Gallaoueg

yezh
(Adkaset eus Gallaouek)
Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur yezh romanek komzet e Breizh eo ar gallaoueg (gallo pe galo er yezh-se), hag unan eus yezhoù oil Breizh-Uhel. Kaozeet e vez en Il-ha-Gwilun, el lodenn vrasañ eus al Liger-Atlantel hag e reter ar Mor-Bihan hag Aodoù an Arvor. E vevenn gornôg eo hini ar brezhonegva, a-hed ul linenn etre Plouha ha Gwenrann. Amsklaer eo e vevenn reter kar ur gendalc'heg yezhel zo etre holl yezhoù oil. Yezhourien zo a soñj dezho ez a perzhioù ar gallaoueg pelloc'h eget bevennoù Breizh istorel, betek bevennoù Torosad Arvorig.

Gallaoueg
(Galo)
Perzhioù
Komzet e : Breizh
Rannved : Europa
Komzet gant : etre 29 060 (ist. 1999) ha 200 000 (ist. 2008, 2013)
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :
Akademiezh :
Urzh ar gerioù : SVO
Kodoù ar yezh
ISO 639-1
ISO 639-2
ISO 639-3
Kod SIL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.
Yezhoù Bro-C'hall, hervez skol-veur Laval e Kebek

N'eus kenemglev ebet da zispartiañ ar pezh a zo ur yezh hag ar pezh a zo ur rannyezh hag alese ez eus alioù disheñvel diwar-benn natur ar gallaoueg. Ur rannyezh eus ar galleg eo hervez lod tra m'eo unan eus yezhoù oil hervez lod all, a-live gant ar galleg. Goude ma oa chomet ur yezh komzet dreist-holl eo bet studiet ar gallaoueg er Skol-Veur ha klasket ez eus bet standardizañ ar reizhskrivadur. Levrioù gallaouek a vez embannet ingal. Kontrol d'ar brezhoneg avat n'eo ket ken kozh-se al luskad evit lakaat ar yezh war wel, daoust ma ra muioc'h-mui a drouz. Anavezet eo bet evel unan eus yezhoù Breizh gant kuzul rannvro Breizh abaoe 2004 avat.

N'eo ket liammet kreñv ar gallaoueg ouzh ar brezhoneg. Yezhoù indezeuropek eo an div, met ur yezh keltiek eo ar brezhoneg tra m'eo ar gallaoueg ur yezh romanek, diskennet diouzh al latin. Deuet e oa hec'h anv diouzh ar brezhoneg, met n'eo ket bet implijet stank a-raok n'eus ket pell zo. Leun a c'hallaouegerien a-vihanik a implij ar ger patois c'hoazh, goude ma vez kavet dismegañsus gant stourmerien ar gallaoueg.

Nevez-krouet eo bet ar ger gallaoueg e brezhoneg, e-kreiz an XXvet kantved ; a-raok e veze lavaret galleg.

TermenadurAozañ

AnvioùAozañ

Implijet a reer hiziv an deiz ar ger gallo er yezh-se. Dont a ra eus ar brezhoneg gall a oa bet implijet diwar-benn an estrañjourien, peotramant ar re ne gaozeent ket brezhoneg, ha dreist-holl evit ar re a gaozee ur yezh romanek, diwar ur wrizienn geltiek.[1] An hevelep ger a gaver e gouezeleg Skos, gall, a sinifi "estrañjour", ha dreist-holl "Skosad ne gaoz ket gouezeleg" ha "den eus Su Bro-Skos", da lavaret eo e-lec'h ma kaozeer skoteg kentoc'h.[2] Diwar ar brezhoneg gallez e teu an anv-gwan benel Gallèz (gallèse e galleg). Meur a stumm all zo meneget gant Trésor de la langue francaise e galleg : "gallot", "gallec", "gallek", "gallais", "gallic" pe "gallou" c'hoazh, ouzhpenn d'ar ger benel "gallote". Ar yezh zo meneget gant anvioù-se peotramant an dud a zo o chom e Breizh-Uhel.[3]

RenkadurAozañ

Ur yezh eus familh ar yezhoù romanek eo ar gallaoueg. N'eo ket ur rannyezh eus ar galleg na "galleg saout" e-giz ma vez klevet a-wechoù. Dont a ra eus al latin a veze komzet gant an dud en Impalaeriezh roman da heul brezel Galia ha trec'h ar Romaned. Levezonet eo bet gant ar galianeg a veze komzet en takad-mañ a-raok c'hoazh, pe c'hoazh gant an norseg, yezh ar Vikinged, hag ar brezhoneg e Breizh-Uhel evel-just, pa oa stank ar vrezhonegerien eno a-raok ma kilas ar vevenn yezhel etrezek ar c'hornôg.

Renket eo ar gallaoueg e-touez yezhoù oil, un hollad yezhoù a astenn war norzh Frañs. E-kichen ar gallaoueg e kaver un aridennad yezhoù a vez start dispartiañ an eil diouzh eben a-wezhioù, deuet holl diwar al latin ha levezonet gant ar yezhoù germanek dre ar frankeg. E-touez ar yezhoù-se e kaver ar pikardeg, an normaneg, ar galleg, al loreneg hag yezhoù all c'hoazh.[4]

Mestal ar yezhoù oil all n'eo ar gallaoueg nag henc'halleg, nag un trefoedaj eus ar galleg modern. Elfennoù boutin a gaver etre an div yezh (levezon ar frankeg er c'heriaoueg hag en ereadurezh, koll ar renad rejim-rener, koll ar sonioù-diwezhañ...). Emdroet eo ar gallaoueg abaoe an Henamzer asambles gant ar yezhoù romanek all, hag adalek ar Grennamzer e c'heller kaozeal eus henc'hallaoueg.[5] Dre ma ne oa ket standardizet an henc'halleg ha tost an div yezh e c'helle skriverien ar Grennamzer implijet troiennoù o rannvro e o zestennoù. Roudennoù henc'hallaoueg a lenner e testennoù gallek Dukelezh Breizh hag e Breizh-Uhel neuze.[6][7]

Ul levezon en doa bet ar brezhoneg war ar gallaoueg dre ma vezont kaozeet war takadoù tost an eil ouzh egile ha dre m'int bet kaozeet war takadoù mesk-ha-mesk gwezhall. Amprestet e oa bet un nebeud gerioù da skouer. Implij araogennoù evel verboù-skoazell a vije un orin keltiek koshoc'h avat. Keñveriet e oa bet an darempred etre an div yezh ouzh hini gouezeleg Skos hag ar skoteg.[8]

Keñveriañ gant yezhoù all.
Gallaoueg (yezh oïl) Normaneg (yezh oïl) Poateveg (yezh oïl) Pikardeg (yezh oïl) Tourañjeg (yezh oïl) Galleg (yezh oïl) Okitaneg (yezh oc)

Skrivet gant an norm klasel

Brezhoneg (yezh brenedek)

Le monde vienent su la térre librs tertous e s'ent'valent en drets e dignitë. Il lou apartient d'avaer de la réson e de la conscience e il ont de s'ent'enchevi conme feraen dés freres.

Touos les houmes nâquissent libes et parêles dauns leus taête et en dreits. Il ount byin de l'obiche et de l'ingamo et deivent faire d'aveu leus prochan coume si ch'teit pour yeus.

Le munde trtouts avant naeçhu libres trtouts parélls den la dégnetai é den lés dréts. L'avant de l'aeme é de la cunsience é le devant coméyà e trtouts fratrnaument.


Tous ches ètes humains is sont nès libes et égals in dignitè et pi in droéts. Is sont dotès d’roaison et pis d'conschienche et pis is doévtte foaire ches uns invers ches eutes dins un esprit d’fratérnitè.

Tertos les houms naissont libĕrs, ansement is aont les meimĕs dreits e la meimĕ dighnitaiy. Is aont coumĕ dounaison ieun antendouerĕ e ieunĕ airzon e is deivont s'ajidair les ieuns les outĕrs coumĕ des frairĕs.

Tous les êtres humains naissent libres et égaux en dignité et en droits. Ils sont doués de raison et de conscience et doivent agir les uns envers les autres dans un esprit de fraternité.

Totes los èssers umans naisson liures e egals en dignitat e en dreches. Son dotats de rason e de consciéncia e se devon comportar los unes amb los autres dins un esperit de fraternitat.

Libr ha par an eil re ouzh ar re all eo ganet tout an dud, koulz diwar-bouez an droedoù hag an dignite. Rezon ha skiant zo dezho ha rankout a reont beviñ an eil asambles gant egile, e-ser kaout ur spered a vreudeuriezh.

PolitikerezhAozañ

Dizemglev zo da c'houzout ha dereat eo lakaat gallaoueg war ar panelloù-hent, e-lec'h brezhoneg a-wechoù, ouzhpenn brezhoneg gwechoù all. Hiziv an deiz emañ ar gallaoueg war ar panelloù e Lozaog/Loudia, Noal-Bazeleg/Nouya ha Parzieg/Parczae.

Lod a zisklêr ez eo marv-mik e-touez an dud e kalz parrezioù, hag e vefe e gwirionez meur a barlant dindan an anvad "gallaoueg", da skouer ar mitaweg.

Dizemglev zo a-zivout ster politikel ar stourm evit ar gallaoueg, dreist-holl a-berzh stourmerion vrezhon a zo a-enep ar gallaoueg.

TachennAozañ

  • Tachenn istorel ar gallaoueg e Breizh a glot gant al linenn Loth er c'hornôg, nepell diouzh bevenn reter Breizh.
  • Hervez lod e klot tachenn ar gallaoueg gant bevennoù Breizh er reter.
  • Hervez lod all n'eus netra da welet (skol-veur Laval e Kebek[9]).

SkriturAozañ

  • Gant ar yezhoniour Alan Raude (19232017) e voe savet un doare-skrivañ evit ar gallaoueg anvet Écrire Le Gallo (ELG). Abaoe ez eus bet savet meur a zoare-skrivañ all.
Keñveriañ ar sistemoù reizhskrivañ :
Gallaoueg (ELG) Gallaoueg (Aneit) Gallaoueg (Vantyé) Gallaoueg (MOGA) Gallaoueg (ABCD) Brezhoneg

Il faut qe j'auj le veir anoet.

I faùt qe j'aùge le vair aneit.

I faw ke j'awj le vèy ane.

I fao qe j'aoje le vaer aneit.

I fao qe j'aoj le vër anae.

Dav eo din mont da welet anezhañ hiziv.

Liammoù diavaezAozañ

  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.


NotennoùAozañ

  1. (fr) Claude Bourel, Dictionnaire de gallo, Rennes, Rue des Scribes, 2004
  2. (gd) Am Faclair Beag « Gall : Foreigner, stranger, especially a native of the south of Scotland or a Scot that cannot speak Gaelic. »
  3. (fr) "Gallo" in Trésor de la langue française
  4. (fr) Hervé Abalain, Le français et les langues historiques de la France, Jean-Paul Gisserot, 2007, 317 p. (ISBN 978-2-87747-881-6)
  5. (fr) [Rennes], « Le gallo n'est pas de l'ancien français [diell] ». Lennet d'an 12 a viz Mae 2022
  6. (fr) Peter A. Machonis, Histoire de la langue : Du latin à l'ancien français, University Press of America, 1990, 261 p. ((ISBN 978-0-8191-7874-9)), p. 149
  7. (fr) CNDP Roazhon, « Contes et Légendes [diell] ». Lennet d'an 12 a viz Mae 2022
  8. (fr) Henriette Walter, L'aventure des langues en Occident : Leur origine, leur histoire, leur géographie, Robert Laffont, 2013, 476 p. ((ISBN 978-2-221-12192-4))
  9. (fr) Les langues d'oïl