Janed Pentevr
|
Janed Pentevr | |
Maen-bez Janed Pentevr | |
Dugez Breizh | |
Ren | 30 a viz Ebrel 1341 1365 de jure, klemmet gant Yann ha Yann IV Titl hep galloud 1365 10 a viz Gwengolo 1384 |
---|---|
A-raok | Yann III |
Goude | Yann IV |
Buhez | |
Ganet | 1319 |
Marvet | 10 a viz Gwengolo 1384 (65 vloaz) Gwengamp, Breizh |
Bez | Iliz ar Frered Minor, Gwengamp |
Tiegezh | Pentevr |
Tad | Guyon Pentevr |
Mamm | Janed Avaugour |
Priedoù | Charlez, dug Breizh eus he ferzh |
Diskennidi | Yann Iañ, kont Pentevr |
Relijion | Katolik |
Janed Pentevr, lesanvet Janed ar Gammez[1] (war-dro 1324 – 10 a viz Gwengolo 1384) e Gwengamp) a voe dugez Breizh suo jure[2] war un dro gant Charlez Bleaz (iure uxoris[3]) adalek an 30 a viz Ebrel 1341 betek a 12 a viz Ebrel 1365, e-pad bloavezhioù Brezel Hêrezh Breizh pa voe graet klemm war he zitl gant tiegezh Moñforzh. Ouzhpenn-se e oa kontez Pentevr. He ren a voe merket gant ar brezel diabarzh a oa deuet da vezañ un dachenn emgann evit rouantelezhioù Bro-C'hall ha Bro-Saoz en o brezel Kant Vloaz. Gant roue Bro-C'hall e voe harpet tra ma voe harpet Yann Moñforzh gant roue Bro-Saoz. Goude ar brezel e chomas gant titl dugez Breizh, hep ar galloud avat.
Buhez
kemmañMerc'h e oa da Guy Pentevr, breur da Yann III, dug Breizh, ha Janed Avaugour e oa. Bugel nemeti he zad e oa. Ouzhpenn-se, dre ma oa divugel an dug e oa pennhêrez nemeti kurunenn an Duged ouzhpenn d'he gwirioù war kontelezh Pentevr.
E 1335 e voe marc'hataet dimeziñ Janed gant John Eltham, earl Kernev-Veur ha breur roue Bro-Saoz, Edouarzh III met ne'z eas ket gwall bell hag e 1337 e timezas da Charlez Bleaz en Pariz.
E 1341, da varv Yann III, e voe fiziet an dugelezh enno, gant skoazell an noblañsed ha gant asant roue Bro-C'hall, Fulup VI a aotreas Charlez Bleaz d'ober enor evit an dugelezh. Nemet e voe klemmet an titl gant Yann Moñforzh, mab da Yolanda Moñforzh, eil pried an dug Arzhur II. Yann III en doa klasket pellaat bugale Yolanda diouzh an hêrezh, betek klask lakaat eil dimeziñ e dad da vezañ nullet, en aner. Yann Moñforzh a voe heuliet gant ul lodenn eus an noblañs izel ha kendalc'het e voe ar stourm goude e varv zoken, gant e wreg Janed Flandrez evit o mab Yann IV. Prizoniad e voe Charlez Bleaz e-pad ul lodenn eus ar brezel a-raok mervel en emgann an Alre a voe trec'h ar re Moñforzh.
Gant feur-emglev Gwenrann e voe aotreet Janed da implijout titl dugez Breizh, met da Yann IV e voe roet ar galloud. He diskennidi o dije bet droed da gaout an dugelezh avat ma varvje ar re Voñforzh dihêr. E 1379 e savas a-du gant Yann IV pa glaskas roue Bro-C'hall stagañ Breizh ouzh e vro.
Dimeziñ ha bugale
kemmañJaned ha Charlez o doa bet ar vugale da heul :
Kuzulierien Janed Pentevr
kemmañ1348 | Geoffroy de Kermenguy [4] |
---|