Jean-Baptiste Poquelin zo brudetoc'h evel Molière, an anv dibabet gantañ evit c'hoari war al leurenn, a oa ur c'hoarivaour ha skrivagner gall badezet d'ar 15 a viz Genver 1622 ha marvet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1673. Ganet en ur familh marc'hadourien eus Pariz, d'an oad a 21 vloaz en em stroll gant un dek a gamaladed, e-touezh anezho an aktourez Madeleine Béjart, ha sevel ar strollad c'hoariva Illustre Théâtre. En desped da vezañ harpet gant dramaourien brudet, ne teuio ket a-benn da vezañ brudet e Pariz. E-pad 13 vloaz, Molière gant e gamaladed a ya e stumm ur strollad fiñv e su ar rouantelezh c'hall. Meur a arc'hantour a vo o sikour ar strollad. E-pad ar amre-se, Molière a sav farsadennoù pe komediennoù berr, div anezho o vezañ reoù hir nemetken. Distroet e Pariz e 1658, dont a ra da vezañ prim, e penn e strollad, an aktour ha c'hoarivaour karetañ gant ar roue yaouank Loeiz XIV hag e lez. Molière a sav abadennoù lies, o labourat gant gwellañ tisaverien leurenn, sonerien, korollerien ar vro. Marvet eo d'an oad a 51 vloaz, nebeut eurvezhioù goude bezañ bet c'hoariet evit ar pevare gwech roll pennañ ar pezh Le Malade imaginaire.

Molière

Savet ez eus bet pezhioù c'hoari lies gant Molière, darn ar rolloù pennañ a oa c'hoariet gantañ. Molière a oa mailh war implij doareoù lies ar fent: komz, jestraouiñ, gwelet ha darvoudus.

Molière o c'hoari Kaezar en La Mort de Pompée, poltred gant Nicolas Mignard (1658)

Oberennoù

kemmañ

E brezhoneg

kemmañ
Gant Marcel Divanach
  • Ar medesin eneb dezañ, troet diwar Le Médecin malgré lui,
  • Ar garantez medisin, troet diwar L'Amour médecin,
Gant Yann-Vari Perrot
Gant Serj Richard
  • An Dengasaour (diwar "Le Misanthrope"), Mouladurioù Hor Yezh, 2013