Etrerannyezhel
Unan deus an doareoù skrivañ brezhoneg eo an etrerannyezhel.
Ijinet e oa bet an etrerannyezhel etre 1971 ha 1974 diwar labour ur gomission. Bodet e oa bet dougerion-komz ar skritur skolveureg ha dougerion-komz ar skritur peurunvan.
Implijet e vez a-wezhioù gant an ti-embann Skol Vreizh hag e-barzh al levr-deskiñ Le breton sans peine skrivet gant Fañch Morvannou hag embannet gwezharall gant an Assimil.
Gant ar skritur-se oa bet klasket lakat a-du tout an dud war ar memes skritur : sistem an etrerannyezhel zo etre ar skolveurieg hag ar peurunvan. N’eus ket tamm liv politik ebet warnañ, ha klasket ‘vez bezañ tostoc’h deus an doare-distagañ ha deus an etimoloji war-un-dro. Matrec’he eo ar skritur lojikañ ha gwellañ evit ar re a zo é teskiñ, met siwazh n’eus ket kalz a dud hag a implij anehañ hiriv, kar kazimant tout tud an Emsav (le mouvement breton) a zo deus tu ar peurunvan.
Avantajoù all an etrerannyezhel:
- Tost eo deus skritur ar c'hembraeg (ha deus re ar c'herneveureg) evid ar gerioù a etimoloji keltieg (ha kar-tost dre-se eus an doare skrivañ ijinet gant Olier Mordrel (an "doare-skriva keltieg"): newez vs. newydd, neizh vs. nyth, gwis vs. gwys, nos vs. nos...
- Tost eo deus skritur ar galleg evid ar gerioù à etimoloji latin: poeson vs. poison, friset vs. frisé, adress vs. adresse...
- Tostoc'h eo deus distagadur ar brezhoneg Kerne/Treger eget skritur all en e raok.
Rebechet e vez dehañ:
- An "ss" e-barzh gerioù e-gis "assossiassion"...
- Pell eo diouzh skrivadurioù boas gerioù kevatal e galleg : "gas" (evit "gaz"), "ris" (evit "riz").
- Skrivadurioù souezhus evel ar "zz" : "krizzoc'h".
- Terriñ reolenn an distagadur en ur lakaat troc'hoù e-barzh gerioù evel "tri-zeg" (evit "trizek"), "di-zesk" (evit "dizesk").
- Plantañ reuz e-lec'h ne oa ket ezhomm (piv ac'h aio da skrivañ "fest-nos" ?)
- E-barzh ar fin ne chañch ket kemend-all deus ar peurunvan (dalc'hen a ra ar "zh" simbolek)... mes notomp ur sort, e vez implijet iwe ar "zh" e treuskrivadur ar chineg.
An etrerannyezhel n'eo ket un norm peurachuet (mod-sen ema merket e-barzh ar Breton sans peine). Tud zo hag a gennig chañchoù dezhañ:
- Gober gant "th" e-lech "zh" (evit bout tostoc'h deus ar c'hembraeg, ha deus ar saozneg);
- Albert Deshayes en e ziksioner a ginnig ober gant "rz" hepken pa vez "rh" e gwenedeg: kerzed, evit KLT kerzet ha gwenedeg kerhet.
- Gober gant "w" e-lech "ù": pilhow e-lec'h pilhoù, ha skriviñ pilhower e-lec'h pilhaouer, pezh zo lojikoc'h;
- Traoù all...
Skouerioù deus an diforc'hoù a zo etre ar skriturioù brezhoneg:
Skritur KLT "Feiz ha Breiz" | Skritur brehoneg Guéned mod Dihunamb | Peurunvan | Skolveurieg | Etrerannyezhel |
---|---|---|---|---|
evit | aveit, eit | evit | evid | ewid |
skouer | skuér, skuir | skouer | skwer | skwer |
emzao | emsaù | emsav | emzao | emsav |
biz | biz | biz | biz | bis |
mat | mat | mat | mad | mad ha mat (met bez' zo un diforc'h etre an daou. Gw. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ) |
guelout, gwelet | guélet | gwelout/et | gweloud/ed | gweloud/gweled |
kas | kas | kas | kas | kass |
mont | monet, mont | mont | mond | moned/mont |
pasaat | pasat | pasaat | pasaad/pasâd | passaad |
c’hoaz | hoah | c’hoazh | c’hoaz | c’hoazh |
c’houec’h | hueh | c’hwec’h | c’hweh | c’hwec’h |
noz | noz | noz | noz | nos |
brezoneg/k | brehoneg/k | brezhoneg/k | brezoneg | brezhoneg |
diou | diù | div | diou | diw |
uhela(n) | ihuéllan | uhelañ | uhella | uhellañ |
senti | sentein | sentiñ | senti | sentiñ |
peder reolenn distagadur
kemmañOuzphenn reolennoù skritur an etrerannyezhel, da skouer an ss, s, z, zh, e kaver ivez un toullad reolennoù fonetikel arall liammet douzh prosodïezh ar yezh, da lâred eo plass ar poues-mouezh, hirderioù ar vogalennoù er gerioù taol-mouezhiet, distagadur an dibennoù absolut ha distagadur ar liammadurioù dirag ur vogalenn.
Da gentañ e vez implijet pennreolenn an diveradur a-benn merkiñ dibennoù absolut ar gerioù. Kensavet eo sistem reizhskrivadurel an etrerannyezhel diwar diveradur ar gerioù, da lâred eo perag e vez skrivet BAG ged ur G ha TOK ged ur K tra ma vez klewet /bak/ ha /tok/? Klewet e vez ar memes fonem /k/ tra ma vez skrivet G diouzh un tu ha K diouzh an tu arall. N'eus namaed da glask diveradur ar ger BAG > BAGoù / BAGig ha TOK > TOKoù / TOKig. Ged an diveradur, e vez klewet G er ger baGoù ha K er ger toKoù.
Ged an etrerannyezhel e vez arveret ar bennreolenn-mañ d'an holl c'herioù : d'an anvioù-kadarn, d'an anvioù-gwan, d'an adverboù, d'an araogennoù, d'an anvioù-lec'h ... Da lâret eo e vez kensavet sistem reizhskrivadurel an etrerannyezhel diwar brederioù fonetikel hepken.
Setu roll ar reolennoù :
- Reolenn 1 : ar poues-mouezh.
- Reolenn 2 : hirded ar vogalennoù er silabennoù taol-mouezhiet.
- Reolenn 3 : an dibennoù absolut.
- Reolenn 4 : ar liammadurioù dirag ur vogalenn.