Plouarzhel
kumun Penn-ar-Bed
Plouarzhel | ||
---|---|---|
![]() Ar bourk. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Plouarzel | |
Bro istorel | Bro-Leon | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Brest | |
Kanton | Lokournan | |
Kod kumun | 29177 | |
Kod post | 29810 | |
Maer Amzer gefridi | André Talarmin 2001-2020 | |
Etrekumuniezh | KK Bro an Hirwazh | |
Bro velestradurel | Bro Brest | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 924 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 92 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 133 m | |
Gorread | 42,83 km² | |
kemmañ ![]() |
Plouarzhel (distaget [plu.ˈar.zɛl]) a zo ur gumun eus Bro-Leon e kanton Lokournan, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.
BrezhonegAozañ
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D’ar 4 a viz Gouere 2005 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
DeskadurezhAozañ
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person Jean Pédel hag ar c'hure Jacques Lanuzel[3].
XXvet kantvedAozañ
- nijerezioù ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) kouezhet e Plouarzhel: d'ar 14 a viz Meurzh 1941 ur Blenheim marilhet V5399 ha kodet PZ-G eus an 53th Squadron; lazhet e voe he zri nijour, douaret int e bered kumun Lokournan; d'ar 4 a viz Meurzh 1941 e voe tro un nijerez Hampden marilhet AD738 ha kodet ZN-? eus ar 106th Squadron; lazhet e voe he fevar nijour, douaret int e bered kumun Lokournan ivez[4];
- nijerezioù an United States Army Air Forces kouezhet e Plouarzhel: d'ar 16 a viz Ebrel 1943 ur c'harr-nij B-24D-15-CO (anvet "Liberty Lass", marilhet 41-23732 ha kodet YM-B) gant dek milour en e vourzh; seizh anezhe a voe lazhet (daou anezhe a zo douaret er Brittany American Cemetery e Montjoie-Saint-Martin), an tri all a voe tapet gant an Alamaned; d'ar 26 a viz Eost 1944 ur c'harr-nij P-47D-16-RE (marilhet 42-76154, 362vet FG, 378 vet FS); e leviour a varvas, douaret eo er Brittany American Cemetery e Montjoie-Saint-Martin e Bro-C'hall)[5].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Maen-hir Kerloaz: gant e 9,50 m a uhelder eo ar brasañ peulvan en e sav dre ar bed.
- Chapel Sant-Alar
- Maner Kervatouz
- Tour-tan Trezian
- Kouldri Lahalla
DouaroniezhAozañ
- War lez an Aber Ildud emañ Plouarzhel.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
Tud ganet enoAozañ
- 1847 : Frañsez-Mari ar C'hozh, troour brezhonek.
Tud bet marvet enoAozañ
- Kristof Jezegoù, skrivagner brezhonek ha beleg katolik, d'an 11 a viz Even 1953.
GevelliñAozañ
An Clochán (Clifden) (Iwerzhon) abaoe 2012
Liammoù diavaezAozañ
- (fr) lec’hienn ar gumun
- (fr) Trezianiz (diwar-benn Trezien, ul lodenn eus Plouarzhel)
- (br) Plouarzhel war lec'hienn Geobreizh
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 42
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Pertes USAAF Finistère