Rouantelezh Bro-C'hall
Rouantelezh Bro-C'hall eo anv ar renad politikel e Bro-C'hall en amzer ar Rouaned a renas e Bro-C'hall adalek ar Grennamzer betek dibenn ar Renad kozh.


C'hoarvezout a ra Rouantelezh Bro-C'hall eus rannidigezh Rouantelezh ar Franked en 843 goude skrid-emglev Verdun pa voe Rannet Impalaeriezh Karl-Veur e tri tamm. En em zistagañ a reas rouantelezh ar c'hornôg diouzh an div all, hini ar c'hreiz ha hini ar reter. Adalek 911 e voe adkemeret an anv Roue ar Franked gant ar roue Charlez III (roue ar Franked) (pe Karl III), pa oa bet dilezet abaoe amzer Karl Veur. Buan e teuas da vout titl roue ar C'hornôg, perc'henn douaroù kozh rouantelezh Hlodvig, gant Tournai, Reims, Paris.