Dictionnaire français-breton (Martial Ménard)
An Dictionnaire français-breton, gant Martial Ménard, lesanvet ivez Geriadur Ménard, zo bet embannet gant Palantines, e Kemper, e 2012[1], anezhañ ar brasañ geriadur galleg-brezhoneg zo bet biskoazh.

Perzhioù hollekAozañ
Ul levr tev, 1465 pajenn ennañ, maketennet gant Kuzul ar Brezhoneg, eo. E-barzh ar "Remerciements", en deus meneget Martial Ménard Divi Kervella a zo bet ar reizher meur pa oa ur brezhoneger ampart-tre hag saver meur a geriouegoù war bep seurt tachenn. Trugarezioù a ya ivez da Gi Étienne ha Yann-Baol an Noalleg a zo bet saverien geriadurioù arbennik (mezegiezh, stlenneg, matematik, fizik, kimiezh, armerzh). Holl labourioù savet gant Preder hag ar gelaouenn Lavar a zo bet iplijet ivez.
Diwar lenn ar rakskrid sinet gant M. Ménard e-unan e c'heller gouzout ma 'z eus 48 611 pennger el lodenn geriadurel bennañ. Da-heul e kaver div stagadenn lec'hanvadurel, an hini gentan evit 1 956 lec'hanv Breizh hag an eil evit 549 anv vro, anv stad hag anv kêr-benn er bed, ar pezh a ra 51 116 en holl.
Evezhiadennoù war an embannadur kentañAozañ
- Brave: zo troet gant kadarn, ha mat, gant skouerioù. E Geriadur Hemon-Huon e roer pemp ger (kadarn, kalonek, dispont, disaouzan, mat), hep displegadur avat.
- Farce : unan eus ar geriadurioù kentañ eo oc'h ober mat ar c'hemm etre "fars" (troidigezh "CUIS. farce") ha "farz" (troidigezh "far").
- Vigilance: evezhiañs, evezh, evel e Geriadur Hemon-Huon, ma kaver evezhiegezh en tu brezhonek ouzhpenn.
Gerioù a vankAozañ
Sed amañ un nebeudig, kavet gant lennerien, hag a servijo en un adembannadur :
- beurre blanc, beurre noir,
- funérailles, a zo obidoù e Geriadur Hemon-Huon,
- funéraires, a zo kañv e geriadur Hemon-Huon,
- goule (an euzhvil), goul e brezhoneg (gouled el liester) ((Daveoù a vank)), a zo ellyll e kembraeg,
- œil au beurre noir,
- pommader,
- scruter (a gaver en Nouveau Dictionnaire Breton-Français/Français-Breton, pajenn 1428);
- sous-bock.
Adembannadur 2020Aozañ
Adembannet eo bet dindan ur ment heñvel hag ur c'holoenn goc'hennet gant un tres mouk warni (e lec'h gwer) gant Embannadurioù An Alarc'h. Kresket eo bet ken e kaver muioc'h a 51 000 pennger enni, met 1453 pajenn e-lec'h 1465. Adwelet, reizhet ha kresket eo bet.
A-raok ar c'hentskrid bet savet gant Martial Ménard evit an embannadur kentañ eo bet lakaet un notenn verr gallek ha brezhonek diwar-benn oberour ar geriadur hag ur c'henskrid d'an eil embannadur sinaet gant "Herve Le Bihan, Professeur des universités, Directeur du Département de breton et de celtique de l'Université Rennes 2 / Skol-Veur Roazhon 2". Daou zen a zo meneget evel kenlabourerien, Brendan Le Corre, implijer hag adlenner buruteller ha Divi Kervella. Hemañ, kement ha Martial Ménard a zo roet an titl "geriadurour stourmer".
Resisañ a ra Herve ar Bihan m'eo bet embannet ar geriadur-se "dindan aotrouniezh Kuzul ar Brezhoneg". Islinennañ a ra m'eo ar geriadur treadegel enlinenn, Devri-bzh, ar pep poezusañ oberenn savet gant Martial Ménard.
Pa oa deuet er-maez ar geriadur brezhoneg-mañ e oa dija tost 50 000 pennger ennañ. Evit an embannadur-mañ eo bet adwelet, difaziet ha kresket diwar-benn an notennoù a oa bet savet gant an aozer a-raok e varv. Tremen ouzh 1 000 ennger ouzhpenn zo enna∞, bremañ.
(Tennet diouznh ar pevare pajenn c'holoenn)