAozañ
C'hoarvezout a ra eus anvioù stêrioù, evel alies e departamantoù Frañs, re ar stêrioù Il ha Gwilen. Meur a wech ez eus bet kaoz da cheñch anv d'an departamant hep nad afe an traoù betek penn.
Hervez un diviz eus an 20 a viz Mezheven 2013 er c'huzul-departamant e tlefe annezidi Il-ha-Gwilen bezañ anvet Bretilliens, un anv perc'hennet gant an departamant.
DouaroniezhAozañ
IstorAozañ
Savet eo bet diwar Bro-Roazhon, lodenn reter Bro-Sant-Maloù, ul lodenn vras eus Bro-Zol, un toullad parrezioù eus Bro-Wened er mervent, hag un nebeud parrezioù eus Bro-Naoned er su.
KêrioùAozañ
Kumun | Poblañs (2020
) |
Arondisamant |
---|---|---|
Roazhon | 222 485 | Arondisamant Roazhon |
Sant-Maloù | 46 995 | Arondisamant Sant-Maloù |
Felger | 20 505 | Arondisamant Felger-Gwitreg |
Bruz | 19 090 | Arondisamant Roazhon |
Gwitreg | 18 603 | Arondisamant Felger-Gwitreg |
Saozon-Sevigneg | 17 316 | Arondisamant Roazhon |
Sant-Jakez-al-Lann | 13 955 | Arondisamant Roazhon |
Pazieg | 12 004 | Arondisamant Roazhon |
Lanvezhon | 12 637 | Arondisamant Roazhon |
Kantpig | 10 236 | Arondisamant Roazhon |
Dinarzh | 10 235 | Arondisamant Sant-Maloù |
Kastell-Geron | 10 541 | Arondisamant Roazhon |
Sant-Gregor | 9 881 | Arondisamant Roazhon |
Redon | 9 315 | Arondisamant Redon |
PoblañsAozañ
1 088 855 annezad a zo ennañ hervez niveradeg an EBSSA e 1088855 war 6 775 km².
Arondisamantoù an Il-ha-GwilenAozañ
E Roazhon emañ prefeti an departamant. E Sant-Maloù, Felger, ha Redon eo staliet an isprefetioù.
Ar c'huzul-departamantAozañ
Jean-Louis Tourenne, eus ar Strollad Sokialour Gall, a oa prezidant Kuzul-departamant Il-ha-Gwilen etre 2004 ha 2015.
BrezhonegAozañ
Ar c'helenn divyezhek :
- 4 c’humun a zo klasoù divyezhek publik enno (Roazhon, Sant-Maloù, Redon, ha Bruz). 0,6% eus bugale an departamant a zo enno er c'hentañ derez (Ofis ar Brezhoneg).
- Bec'h e oa bet e Bruz e miz Gwengolo 2009 pa oa bet nac'het digeriñ ur c'hlas divyezhek gant an Enseller Akademiezh Jean-Charles Huchet.
- 4 c’humun a zo klasoù prevez divyezhek enno (Roazhon - skolioù Sant Yann Bosco ha Sant Mikael - Gwitreg, Redon ha Kastell-Bourc'h).
- 3 c'humun zo enno ur skol Diwan en departamant, e Roazhon, Magoer hag abaoe miz Gwengolo 2013 e Felger.
Gwelet ivezAozañ
Liammoù diavaezAozañ
Dave ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Geriadur Hemon-Huon, 2005.
- ↑ Dictionnaire français breton, Roparz Hemon, Al Liamm, 1974.
- ↑ Il ha Gwinum a veze implijet ingal e-barzh Al Liamm en XXvet kantved. Da skouer, e-barzh an niverenn 178 (Gwengolo - Here 1976) e c'haller lenn "[...] ; Penn ar Bed, 244 ; Il ha Gwinum, 98 ; Liger Atlantel, 71 ; [...]" er rann NOTENNOU (pajenn 371).