Yann-Vari Perrot (3 a viz Gwengolo 1877-12 a viz Kerzu 1943) a oa ur beleg katolik hag ur skrivagner brezhonek hag a voe drouklazhet e 1943 e Skrigneg. Labouret en doa a-hed e vuhez evit ar brezhoneg. Rener ar gazetenn “Feiz ha Breiz” ha krouer ar “Bleun-Brug” e oa.
Hiziv eo brudet muioc'h abalamour d'an doare ma oa marvet, a zo bet danvez da gaoz etre an holl, eget d'al labour en doa graet evit ar yezh[1]

Yann-Vari Perrot
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJean-Marie Perrot Kemmañ
Anv-bihanJean-Marie Kemmañ
Anv-familhPerrot Kemmañ
Deiziad ganedigezh3 Gwe 1877 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPlouarzhel Kemmañ
Deiziad ar marv12 Kzu 1943 Kemmañ
Lec'h ar marvSkrigneg Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Killed byJean Thépaut Kemmañ
Yezh vammbrezhoneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, brezhoneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Micherbeleg katolik, barzh, skrivagner Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Perzhiad eWWII Axis collaboration in France Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ Kemmañ
Ezel eusKevredigezh Vroadel Breizh, Consultative Committee of Brittany Kemmañ

E vuhez kemmañ

Ganet e oa Yann-Vari Perrot e 1877 e Plouarzhel e ti labourerien-douar. Eizh miz e oa ar bugel pa varvas e vamm. Savet e voe gant ur c'hoar d'e vamm-gozh, e Kerbrieg, e parrez Lanriware, da gentañ, hag e Brendege, e Lokmaria-Plouzane, da c'houde. D'e 11 vloaz ez eas Yann-Vari d'ar skol da Wengamp ma oa un eontr dezhañ : c'hoant en doa ar paotrig da vont da veleg. Goude-se ez eas d'ober e studioù da gloerdi bihan ar Pont, ha diwezhatoc'h da gloerdi bras Kemper. Beleget e voe d'ar 25 a viz Gouere 1903. Mont a reas da gure da Sant-Nouga e-pad dek vloaz. Embann a reas Buhez ar Sent e 1912. E miz Meurzh 1914 e voe kaset da gure da Sant-Tegoneg, met e miz Eost e rankas kuitaat e barrez nevez da vont d'ar brezel. Kravazhataer e voe da gentañ, ha sekretour ur bredvezeg da c'houde. E miz Genver 1919 e tistroas da Sant-Tegoneg gant ar Groaz a Vrezel. Bloaz goude e voe anvet e Plougerne, e-lec'h ma chomas dek vloaz. E 1930 e voe anvet da berson ha kaset da Skrigneg. Eno e voe drouklazhet e 1943.

Ar brezhoneg kemmañ

Pa erru Yann-Vari e Gwengamp e lavar e eontr dezhañ : "Difennet eo komz brezhoneg er skolaj !" Sentiñ a ra ar c'hrennard met kavout a ra eo direizh al lezenn. Adkavout a ra ar yezh er c'hloerdi. Beleien Breizh-Izel o devez ezhomm eus ar brezhoneg bemdez. Kentelioù brezhoneg a vez roet er c'hloerdioù. Yann-Vari Perrot a studi ar brezhoneg. Bodañ a ra ivez ar gloer kar-o-yezh e « Kenvreuriez ar Brezoneg ».

Feiz ha Breiz kemmañ

 

E Sant-Nouga e labour kalz ar c'hure yaouank evit ar brezhoneg. E 1911 e sav un embannadur nevez eus Buhez ar Sent. Er c'hloerdi e skrive pennadoù evit ar gazetenn vrezhonek Feiz ha Breiz. E 1911 e teu da vezañ rener ar gazetenn hag ober a ra war he zro betek e varv. Bep miz ec'h embann Feiz ha Breiz keleier, pennadoù diwar-benn istor Breizh, kontadennoù ha kanaouennoù. Lennet e vez e 10 000 tiegezh e Leon hag e Kernev.

Bleun Brug kemmañ

Ezhomm o deus ar vrezhonegerien a ziduamantoù brezhonek. Sevel a ra Yann-Vari Perrot ur strollad c'hoariva : Paotred Sant-Nouga. Skrivañ a ra pezhioù-c'hoari evitañ. E kement parrez ma vo anvet e savo strolladoù c'hoariva : Paotred Sant-Tegoneg, Paotred Mikael an Nobletz, Paotred Skrignag. Merc'hed a zo er strolladoù-se, un dra nevez eo. Da-heul un abadenn gant Paotred Sant-Nouga e Kastell Keryann e sav Yann-Vari Perrot hag un nebeud pennoù bras ur gevarzhe nevez : ar Bleun-Brug. Difenn spered Breizh eo pal ar Bleun Brug. Bep bloaz e vez gouelioù bras en ur barrez : Un doare “Eisteddfod” eo gant oferenn ha gousperoù, prezegennoù kan ha c'hoariva ha ... tud a-viliadoù o tont eus Breizh-Izel a-bezh.

Ar politikerezh kemmañ

Ar vroad kemmañ

 

Un amzer gaer eo ar « Belle Epoque » evit sevenadur Breizh. Theodore Botrel hag Anatol ar Braz a zo e-kreiz o brud. Skrivagnerien ampart a labour e brezhoneg: Frañsez Vallée, Erwan ar Moal, Job ar Bayon, Yann-Ber Kalloc'h, Ivon Krog, Tangi Malmanche ... Al lezennoù a-enep an iliz a lak ar veleien da embann levriou ha kazetennoù. Skrivet int en ur brezhoneg kempenn ha n'eo ket e "brezhoneg beleg". Ur vroad eo Breizh evit an holl dud-se met n'int ket broadelourien. Krediñ a reont e ranker mirout sevenadur ar vro.

Ar vroadelouriezh kemmañ

Ar gatoliked o deus un abeg mat evit difenn ar brezhoneg. An doareoù-bevañ nevez, ha digristen, a zeu gant ar galleg. Krediñ a reont e c'heller, gant ar brezhoneg, mirout an doareoù-bevañ kozh ha kristen. Kredenn kure yaouank Sant-Nouga eo ivez: "Ar Brezhoneg hag ar Feiz A zo breur ha c'hoar e Breizh." Buan, avat, e kas ar gudenn war dachenn ar politikerezh. Ur vro gatolik eo Breizh. Gouarnamant Pariz a vot lezennoù a-enep an iliz. Kontrol eo al lezennoù-se da sonjoù ar Vreizhiz. Dont a ra Yann-Vari Perrot da gredin e-rank ar Vreizhiz sevel o-unan al lezennoù evit Breizh. Dont a ra da vezañ broadelour eta. E vroadelouriezh a zo diskleriet fraezh en e destamant savet e-pad ar Brezel Bras.

Breiz Atao kemmañ

Frankiz politikel Breizh a zo, dres, pal ar re yaouank a embann ar gazetenn « Breiz Atao » adalek 1918. Ganet int war-dro 1900 ha gwelet o deus Iwerzhon o c'hounit he frankiz. Laouen eo Yann-Vari Perrot o welout ar re yaouank o labourat hag o stourm evit frankiz politikel Breizh. E gouelioù ar « Bleun Brug » e tegemer tud « Breiz Atao » ha skolaerien « Ar Falz ». Labour ar re-mañ evit ar brezhoneg er skolioù-Stad a zo ur skouer evit ar skolioù kristen. Nec'het eo ar beleg gant un dra : lik eo « Breiz Atao ». Da be vad difenn Breizh hep difenn ar feiz ? Ha n'ez eus emsav broadelour ebet evit ar gristenien yaouank !

1927 kemmañ

Kavout a ra an diskoulm. E 1927 e kemm reolieg ar Bleun-Brug. Palioù ar gevarzhe a oa difenn sevenadur Breizh hag ar feiz. Reiñ a ra ur pal nevez dezhi: labourat evit emrenerezh Breizh. Displijout a ra ar c'hemm-se da eskob Kemper-ha-Leon, an Aotrou Duparc. Hemañ a zifenn ouzh ar veleien labourat evit ar Bleun-Brug. Ret eo da Yann-Vari Perrot dilezel ar politikerezh ha distreiñ d'ar sevenadur.

Tabutoù kemmañ

N'eo ket echu gant an tabutoù etre an eskob hag e berson broadelour. Lennet pizh e vez Feiz ha Breiz ha roll abadennoù ar Bleun Brug gant sekretourien an eskob. Sonjit 'ta ! E-pad Brezel Spagn emañ ar gatoliked e genou dirak Francisco Franco. Hemañ eo difennour bras ar relijion en tu all d'ar Pireneoù. Ha setu Yann-Vari Perrot o tifenn Euskariz! Spontet an Eskob! Person Skrignag a respont dezhañ ez eus kalz beleien euskarat o stourm a-enep Franco.

Skrigneg kemmañ

Kalz beleien a zo da vare Yann-Vari Perrot. Ret eo dezho gortoz pell a-raok bezañ anvet da berson. 53 bloaz eo Yann-Vari Perrot. Poent eo envel anezhañ e penn ur barrez. Daoust pelec'h e vo kaset ar beleg broadelour ? Kavout a ra an eskob an diskoulm. Kas a ra Yann-Vari Perrot da Skrignag. Ur barrez paour eus Menez Are eo ha, dreist-holl, ur barrez e-lec'h ne c'houlenn ket an dud ali o ferson a-raok mont da votiñ.

Yann-Vari Perrot e-kreiz e vrud kemmañ

Ar pont kemmañ

Un den brudet eo Yann-Vari Perrot en Emsav. Ur pont eo etre an amzer wechall hag an amzer da zont. Laouen eo yaouankiz Breiz Atao o kavout un den eus an Emsav kozh hag a gompren o mennozhioù. E labour pennek evit ar yezh a zo ur skouer evit difennerien yaouank ar brezhoneg. E feiz start e talvoudegezh ar frankiz politikel evit Breizh a zo ur skouer all. Ken darempredet eo presbital Skrigneg ha ma vo, diwezhatoc'h, ti Anjela Duval. Ur pont eo ivez etre ar Vreizhiz hag an Emsav. Bez emañ Yann-Vari Perrot e penn ar Bleun Brug ha Feiz ha Breiz. Anavezet eo e anv, hini ar gevarzhe hag hini ar gazetenn, gant milieroù a dud.

An eil brezel-bed kemmañ

E-pad ar brezel e talc'h person Skrignag da embann Feiz ha Breiz, da aozañ gouelioù ar Bleun Brug ha da zaremprediñ an emsaverien. Kemmoù a zo en Emsav. Dont a ra ar P.N.B. da vezañ ur strollad politikel bras. En e benn emañ Remont Delaporte, ur broadelour kristen. Hemañ a zo bet e penn ar Bleun Brug. Kemmoù a zo e Skrignag ivez. Ar veleien yaouank a zo aet d'ar brezel ha kresket eo samm ar person kozh. Ret eo dezhañ lojañ Alamaned en e bresbital. Ne c'houlenne ket Skrignagiz ali o ferson evit votiñ. Ne c'houlennont ket kennebeut ali Vichy pe Berlin evit gouzout petra ober. Kalz anezho a zeu da vezañ stourmerien er strouezheg.

Ar bloavezh 1943 kemmañ

E miz Even 1943, ec'h embannas Perrot un destenn anvet Karnel Katyn en e gelaouenn Feiz ha Breiz. Ur skrid enepkomunour a-grenn e oa, ha taolenniñ a rae lazhadeg Katyn ma voe lazhadeget Poloniz, prizonidi brezel anezho, gant al Lu Ruz dindan urzhioù Stalin er bloavezh 1940. En destenn e promet d'ar Vretoned e vijent aberzhet memes mod evel Poloniz ma vefe trec'h ar Soviediz er Brezel-Bed.

Ar sponterien (?) a glaskas lazhañ ar Person d'ar 25 a viz Du 1943, pezh a c'hwitas. D'an 12 a viz Kerzu 1943, eo bet enskrivet anv Perrot gant ur gleizenn war monumant ar re varv eus ar brezel bras, war blasen ar bourk ; pa oa o tont eus ur chapel, o vale en un hent don, e oe lazhet person Skrignag gant ur sponter yaouank implijet dindan urzhioù ar benn-komunourien.

Ar gazetenn l'Heure Bretonne, hini Strollad Broadel Breizh a savo meur a bennad war muntr Yann-vari Perrot, embannet e vezo ivez e zestamant dindan an titl "Ra chomo peb unan Breizhad. Dre holl, bepred, betek mervel!" oc'h adkemer ur frazenn eus an testamant.

Abaoe an amzer-se e klasker gouzout perak eo bet lazhet Yann-Vari Perrot.

Div zisplegadenn a zo bet :

  • Hervez kalz tud e Skrignag eo bet lazhet ar person gant sponterien ar vro abalamour m'en dije roet harp d'an Alamaned.
  • Evit kalz tud en Emsav eo bet lazhet Perrot war urzh pennoù bras ar sponterezh e liamm gant Moskou. C'hoant o doa spontañ an emsaverien. Yann-Vari Perrot a oa doujet gant an holl, lazhañ anezhañ a oa skeiñ an holl, en o c'hreiz.

Displegadennoù savet a-posteriori int marteze:

N'eus prouenn ebet eus kenlabour Yann-Vari Perrot gant an Alamaned nemet ar fed ma'z eo bet lazhet gant un den eus ar strouezheg. N'eus prouenn ebet da ziskouez e teue an urzh eus pennoù bras an harzerezh nemet efed marv Yann-Vari Perrot. Skoet eo bet Breizh a-bezh gantañ ha ne c’helle strouezheg Skrigneg kemer divizoù evit Breizh a-bezh.

Goude e varv kemmañ

Ur c'hazetenner, Thierry Guidet, en deus klasket dirouestlañ ar gudenn. Un dra hepken a zo anat, emezañ : biskoazh n'en doa labouret Yann-Vari Perrot gant an Alamaned. Lazhet e vije bet Yann-Vari Perrot abalamour da stad follentez ar speredoù en Breizh. En un tu ar re o tagañ ar bed breizhek, ha gante banniel ar gomunouriezh, levezonet gant Moskva, en tu arall tud troet war difenn o yezh diouzh dañjer bras ar mare-se hag a zo Bro-C'hall. Un enebiezh a savas etre Bretoned hag a oa broadelourien, a enep-bro c'hall ha Bretoned all, evit ar "mere patrie" hag a oa komunourien, pezh a reas d'an darempredoù bezañ kriz ha taer e 1943. Ar brezel a oa o ren e Skrigneg. Kalz eus paotred ha merc'hed ar strouezheg a oa marvet etre daouarn an Alamaned. Ret e oa dezho kavout an hini kablus, ha respont en un doare kalet ha kalz aesoc'h e oa lazhañ ur beleg broadelour eget tagañ an arme alouber. An Aotrou Perrot a oa person, - da lavarout eo enep-komunour, - ha broadelour breizhat, - da lavarout eo, war a greded, tost d'an Alamaned. Un dañjer e oa evit stourmerien ar strouezheg ha ret e oa lazhañ anezhañ. N'ouzer ket hiroc'h.

 
Prezegenn da Lun Fask 2007 gant Unvaniezh Koad Kev el lec'h anvet ar Groaz Ruz, e Skrigneg.

Ur groaz-ruz a zo bet savet war al lerc'h m'edo bet drouklazhet an aotrou Perrot nebeut bloavezhioù war-lerc'h. Er bloavezh 1982 ez eo troc'het, nebeut mizioù da heul Talbenn Dieubidigezh Breizh pe FLB a zistruj ar mein-koun d'ar re varv e Skrigneg[1] . Abaoe ez eo bet adsavet ar groaz-ruz.

12 a viz Kerzu 1985 ez eo c'hoariet ur pezh-c'hoari war buhez Yann-Vari Perrot gant ar strollad c'hoariva en Brezhoneg Strollad ar Vro Bagan e Montroulez. Trouz a vo tro-dro d'ar pezh-c'hoari a-wechoù e vezo difennet[2]

Ingal e vez lidet un devezh e koun Yann-Vari Perrot gant ar gevredigezh Unvaniezh Koad Kev.

Distruj bez Yann-Vari Perrot e 2018 kemmañ

 
Koun Lun Fask e Koad kev, en enor d'ar vroadelourien vreton, e 2014. Bez Yann-Vari Perrot.

D'ar sadorn 31 a viz Meurzh 2018 ez eo bet adkavet distrujet kroaz bez Yann-Vari Perrot gant un anneziadez eus Skrigneg[3]. An deiz war-lerc'h e oa adkavet skrivet luganioù gant pentur ruz war ar bez, Chapel Koad Kev. Al luganioù a zo reoù eus an tu kleiz pellañ hag a embann: FTP, Menez Are enep faskour, faskourien er maez[4].

Douget ez eus bet klemm gant parrez Sant Herbod, skourr eskopti Kemper, hag unan all gant perc'hennerien ar bez[5],[6].

E oberennoù kemmañ

 
  • Gwerz hag istor Koatkeo, Saint-Pol-de-Léon, Feiz ha Breiz, 1933, 23 p.
  • Soniou Feiz ha Breiz, embannet e 1930 (120 pajenn)

Buhez ar Sent kemmañ

Pezhioù c'hoari kemmañ

  • Alanik al Louarn. Pe "n'euz den fin n'en deuz e goulz". Pez c'hoari plijadurus rimet e daou Arvest, Brest, Moullerez "Ar c'hourrier", 1905, 104 p. Savet diwar ar pezh gallek "La Farce de maître Pathelin".
  • Ar C'hornandoned, Imprimerie Simon, Roazhon, 1907. C'hoari farsus. 42 bajenn.
  • Dragon Sant Paol, Imprimerie Simon, Roazhon, 1907. Drama e gwerzennoù. 95 pajenn.
  • Dizro an dianket Keriolet, savet gant J. ar Bayon, lakaet e brezhoneg Leon gant Perrot, ti-embann Simon, Roazhon, 1908, 15 p.
  • Mouez ar goad, savet gant J. ar Bayon, lakaet e brezhoneg Leon gant Perrot, Le Goaziou, Montroulez, 1912, 46 p.
  • An Aotrou Kerlaban, 1922. Savet diwar pezh Molière Monsieur de Pourceaugnac.
  • Eun Nozveziad reo gwenn, savet gant R. G. Berry, troet e brezhoneg diwar kembraeg gant Y.-V. Perrot ha Geraint Dyfnallt Owen, Brest, Moullerez ru ar C'hastell, 1922, 18 p.
  • Yann Landevenneg, savet gant François Cornou, lakaet e brezhoneg Leon gant Perrot, Brest, Presse Libérale, 1924, 151 p.
  • E-tal ar poull, Brest, Moullerez ru ar C'hastell, 1928, 16 p., diwar ar pezh gallek La Farce du Cuvier.
  • En o eil bugaleach, savet gant R. G. Berry, troet e brezhoneg diwar kembraeg gant Y.-V. Perrot ha Geraint Dyfnallt Owen, Brest, Moullerez ru ar C'hastell, 1928, 22 p.
  • Ar Vamm, savet gant Betty Eynon Davies ha Kate Roberts (Y Vam), troet e brezhoneg diwar kembraeg gant Y.-V. Perrot et Meirion Dyfnallt Owen, Castell-Paol, éd. d’Arvor, 1935, 23 p.

Goude e varv kemmañ

Levrioù diwar e benn kemmañ

Adkemer er sevenadur kemmañ

Diell filmoù kemmañ
  • An Taol Lagad, Enklask war vuhez ha marv Yann-Vari Perrot [ Enquête sur la vie et la mort de l'abbé Yann-Vari Perrot], gant Fañch Broudig, 8 a viz Kerzu 1985
C'hoariva kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Pennadoù kar a bell pe a dost kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. 1,0 ha1,1 "Lec'hienn l'Ouest en Mémoire",
  2. https://web.archive.org/web/20160303212219/http://www.arvrobagan.fr/spip.php?article255.
  3. https://abp.bzh/la-tombe-de-yann-vari-perrot-a-ete-profanee-44683
  4. https://web.archive.org/web/20201202160015/http://7seizh.info/2018/04/02/scrignac-la-tombe-de-yann-vari-perrot-profanee-a-koat-keo/
  5. https://www.argedour.bzh/scrignac-la-tombe-de-labbe-yann-vari-perrot-a-ete-profanee/
  6. https://www.ouest-france.fr/bretagne/scrignac-29640/scrignac-la-tombe-de-l-abbe-perrot-profanee-5661288