Aber-Ildud

(Adkaset eus Aber Ildud)

An Aber-Ildud zo ur stêr eus Bro-Leon, ar greisteisañ eus an "teir aber bras" (an div all a zo Aber Benniged hag Aber-Ac'h), dirak Eusa, 24 km hed dezhi[1]. Redek a ra a-dreuz Lokournan-Leon hag en em deurel er mor e-kichen Lannildud[2]. Tud ar vro a ra gant Gouer an Aber[3] evit ober anv eus ar stêr.

Aber-Ildud

An Aber Ildud
Statud stêr
Hirder 24 km
Uhelder an eienenn ? m
Kas keitat e Brelez 1,5 m³/s
Gorread an diazad 90 km²
Bro(ioù) douret Bro-Leon
Diazad stêrioù
?
En em daol e Mor Keltiek e Lannildud
Ledander er genoù ?
Andon Kastell Nevez e Plouzane
Adstêrioù ?

E Kerglonou, e Plouarzhel, war lez an Aber-Ildud.

Kontet eo da vezañ aber vihanañ Leon (3,5 km), hag an hini strishañ, met kaoz zo neuze eus an aber, ha n'eo ket eus ar stêr en he hed.

Mont a c'haller eus Lannildud a-hed lez dehou an aber, dre an hent D 27, betek Brelez. Hent ebet n'eus war al lez kleiz avat.

Er c'hreisteiz d'an aber e oa mengleuzioù greunit gwechall. Enno, betek kreiz an XXvet kantved, e veze tennet "maen an Aber" evel ma veze lavaret er vro. Kalz a dud a laboure er "chanterioù", evel ma raed eus ar mengleuzioù-se. Ha kaset e veze ar bloc'hadoù greunit gant bigi da borzh Brest pe da lec'h all. Greunit eus an tolead an hini a oa bet implijet d'ober ur sichenn evit obeliskenn Louksor pa oa bet savet hounnezh e Pariz e 1835.

An anv

kemmañ

Dont a ra an anv eus anv ar manac'h Ildud, a zeuas, hervez ar vojenn, eus Kembre, da avielañ ar vro.

Kumunioù douret

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Fiche de l'Aber-Ildut war lec'hienn SANDRE.
  2. Jean Lescop, L'Aber-Ildut : Sa vallée, son bassin, ses moulins, 1991 Lenn en linenn.
  3. Per Pondaven, Mikael Madeg, Renabl anvioù-lec'hioù Arvor Goueled Leon: etre an Aber hag an Aberig, p.30.

Liammoù diavaez

kemmañ