Alan Raude

yezhoniour gall

Alan Joseph Raude (19232017), Ron Peniarth e anv-pluenn, a oa ur yezhoniour, un istorour hag ur sentvuhezoniour a-orin eus Enez Groe a skrivas levrioù gallek a-zivout orin douaroniel Bretoned an Arvorig hag istor ar brezhoneg ; an doare da skrivañ ar gallaoueg en devoa studiet ivez.

Alan Raude
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv ganedigezhAlain Joseph Gaston Raude Kemmañ
Anv-bihanAlan Kemmañ
Anv-familhRaude Kemmañ
Deiziad ganedigezh10 Mez 1923 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCourbevoie Kemmañ
Deiziad ar marv10 Meu 2017 Kemmañ
Lec'h ar marvBrest Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, brezhoneg Kemmañ
Micheryezhoniour Kemmañ

E Courbevoie (Hauts-de-Seine) e oa bet ganet e 1923. Adalek 1939 e studias ar skiantoù istorel ha lizheregourel en École Pratique des Hautes Études er Sorbonne, ma voe dedennet-bras gant ar yezhoù keltiek (brezhoneg, kembraeg hag iwerzhoneg). E-tro 1942-43 ez emezelas e bodad folklorourien ar Musée des Arts et Traditions Populaires ma laboure Reun Kreston ha Jef ar Penven dija.
E 1945, oadet 32 vloaz eta, e voe en Alamagn evel serjant-jubennour er Welsh Guards ("Gwarded Kembreat"), unan eus pemp rejimant troadeien ar Royal Foot Guards er British Army. Bloaz goude e voe degemeret e Skol-veur Bonn evit heuliañ kentelioù yezhoniezh keltiek, germanek ha romanek. E 1948 e voe troer teknikel e Kreizenn deknikel an ardivinkelezh c'hounezel e Pariz, a-raok labourat e Kreizenn teulierezh ijinerezh an houarn adalek 1950 betek 1953, ar bloaz ma voe gopret gant ar gompagnunezh Industrial Business Machines Corporation (IBM). E 1961 e voe rener er c'hontoù e Kevelouri al labourerien-douar e Landerne.

Relijion

kemmañ

E 1953 ivez e kemeras perzh e Goursez Vreizh, met dizemglev ha skism a voe. E 1980 e tistroas d'ar Goursez evit daskor d'an Drouiz Meur ar banniel ha kleze-meur Arzhur, a oa bet en e gerzh e-pad 27 vloaz. Da get ez eas ar skism neuze, roue barzh a voe renk A. Raude er Goursez, met biskoazh ne gemeras perzh e lid pe lid. Kadoriad Kelc’h Studi Drouized an Hengoun e diabarzh ar Goursez e voe ivez.

Tost d'an Iliz Ortodoks Keltiek e chomas avat, ha kalz amzer a ouestlas da glask gwrizioù hag istor sent Breizh.

Yezhoù Breiz

kemmañ

Aozer ar pennadoù Bretagne romane e kelaouenn ar c'hengevread Kendalc'h e voe Alan Raude, koulz hag ezel eus Ar Falz ha Skol Vreizh.
War skritur etrerannyezhel ar brezhoneg e labouras ivez, ha war ar geriaouiñ e bodad TermBret OPAB.
Gantañ e voe ijinet doare-skrivañ nevez ar gallaoueg, anvet Écrire Le Gallo (ELG).

Labourioù

kemmañ

Abaoe 2011 ha betek e varv e 2017 e embanne Alan Raude disoc'hoù e enklaskoù war lies tachenn er gelaouenn Ar Gedour[1].

Istor
Gallaoueg
  • Écrire le gallo – Précis d'orthographe britto-romane, La Nation Bretonne, 1978 — Adembannet gant Maézoe-Heziviken, 2003
  • Liste des communes de Loire-Atlantique, Maézoe-Heziviken, 2003

Limmoù diavaez

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ