Beltram Gwesklin a oa ur goprsoudard eus ar Grennamzer, ezel eus unan eus koshañ tiegezhioù Breizh. Ganet e oa bet e 1320 e Bronn e-kichen Dinan, ha marvet e oa d'an 13 a viz Gouere 1380 dirak Châteauneuf-de-Randon, e bro Velai en Okitania. E servij roue Bro-C'hall Charlez V e voe, anvet da gonestabl Bro-C'hall gantañ. Unan eus tudennoù Roman national Bro-C'hall eo deuet da vezañ adalek an XIXvet kantved.

Beltram Gwesklin
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denBertrand Du Guesclin Kemmañ
Anv-bihanBertrand Kemmañ
Titl noblañsKont Kemmañ
Deiziad ganedigezh1320s, 1320 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBronn Kemmañ
Deiziad ar marv13 Gou 1380 Kemmañ
Lec'h ar marvChastèlnòu de Randon Kemmañ
Lec'h douaridigezhBasilica of Saint-Denis, Monument du cœur de Bertrand du Guesclin Kemmañ
TadRobert II du Guesclin Kemmañ
Breur pe c'hoarOlivier du Guesclin Kemmañ
PriedJeanne de Laval-Tinténiac, Tiphaine Raguenel Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetkrennc'halleg Kemmañ
Michermilour, marc'heg Kemmañ
KargConstable of France Kemmañ
Deroù ar prantad labour1335 Kemmañ
Grad milourelConstable of France, Constable of Castile Kemmañ
Skour luLu Kemmañ
Delwenn war varc'h eus Beltram Gwesklin e Dinan

Yaouankiz Beltram Gwesklin

kemmañ

Mab henañ Roparzh II Gwesklin (1300-1353), aotrou la Motte-Broons hag e wreg Chann Malesmains (marvet e 1350), intron Sens. E vilded (lavaret a reer diwar e benn e oa « an hini divalavañ etre Roazhon ha Dinam ») hag e daerded a dalvezas dezhañ dismeg e dad.

Abalamour da se e voe dav dezhañ gounit doujañs an noblañs diwar-bouez beg e gleze. Merzet e voe adalek e yaouankiz abalamour d'e nerzh, d'e oueskter ha dre ma oa douget d'ar c'hann. E-pad un tournez a oa difennet dezhañ kemer perzh ennañ, e faezhas holl e enebourien, kent nac'hañ en em gannañ gant e dad en ur izelaat e c'hoaf dre zoujañs da vare ar c'hrogad (evit brasañ souezh an arvesterien). 15 vloaz e oa.

Kurioù kentañ

kemmañ

Dont a reas Gwesklin da vezañ brudet e 1357 o kemer perzh e difenn Roazhon a oa sezizet gant Yann Gent, dug Lancaster. Adoubet e voe neuze gant Eleastre Marès, e kastell Montmuran en Ivineg, hag hennezh a lakaas anezhañ Kabiten Pontorson ha Menez-Mikael-ar-Mor. Diskouez a reas e galonegezh e-kerzh ar brezel a rae e reuz etre Charlez Bleiz ha Yann Moñforzh evit hêrezh dugelezh Breizh oc'h harpañ kostezenn an hini kentañ.

Emgann an Alre, e Danevelladur Beltram Gwesklin gant Cuvelier
Gwesklin zo graet konestabl gant ar roue gall Charlez VI
Beltram Gwesklin harzet gant John Chandos e-kerzh Emgann an Alre e 1364.

Liammoù diavaez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ

Meur a vuhezskrid zo bet savet :

  • Chroniques, Livre I, Chapitre CCCLVI, Jehan Froissart da lenn enlinenn
  • Histoire de Bertrand du Guesclin, connestable de France et des royaumes de Léon de Castille, de Cordovë et de Séville, duc de Molines, comte de Longueville, etc. gant P.H.D.C. Pariz, L. Billaine, 1666, 1693 gant Paul Hay du Chastelet
  • Histoire de Bertrand du Guesclin, Comte de Longueville, Connétable de France Reims - Le Batard - 1807 - 2 levrenn, Mame, 1877, gant Guyard de Berville.
  • Chronique de Cuvellier, en vers, embannet gant Charrière, 1845.
  • Alexandre Mazas (1797-1856), Bertrand Duguesclin, connétable de France : Dugueslin combat les Anglais et sauve le royaume. – [Reproduction en fac-similé] – Nîmes : C. Lacour, dastumad « Rediviva », 2005. – 240 p., 21 cm. – ISBN 2-7504-0775-3. – Fac-similé al levrenn 3, 2vet lodenn, eus an embannadur kentañ, Pariz : E. Devenne, 1828, embannet en dastumad « Vies des grands capitaines français du Moyen Âge ».

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.