Yann Moñforzh (1294-1345)
Yann Breizh (war-dro 1294, Henbont – 26 a viz Gwengolo 1345, Henbont), anvet Yann Moñforzh[1], a oa kont Montfort-l'Amaury adalek 1330, kont Richmond (1341-1342), hag en diwezh dug Breizh (1341-1345), met dre vras ne vez ket niverennet hag e vab eo a vez roet an niverenn IV dezhañ.
Mab e oa da Arzhur II († 1312), dug Breizh, ha da Yoland Dreux († 1330), kontez Montfort l'Amaury.
Dimeziñ ha bugaleAozañ
Dimeziñ a reas da Janed Flandrez.
Yann Moñforzh ha Fulup VI, roue Bro-C'hall.
Notennoù ha daveennoùAozañ
- ↑ Frañsez Vallée, Grand dictionnaire français-breton, p.478a; Roparz Hemon, "Istor Breizh La Borderie", Al Liamm, niv.168, 1975p.24
En e raok: Yann III |
Rouaned ha Duged Breizh 1341 – 1345 |
War e lerc'h: Yann IV |