Renad Kozh

Ar Renad Kozh[1] a vez graet eus ar marevezh eus Istor Bro-C'hall en em astenn adalek an Azginivelezh er XVIvet kantved betek an Dispac'h gall (1789, pe 1792 mar dibaber mont betek disklêriadur ar C'hentañ Republik c'hall).

Ar Bastille, kreñvlec'h en Pariz aet d'ober ur c'harc'har a oa gwelet evel arouez ar Renad Kozh. Kemeridigezh ar Bastille gant pobl Pariz zo bet lakaet da zeroù an Dispac'h Gall (1789-1799). An dismantroù eus ar vac'h a veze gwerzhet evel ma voe gwerzhet re moger Berlin e 1989.
Ardamezioù roueed ar Frañs ha Navarre (1589-1790)
An Teir Urzh : ur c'houer, un denjentil, ur beleg, ludresadenn dizanv, 1789

E Suis e lavarer renad kozh eus ar marevezh etre aloubidigezh Kanton Vaud gant Bern en 1536 hag an aloubidigezh c'hall e 1798 pa voe savet ar Republik Helvetek.

OrinAozañ

Un anv anavezet e oa deuet da vezañ, pa voe brudet an droienn c'hallek Ancien Régime en arnodskrid L'Ancien Régime et la Révolution, savet gant Alexis de Tocqueville hag embannet e 1856.

Darn eus istorourien an XIXvet kantved a lakaas da gregiñ maread ar Renad Kozh gant ren an tiegezh Bourbon e Bro-C'hall ha donedigezh Herri IV da roue e 1589.

Implij ar ger kozh zo bet graet evit lakaat war wel an troc'h degaset gant an Dispac'h gall ha mennozh un doare ren nevez evit ar vro ha ne oa ket hini an unpenniezh hollveliek.

Eus ar « renad politikel » ez eus kaoz en droienn, da lavarout eo eus ar Stad hag eus an ensavadurioù anezhi, eus an doare gouarnamant, eleze eus an unpenniezh amañ.

ArbennerienAozañ

Arbennerien zo bet da gevredigezh an teir urzh evel ma tiskouez komediennoù ha barzhonegoù skrivagnerien a bep seurt evel Jean de La Fontaine, Nicolas Boileau, Jean de la Bruyère ha pezhioù-c'hoari Molière. Le Bourgeois gentilhomme a ra goap eus ar bourc'hiz Jourdain hag a glask mont da-heul an noblañs.

LevrlennadurezhAozañ

  • Alexis de Tocqueville (1866) : L’ancien régime et la révolution
  • Jean Bouvier, Henry Germain-Martin : Finance et financiers de l'ancien régime, Presses Universitaires de France, 1964
  • Arno Mayer : La persistance de l'ancien régime - L'Europe de 1848 à la Grande Guerre, Aubier, 2010 (ISBN 978-2-7007-0408-2)

NotennoùAozañ

  1. Geriadur Ménard p. 1149-a / régime.