Lanvezhon
kumun Il-ha-Gwilen
Lanvezhon | ||
---|---|---|
![]() An ti-kêr. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Beton | |
Anv gallek (ofisiel) | Betton | |
Bro istorel | Bro-Roazhon | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Roazhon | |
Kanton | Lanvezhon (pennlec'h) | |
Kod kumun | 35024 | |
Kod post | 35830 | |
Maer Amzer gefridi | Laurence Besserve 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Roazhon Meurgêr | |
Bro velestradurel | Bro Roazhon | |
Lec'hienn web | www.betton.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 12 637 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 473 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 50 m bihanañ 27 m — brasañ 90 m | |
Gorread | 26,73 km² | |
kemmañ ![]() |
Lanvezhon[2] (Galleg: Betton; Gallaoueg: Beton) a zo ur gumun eus Breizh e departamant Il-ha-Gwilen.
DouaroniezhAozañ
AnvAozañ
- Erwan Vallerie ː Betonis, 1138; Bettonis, 1152
Gerdarzh
- Dont a ra an anv brezhonek diwar brezhonekadur ar stumm koshañ anavezet eus an anv ((Ecclesiam de) Monasterio Bettonis) (latin, 1152). Hervez Guillotin de Corson e vefe "Betton" diazezer al lec'h santel-se.
ArdamezioùAozañ
En aour, e groaz krouget en sabel, ur vrizhenn erminig en sabel ouzh pep konk
Ardamezioù ar prioldi koz benediktan.
IstorAozañ
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 84 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 4,37% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911; daou anezhe a varvas d'an 22 a viz Eost 1914 en Emgann Rossignol e Belgia[3].
Eil Brezel-bedAozañ
- Mervel a reas trizek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[3].
- D'an 9 a viz Even 1944 e kouezhas ur c'harr-nij Lancaster BI marilhet LL841 ha kodet VN-O eus ar 50th Squadron Royal Air Force eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet e "La Foye" e Lanvezhon gant seizh nijour en e vourzh; lazhet e voent holl, douaret int e bered ar C'hommonwealth Bayeux War Cemetery e Calvados (Bro-C'hall)[4]
[5].
TrevadennoùAozañ
- Brezel Aljeria: mervel a reas ur milour e miz Du 1959 en ur gwall-zarvoud en Ouled Ali[6].
Monumantoù heverkAozañ
- Iliz katolik Sant-Varzhin, 1869-1874.
- Monumant ar re varv.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Aozañ

MelestradurezhAozañ
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Kerzu 1919[7] | ?? | M. Auffray | - | |
1971 | 1983 | Jean-François Tourtelier | ||
Meurzh 1989 | Meurzh 1995 | Jean-Claude Heslot | Dehoù-diseurt | |
Meurzh 1995 | Mae 2020 | Michel Gautier | PS | |
Mae 2020 | → bremañ | Laurence Besserve[8] | PS | |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
TudAozañ
Tud bet ganet enoAozañ
- Simone Morand (1914-2011), renerez an ekomirdi e Moñforzh ha dastumerez kanaouennoù, rekipeoù ha gwiskamantoù.
Ardamezeg ar familhoùAozañ
d'Argentré,
aotrounez al lec'h |
en argant e groaz pavek en glazur | |
GevelliñAozañ
Gevellet eo Lanvezhon gant
- Moretonhampstead (Bro-Saoz) abaoe 1997
- Altenbeken (Bro Alamagn) abaoe 1993
- Grodzisk (Polonia) abaoe 2000
- Baberino Di Mugello (Italia) abaoe 2004
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes-d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ « Bezon » e geriadur divyezhek Hemon-Huon, Al Liamm 1997, met « Lanvezhon » er memes geriadur, emb. 2002.
- ↑ 3,0 ha3,1 [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Pertes RAF
- ↑ Bombezadegoù en noz etre an 8 hag an 9 a viz Even 1944
- ↑ Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ Les élections des maires : arrondissement de Rennes, L'Ouest-Éclair, 11 Kerzu 1919, niv. 7269.
- ↑ (fr) « Betton. Laurence Besserve devient maire de la commune », Ouest-France, 29 Mae 2020