Mikael Madeg
Mikael Madeg, ganet e Courbevoie (korn-bro Pariz) d’ar 4 a viz Genver 1950, zo ur skrivagner brezhonek ha gallek, puilh e oberennoù. Troet eo kalzik gant sevenadur Arvor Bro-Leon ha studi buhez Arvoriz.

E vuhez Aozañ
Ganet eo Mikael Madeg e Courbevoie (e-kichenik Pariz) d’ar 4 a viz Genver 1950. E dad a oa ganet e Breizh, e Landivizio (ganet e 1922) hag e vamm 'zo ganet e Belgia, dezhi un tad eus Normandi. Kregiñ a reas Mikael Madeg da zeskiñ brezhoneg d'e 17 vloaz, pa oa o chom e Taverny, e bro-Bariz. Heuliet en doa "skol dre lizer" Visant Seite, ha prestik goude'oa aet e-barzh Al Leur Nevez.
Desket en deus ivez kembraeg e Kembre, m'eo bet o chom 'pad daou vloaz, e Bethesda ha Bangor, ha gouezeleg Bro-Skos e Bro-Skos, dreist-holl e Sgitheanach. Gouzout a ra esperanteg ivez. Bet eo bet skoliad en ENS St Cloud hag aet da gelenner saozneg war-lerc'h. Kelennet en deus tri bloavezh e Normandi e-lec'h oa o chom bepred war ar maez, e Loudieg ha neuze oa o chom e Bro-Gwened (Gweltaz), er C'hastellin, ma kelenne brezhoneg, hag erfin saozneg adarre e Brest. Sevenet en deus div zoktorelezh, unan diwar-benn lesanvioù brezhonek Bro-Leon hag eben diwar-benn anvioù kêriadennou Bro-Leon. Abaoe 1983 emañ o chom war ar maez, e Sant-Tounan, e Bro Leon.
Skrivagner Aozañ
Ouzhpenn e labourioù lennegel niverus (barzhonegoù, met dreist-holl danevelloù ha romantoù) ez eus embannet un toullad eus e oberennoù studi hag enklask diwar-benn al lesanvioù (e Breizh, e Kembre, e Normandi hag e Bro-Skos) ha lec'hanvadurezh Bro-Leon, pe ivez war temoù all: ar bezhin, ar c'hleuzioù, hag an divyezegezh abred, na pa ve ken.
Diwar e genlabour gant Per Pondaven ha Yann Riou ez eus bet embannet tro 20 000 lec'hanv eus Arvor Leon, distagadur, lec'hiadenn hag all: frouezh ugent bloavezh a enklaskoù e-touez an dud.
Anavezet eo bet Mikael Madeg er bloavezhioù dek ha-tri ugent pa oa deuet da Vro-Leon da bourmen e galite emsaver da gentañ, ha diwezhatoc'h da chom da vat. Plijout a ra kalz dezhañ ar brezhoneg ha tik eo gant ar rannyezhoù, dreist-holl. E-kerzh an hañvezh 2006 e oa bet embannet e 100vet oberenn, hag e penn kentañ 2012 ez eus pelloc'h 142 ditl en e "levrlennadur".
Roll levrioù Aozañ
Setu un nebeud oberennoù gant Mikael Madeg,skrivet pe troet gantañ, pe c'hoazh kensavet gantañ; an darn vrasañ anezho a zo bet embannet gant Emgleo Breiz ha muioc'h mui gant Embann Kêredol, e embannerez .
E brezhoneg Aozañ
- Komz sonskridaweg rannyezou : niverenn skwer euz brezoneg gorre Leon (gant Soazig Grall hag Ivon Gourmelon). Brezhoneg Yezh Vew, 1976 (19 p.)
- Barzonegou. Brud Nevez 1980
- Leor lesanoiou Bro-Leon ha Bro-Chelgenn
- Du a Gwyn - Gwenn ha du (gant Dewi Morris Jones). Y Lolfa, 1982 (128 p.)
- Leor lesanoiou Leon : goueled Leon ha Bro-Bagan : who's not who, ha piou a zo! Brud Nevez, 1985
- Margodig an dour eienenn. Emgleo Breiz - Ar helenner, 1985 (46 p. ; skeudennaouet gant Joël Jim Sevellec)
- Desevel bugale e brezoneg - Dosier dastumet ha renket gand Mikael Madeg. Emgleo Breiz - Ar Skol Vrezoneg, 1986 (522 p. ; golo skeudennaouet gant Joël Jim Sevellec)
- Studiadenn anoiou lehioù Kastellin. 1986
- Ur studiadenn war anoiou lehioù Landerne. 1986 (20 p.)
- Yann e vaz-houarn. Emgleo Breiz, 1987 (skeudennaouet gant Joël Jim Sevellec)
- Ur lévrad lesanùeu a Vro-Gwened - Tresadenneu ged Reun an Honseg - Lakeet e brehoneg ar vro ged Gilberte Kervareg. Brud Nevez, 1987 (211 p.)
- Ar seiz posubl. Brud Nevez, 1987 (175 p.)
- (troidigezh diwar Irma Chilton) Ar peroked. An Here, 1987 (Levrioù skol al louarn 1 ; 79 p. ; skeudennaouet)
- Barzaz. Emglo Breiz, 1988 (140 p. ; skeudennaouet gant L. Derrien)
- Marvaillou. Brud Nevez - Emgleo Breiz, 1990 (43 p. + 41 p. + 36 p. + 33 p. + 35 p.)
- Sell a-dreñv war eun oberenn : skrid diwar-benn al lennegez. Brud Nevez - Emgleo Breiz, 1990 (67 p.)
- Marvaillou 6 : kleuziad ha kaea : labour ar hleuziou e Bro Leon. Brud Nevez, 1992 (165 p.)
- Doareoù an ankou. Dastum
- Poent zo bet e Bro Leon (8 levrenn, embannet etre 1992 ha 2004, Emgleo Breiz)
- Sarmoniou e brezoneg Leon
- Eun tanva euz brezoneg Bro-Leon
- Bezin e Bro-Leon
- Kontadennou euz traoñ-Kerne
- Kontadennou euz Bro Dreger ha Goelo
- Renabl anoiou lehiou Bro-Leon gand o distagadur
- Renabl anoiou ruiou ha plasennou Bro-Leon
- Renabl anoiou keriadennou Bro-Leon hag o distagadur. Brud Nevez, 1996
- Such were the days... Brud Nevez - Emgleo Breiz, 1996 (271 p.)
- Marvaillou 15 : Blaz ar brezoneg. 1997
- Eul leoriad lesanoiou euz bro-Dreger ha bro-Ouelo
- Leor lesanoiou Kerne. Arvor Su bro-Vigoudenn. Emgleo Breiz, 2005
- Danjeruz?... Tamm ebed ! pez-c'hoari
- Leor lesanoiou gouezeleg Bro-Skos. Ar Skol Vrezoneg - Emgleo Breiz, 1998
- Bro Leon ennon. Brud Nevez, 1999
- Feunteunioù brudet Bro-Leon. Emgleo Breiz, 2006 (289 p.)
- Anoiou badiziant e Bro-Leon, Emgleo Breiz, 2006
- Bro-Chelgenn ha Montroulez : Mojennou. Emgleo Breiz, 2007 (Poent 'zo bet e Bro-Leon 7 ; 222 p.)
- Anoiou famillou Bro-Leon, Emgleo Breiz, 2009
- Kentelioù distagadur brezhoneg Bro-Leon, Nadoz-Vor Embannadurioù, 2020.
Danevelloù Aozañ
- Pemp troad ar maout, ha danevellou all. Brud Nevez, 1980
- Ar Seiz Posupl, danevelloù, Brud Nevez, 1987
- Nozvez ar hig-ha-fars. danevelloù, Brud Nevez, 1988 (128 p.)
- Arvoriz : danevellou. Brud Nevez, 1991 (233 p.)
- Danevellou Gouezeleg a Vro-Skos, troet gant Mikael Madeg. Brud Nevez, 1994
- Dre al lano hag an tre : danevellou. Brud Nevez, 1999
- Plounemzao, danevelloù, Brud Nevez - Emgleo Breiz, 2001
- Leoniz : danevellou. Brud Nevez, 2002
- Pemdez-dibemdez. Danevelloù, Emgleo Breiz, 2003
- Bale, n'eo ket dale... danevelloù, Embann Kêredol, 2005 (149 p.)
- Kala-goañv. Tsounami. Danevelloù, TES, 2006 (Dastumad Koad Glas ; 50 p. ; skeudennaouet)
- Ar fri war ar gloued : Danevellou. Emgleo Breiz, 2007 (145 p.)
Romantoù Aozañ
- O Breiz va bro!, Emgleo Breiz - Brud Nevez, 1988 (204 p.)
- Tra ma vo mor, Emglo Breiz - Brud Nevez, 1988 (315 p.)
- Gweltaz an inizi, Brud Nevez - Emgleo Breiz, 1990 (150 p.)
- Ar vougou, Brud Nevez, 1992
- Glaz ha gliz an hanvez-se, Emgleo Breiz - Brud Nevez, 1997 (154 p.)
- Dornskrid Sant Jakez, Ar Skol Vrezoneg, 2002
- Glepoh eged ar glao Embann Kêredol, 2003 (298 p.)
- Eur bloavez truillog, Emgleo Breiz, 2006 (360 p.)
- Ur brezelour e oan, Donnachadh Mac Dhomhnaill (e gwirionez Mikael Madeg). Embannadurioù Al Liamm, 2006 (386 p.)
- Dispac'h, Embann Keredol, 2014
- Petra din-me, Embann Keredol, 2020
E galleg Aozañ
- Le livre des surnoms du Léon. Brud Nevez, 1989 (323 p. ; skeudennaouet gant Kristen Foisnon ha Jean-Yves André)
- Histoires de talus (in revue"Penn ar Bed")
- Noms de lieux et de personnes du Léon. Embann Kêredol, 2010 (234 p.)
- Traité de prononciation du breton du Nord-Ouest. Emgleo Breiz, 2010 (145 p.)
- Légendes du Pays de Landivisiau. Embann Kêredol, 2010 (Patrimoine légendaire du Léon ; 286 p.)
- Fantômes et intersignes au Pays de Léon. Embann Kêredol, 2010 (Patrimoine légendaire du Léon ; 337 p.)
- Le grand livre des surnoms bretons. Emgleo Breiz, 2010 (320 p.)
- Le problème des noms de lieux en Basse-Bretagne. : éléments d'analyse et essai de synthèse (11 p.)
- Légendes des Monts d'Arrée. Embann Kêredol, 2009 (Patrimoine légendaire du Léon ; 246 p.)
- Légendes du canton de Saint-Renan et de Plouzané. Embann Kêredol, 2009 (Patrimoine légendaire du Léon ; 238 p.)
- Légendes du canton de Ploudalmézeau. Embann Kêredol, 2009 (Patrimoine légendaire du Léon ; 283 p.)
- Introduction à l'étude des surnoms de Haute-Bretagne. Embann Kêredol, 2008 (220 p.)
- Introduction à l'étude des surnoms individuels à travers l'exemple des langues celtiques. Embann Kêredol, 2008 (277 p.)
- Légendes du pays Pagan. Embann Kêredol, 2008 (221 p.)
- Les saints fondateurs du Pays de Léon. (Vies et Légendes). Embann Kêredol, 2007 (Patrimoine légendaire du Léon ; 284 p.)
- Ma ! Biskoaz (ça par exemple... ) : Surnoms bretons commémoratifs du Léon. Embann Kêredol, 2007 (Surnoms celtiques ; 167 p.)
- Surnoms bretons de la mer et des marins. Embann Kêredol, 2007 (Surnoms celtiques ; 338 p.)
- Découvrir les fontaines du Léon. Emgleo Breiz, 2006 (247 p.)
- Introduction à l'étude des surnoms normands. Embann Kêredol, 2006 (177 p.)
- Surnoms bretons des cantons de Lannilis et Plabennec. Embann Kêredol, 2006 (Surnoms celtiques n° 9 ; 170 p.)
- Surnoms bretons du canton de Ploudalmézeau. Embann Kêredol, 2006 (Surnoms celtiques n° 10 ; 153 p.)
- Surnoms gaéliques de l'île de Man, d'Irlande et d'Écosse. Embann Kêredol, 2006 (Surnoms celtiques ; 269 p.)
- Surnoms Gallois. Embann Kêredol, 2006 (Surnoms celtiques ; 227 p.)
- Traité de prononciation du breton du Nord-Ouest, Emgleo Breiz, 2010.
Liesyezhek Aozañ
- Blaz keltieg, blas celtaidd, blas keltek, blas ceilteach, blas celtiagh. A taste of celtic languages, un goût de celtique
- Renabl anoiou lehiou inizi kornog Goueled Leon - Inventaire des noms de lieux du domaine maritime de l'archipel Ouessant Molène. Ar Skol Vrezoneg, 1991 (299 p.)
- Talus du Léon : kleuziou e Bro-Leon (in"Penn ar Bed")
- Surprenants surnoms bretons. Al lesanoiou brezoneg gwella
Kenlabour Aozañ
- Lagad an heol (gant Yvon Gourmelon, Mark Kerrain, Mark ar Briz, Lukian Kergoat, Gweltaz ar Bihan hag Yvon Abiven). TES, 1996 (110 p. ; skeudennaouet)
- (gant Yann Riou) Renabl anoioù lehioù Arvor : Goueled-Leon : Landerne, Ar Forest, Gwipavaz, Ar Releg, Brest, Plouzane, Lokmaria, Plougonvelen, Konk-Leon, Ploñger, Plouarzel (Trezian) ha Lambaol-Blouarzel. Etre Elorn ha Porz Skaf
- (gant Per Pondaven) Renabl anoiou lehiou Arvor 2 : Goueled Leon : Gwitalmeze, Lambaol. Brud Nevez
- (gant Per Pondaven) Renabl Anoiou Lehiou Arvor 3 : Bro Bagan. Brud Nevez, 2000
- Anoiou badeziant Bro-Leon (gant Yann Riou ha Per Pondaven)
- Peñse e Bro-Leon (gant Marc Paugam). Dastum Bro-Leon, 2007 (80 p.)
- Fin din skriva e brezoneg ? Emgleo Breiz, 2009 (Leoriou bihan 14 ; 37 p.)
- Anoiou famillou Bro-Leon : hervez hengoun ar vrezonegerien (gant Yann Riou ha Per Pondaven). Emgleo Breiz, 2009 (387 p.)
- Okinita. Emgleo Breiz, 2010 (Roll-diroll ; 54 p.)