Landerne
Landerne | ||
---|---|---|
Tier kozh war Pont Roc'han. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Landerneau | |
Bro istorel | ![]() ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Brest | |
Kanton | Landerne (pennlec'h) | |
Kod kumun | 29103 | |
Kod post | 29800 | |
Maer Amzer gefridi | Patrick Leclerc 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | KK Bro Landerne-Daoulaz | |
Bro velestradurel | Bro Brest | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 16 025 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 1 215 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 21 m bihanañ 1 m — brasañ 175 m | |
Gorread | 13,19 km² | |
kemmañ ![]() |
Landerne (distaget [lãn.ˈdɛr.ne]) a zo ur gumun eus Bro Leon ha Bro-Gerne e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh. Penngêr kanton Landerne eo.
DouaroniezhAozañ
- War lez ar stêr Elorn emañ Landerne.
AnvAozañ
- Bernard Tanguy ː Landergneau, 1206; Landerneu, 1218; Landerneau, 1233; Landergnau, 1296; Landerniau, c. 1330; Landerneau, 1467
- Erwan Vallerie ː Landergneau, 1206; Landerneu, 1218; Landernau, 1233; Landerinau, 1265; Landergnau, 1296; Landerniau, c. 1330; Landerneau, 1336, 1467; Lanternoc, 1536; Lenderneau, 1630
Gerdarzh ː Lan - Theernoch, anv un eskob.
ArdamezioùAozañ
IstorAozañ
OrinAozañ
A-gozh e sav diazezadur ur gêr e traoñ aber ar stêr Elorn. Seblantout a ra an anv Landerne dont pe eus Lann + Ternog pe eus Lann + Tenenan, a oa o-daou ermited eus ar VIIvet kantved.
Anv a zo eus Landerne er paperoù ofisiel er boaz 1206.
Gouzout a reer avat e oa annezet al lec'h gant Galianed-ha-Romaned dre ma oa ur c'hroashent a-bouez-bras en em gave aze a-drugarez d'ar roudour da vont eus an daou du eus ar stêr. Pemp hent kozh a zo:
- Hent Montroulez, a dremene dre an ospital gozh hag ar Roc'h-Morvan;
- Hent Karaez, dre an ospital gozh ha krec'hienn gozh Penn-ar-C'hrann (hent ospital Ferdinand Grall bremañ);
- Hent Kemper, dre straed Daoulaz ha Lannurvan;
- Hent Brest dre Gêrlaran ;
- Hent Lesneven dre Beler.
HenamzerAozañ
- Adalek ar Vvet kantved, ec'h en em gav ar Vrezhoned en Arvorig hag e annezjont en draoñienn. E-pad meur a gantved e voe gwarezet ar stêr Elorn gant kestell ar Roc'h-Morvan hag, izeloc'h, Kastell Goueled ar Forest.
KrennamzerAozañ
- Adalek penn-kentañ ar Grennamzer e oa Landerne perc'hentiezh tiegezh galloudus Leon hag e 1363 e voe hini tiegezh ar Roc'haned, dre un dimeziñ. An dimeziñ-se a verzer dre sellout ouzh ardamez kêr Landerne : al leon evit tiegezh Leon ha kroazvein evit tiegezh Roc'han.
Amzerioù modernAozañ
- Dindan ren ar rouaned e oa ur gêr a-bouez rak kêr-benn Priñselezh Leon e oa. Meur a wech e voe gwallaozet ar gêr en abeg d'ar brezelioù : gant an Normaned, gant ar Saozon (Brezel Kant Vloaz), gant Brezel an Ere ivez. Da vare an Dispac'h Gall e oa endeo ur geoded vihan a veve diwar Kenwerzh ar Mor, gant ur c'huzul-kêr, a veze kadoriet gant ur prokulor-sindik da gentañ ha goude-se gant ur maer, adalek 1692.
XVIIvet kantvedAozañ
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz:
- trubuilhoù a voe e Landerne en noz etre an 3 hag ar 4 a viz Gouere; preizhet razh e voe tiez Bigeaud, fermer an dleoù, ha Blaizot, skignour ar paper-timbr; e ti ar sindig e voe tapet kig-bevin ha kig-sall[2];
- nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh tri den eus Landerne, Paul Menac, François Leffait ha Mathieu Sizon, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[3].
Dispac'h GallAozañ
- 1790: gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer e voe lakaet Landerne da benn ur bann[4].
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Pillet, kure e Sant-Julian, Corre, aluzenner an ospital, Thomas ha Leier, beleion, an Tad Alexis, superior ar venec'h eus urzh Sant-Benead, da daou vanac'h eus ar memes kouent, an Tadoù Fidèle ha Pascal; nac'het e voe gant La Rue, person Sant-Houardon ha Jocguet, kure en hevelep parrez, Bodenez, person Sant-Tomaz ha Marc, kure er memes parrez, Roussel, person Beuzid, ha Mouden, kure en hevelep parrez[5];
- an Dispac'h ne voe ket fall evit Landerne rak frankizour e oa ar boblañs dre vras. Ar Gonvañsion a zivizas zoken ober eus Landerne kêrbenn departamant nevez-krouet "Penn-ar-Bed" (dezvad an 19 a viz Gouere 1793). Kement-se a badas 16 miziad hepken avat.
Reverzhioù greantelAozañ
- A bep seurt atalieroù a voe digoret e Landerne da vare ar reverzhioù greantel.
Labouradegoù boujiennoù, soavon, bier, bangounelloù-burezh, ha dreist-holl ar Wiaderezh, "Société Linière du Léon", war hent Landivizio, he devoe betek 2500 micherour. An hent-houarn a zegasas diorrodur kêr dre he liammañ ouzh Pariz e 1865 hag ouzh Kemper e 1865.
XXvet kantvedAozañ
- A-raok ar ar brezel 14 e oa ur batailhon ag ar 118vet Rujumant Troadegiezh kazarniet e Landerne, hag e c'her-stur e oa Peg Barz.
- Da heul ar brezel 14 e tigreskas ar boblañs e kêr e-pad ur pennad. Goude 1944 e kresk ar boblañs a-nevez.
Brezel-bed kentañAozañ
- 297 gwaz ag ar gumun, d.le. 3,60% ag he foblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[6].
Eil Brezel-bedAozañ
- D'an 19 a viz Even 1940 e tegouezh al lu alaman e Landerne; difennet eo kêr gant 150 martolod gall ha 40 soudard eus an Droadegiezh Trevadennel. Goude teir euriad emgann e teu an Alamaned tre e kêr. Tri milour gall a zo lazhet, gant al Letanant-Lestr Jean Moreau, penn an difenn, en o mesk[7].
- D'an 23 a viz Gouere 1942 e kouezhas un nijerez Whirlwind marilhet P7060 ha kodet HE-? eus ar 263th Squadron eus ar Royal Air Force Volunteer Reserve e Landerne; lazhet e voe he levier[8].
Un nebeud darvoudoù o deus merket istor LanderneAozañ
- 1336 : Diazezadur an ospital, a voe dilec'hiet da straed an harluidi e 1660
- 1510 : Pont Roc'han adsavet
- 1604 : Savidigezh porched iliz Sant-Houarzhon
- 1607 : Savidigezh tour iliz Sant-Tomaz
- 1664 : Savidigezh ti Leurgêr ar Marc'had lesanvet bremañ "Ti an Dugez Anna", gwechall ti ar Sechenaliezh
- 1701 : Savidigezh kouent an Ursuladezed, a voe implijet goude-se evel ospital, toull-bac'h, kazarn, ha bremañ lise (Lise an Elorn bremañ)
- 1728 : 1788 Adsavidigezh ar c'haeoù
- 1828 : Ar Ganol
- 1860 : Dibenn adsavidigezh iliz sant-Houarzhon, a oa a-raok e plas ar C'hredit Labour-Douar e-kichen ar Family. Dalc'het e voe ar porched (eus an Azginivelezh) hag an tour.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- an Ospital, diazezet e 1336
- Maner la Petite-Palud, XVvet, XIXvet
- Kouent ar Gordennerien, XVIIvet
- Kouent hag iliz an Ursulinezed, 1715, XVIIvet
- Chapel an Ursulinezed
- Chapel Sant-Sebastian
- Iliz Sant-Houardon, XVIvet, XVIIvet
- Prioldi Sant-Tomaz, XVIvet
- Iliz Sant-Tomaz a Gantorberi, XVIvet, XVIIvet
- Chapel ar Gapusined, XVIIvet
- Iliz Beuzit-Konogan , 1591, XVIIvet
- Kastell Kerlezerien
- Garnell Sant-Tomaz, XVIIvet
- Ti Gillard, 1639
- Ti an Dugez Anna, 1664
- Ti Dutoya, 1667
- Ti Itron-Varia Rumengol, 1668
- Maner Keranden, XVIIvet, 1823, 1904
- Maner Kerlaran, XIXvet
Pont Landerne, savet war an Elorn, a reer anv anezhañ en ur skrid eus 1336. E 1510 e oa bet adsavet gant mein gant Yann II a Roc'han. Abaoe e reer pont Roc'han anezhañ. Da gentañ e oa war ar pont ur vilin, ur gored, ur chapel, un ti-gward hag ur prizon. En XVIIvet kantved e voe savet tiez-annez warnañ.
- Monumant ar re varv, luc’hskeudennoù[9],[10]. D’an 29 a viz Du 1918 e voe divizet a-unvouezh d’e sevel gant ar c’huzul-kêr. Dioueliet e voe d’an 13 a viz Du 1921. Nevesaet e voe e golonennoù e 2008[11].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Aozañ

BrezhonegAozañ
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D'an 22 a viz Kerzu 2004 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'an 28 a viz Genver 2005 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
DeskadurezhAozañ
- Daou hentad divyezhek Div Yezh (168 skoliad e 2010), un hentad divyezhek zo er skolaj hag el lise publik (226 en holl e 2011)
- Staliet eo Diwan Breizh e Landerne.
- Ur skol Diwan (47 skoliad e 2011).
- Ur skol brevez divyezhek Dihun a zo (80 skoliad e 2011).
- E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek (kentañ derez, skolaj ha lise) 444 skoliad (19,3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). https://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm
Buhez foranAozañ
- An ti stummañ dibaouez Stumdi zo lec'hiet e Landerne.
- Radio Arvorig FM a skign adalek Landerne.
- Divyezhek eo an holl banelloù e kreiz-kêr.
- Divyezhek eo ti-gar Landerne.
- Bep bloaz e vez Gouel Kann al Loar e Landerne gant ur plas a-bouez roet d'ar brezhoneg: kenstrivadegoù lazoù-kanañ Kanomp Breizh, pezhioù c'hoari, kenstrivadegoù istorioù berr a vez kinniget bep bloaz.
TudAozañ
Tud ganet enoAozañ
- 1712 ː Guillaume Mazeas; lennegour (Landerne, 1712 - Gwened, 1776)
- 1713 ː Jean Mazeas; matematikour (Landerne, 1713 - Paris, 1801)
- 1726 ː Yves Querboeuf; Istorour ha lennegour (Landerne ,1726 - Brunswick, 1799)
- 1753 ː Louis-Julien Roujoux; baron Landerne; prefed ha barzh (Landerne, 1753 - Brest, 1919)
- 1756 ː Yves Le Coat, baron Sant-Haouen; eil-amiral; ijiner arouezioù ar pellskiver (Landerne, 1756 - calais, 1826);
- 1779 ː Prudence-Guillaume Roujoux; baron Landerne; refed, istorour (Landerne, 1779 - Paris, 1836)
- 1902 : Remont Jestin, skrivagner brezhonek
- 1926 : Édouard Leclerc, kenwerzhour
- 1981 : Kristof ar Menn (Krismenn), kaner
- 1988 : Romain Thomas, melldroader
Tud marvet enoAozañ
- 1791 : Glaoda Mari al Lae, skrivagner brezhonek
- 1816 ː Augustin Coeuret de Secqueville; eil-amiral enep an dispac'h gall (Oison, 1749- Landerne, 1816)
- 1825 ː Jean-Marie Jumel; jeneral an impalaeriezh kentañ (Lyon, 1772 - Landerne, 1825)
- 1931 : Louis Harel de la Noë, ijinour, saver hentoù-houarn
- 1946 : Joseph Ollivier, keltiegour ha gouizieg
- 2000 : Jean Malléjac, marc'hhouarner
Gweladennerien brudetAozañ
- 1373 : ar Gwesklin
- 1505 : Anna Vreizh
- 1681 : Vauban
- 1777 : Jozef II impalaer Aostria, breur Marie-Antoinette
- 1796 : Lazare Hoche
- 1834 : Victor Hugo
- 1858 : Napoleon III hag e wreg
Ardamezeg ar familhoùAozañ
le Barzic,
Aotrounez Kerbiat e Sant Houardon |
En glazur e gebrenn en argant heuliet gant teir brizhenn ginerminig ivez en argant | |
Olivier [13] Aotrouniezhoù dianavet |
En glazur e wezenn en argant, heuliet gant teir greskenn en aour |
Buhez EtrebroadelAozañ
Bro | Kêr | Doare | Abaoe |
---|---|---|---|
Alamagn | Hünfeld | Gevelliñ | 1968 |
Kembre | Caernarfon | Gevelliñ | 1992 |
Japan | Imadate | Emglev mignoniaj | 1992 |
Burkina Faso | Bam | Kevelerezh | 1977 |
Roumania | Mioveni | Kevelerezh | 1989 |
- Landerne he deus resevet Plakenn Enor Europa Kuzul Europa e 2001.
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
- Daniel Delattre : Le Finistère. Les 283 communes. 2004
- Embannadurioù Flohic : Le Patrimoine des communes du Finistère. 1998
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Finistère. 2001
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 113 ha 119
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie , La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
- ↑ J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.105
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 45
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Le Télégramme, 16 a viz Even 2010
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Université de Lille
- ↑ Cassini hag EBSSA
- ↑ - Julien, noter ar Roue e 1668